5 Mae
deiziad
(Adkaset eus 5 a viz Mae)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1494 : Kristol Goulm, da-geñver e eil beaj d'ar Bed Nevez, a erru e Jamaika. Dilestrañ a ra ha disklêriañ ez eo an douar-se tra ar gurunenn spagnol.
- 1789 : bodet eo kannaded ar Stadoù Meur e Frañs.
- 1789 : kentañ niverenn ar c'hannadig Bulletin des états généraux, embannet gant Augustin-Jean Malassis e Naoned.
- 1862 : trec'het eo ar soudarded c’hall gant arme Ignacio Zaragoza en Emgann Puebla e Mec'hiko.
- 1925 : dont a ra an afrikaneg da vezañ yezh ofisiel e Suafrika.
- 1936 : aloubet eo kêr-benn Etiopia gant soudarded italian.
- 1945 : dieubidigezh an Izelvroioù ha Danmark diouzh o alouberien alaman.
- 1949 : savidigezh Kuzul Europa.
- 1976 : krouet eo an Talbenn evit Dieubidigezh Vroadel Korsika.
- 2005 : addilennet eo Tony Blair ha strollad al Labour evit an trede gwech diouzh renk er Rouantelezh Unanet.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1813 : Søren Kierkegaard, prederour danat.
- 1818 : Karl Marx, prederour ha politikour alaman.
- 1846 : Henryk Sienkiewicz, skrivagner eus Polonia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1881 : Victor Le Gorgeu, harzer ha brorener gall
- 1911 : Gilles Grangier, aktour sinema, filmaozour ha saver senario gall.
- 1911 : Andor Lilienthal, mestrc'hoarier echedoù hungarat-soviedat.
- 1922 : Chanig ar Gall, kentañ kinnigerez skinwel e brezhoneg.
- 1937 : Tran Duc Luong, prezidant Vietnam.
- 1988 : Adele, kanerez saoz.
Marvioù
kemmañ- 1652 : Mikael an Noblez, beleg ha misioner breizhat, ha "den enorus".
- 1821 : Napoléon Bonaparte, impalaer gall.
- 1892 : August Wilhelm von Hofmann, kimiour alaman.
- 1948 : Austin Roberts, loenoniour suafrikan.
- 1949 : Maurice Maeterlinck, skrivagner gallek eus Belgia, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1911.
- 1971 : Alice Tissot, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1981 : Bobby Sands, stourmer en Irish Republican Army.
- 1995 : Mikhail Botvinnik, mestrc'hoarier echedoù rusian, lies-kampion Unaniezh Soviedel, Kampion ar bed.
- 2003 : Walter Sisulu, stourmer a-enep an apartheid.
- 2021 : Robèrt Martí, skrivagner okitanek.
Lidoù
kemmañDeiziadur henroman
kemmañDeiziadur kristen
kemmañ- Pi V, pab ha kofesour
- Roma : Silvanus, merzher; Crescentiana, merzherez
- Leocate, e Sikilia : Angelus, beleg ha merzher
- Aleksandria : Euthymius, diagon
- Thessaloniki : Irena, Pregrinus, merzherien
- Jeruzalem : Maximus, eskob, merzheriet dindan an impalaer Galer
- Edessa, e Siria : Eulogius, eskob ha kofesour
- Arle, e Gallia : Hilarius, eskob
- Vienne, e Gallia : Nicetus, eskob
- Bononia (Bologna), en Italia : Theodor, eskob
- Mediolanum (Milano), en Italia : Geruntius, eskob; Santez Judit, merzherez
Deiziadurioù broadel hag etrebroadel
kemmañ- Devezh Kuzul Europa
- Deiz etrebroadel ar portugaleg.
- Deiz broadel
- Izelvroioù ha Danmark : devezh an dieubidigezh (1945),
- Cinco de Mayo e Mec'hiko.