15 Mae
deiziad
Darvoudoù
kemmañ- 1525 : dibenn Brezel ar gouerien en Alamagn.
- 1768 : Korsika gwerzhet da Vro-C’hall gant Genova.
- 1776 : hervez un devredad e vefe ret kas ar beredoù e-maez ar c'hêrioù.
- 1918 : dibenn Brezel diabarzh Finland.
- 1928 : tresadenn-vev gentañ gant Mickey Mouse.
- 1940 : krouidigezh ar preti McDonald's kentañ e Kalifornia.
- 1946 : embannet eo gant ar gouarnamant italian statud emrenerezh Sikilia.
- 1948 : taget eo Israel gant ar Stadoù arab amezek (Ejipt, Jordania, Siria, Irak hag Arabia Saoudat).
- 1974 : deroù un harz-labour gant an Unanourien e Hanternoz Iwerzhon evit sevel a-enep ur gouarnamant ma oa "rannet ar galloud", diwar emglev, etre broadelourien hag unanourien.
- 1988 : kregiñ a ra soudarded Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel da guitaat Afghanistan, goude eizh vloaz a vrezel eno.
- 2012 : kadoridigezh François Hollande da Brezidant ar Republik C'hall e Palez an Elysée.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1567 : Claudio Monteverdi, sonaozer italian.
- 1633 : Sébastien Le Prestre de Vauban, anavezet dindan an anv Vauban, jeneral gall ha savour kreñvlec’hioù.
- 1859 : Pierre Curie, fizikour gall, tapet Priz Nobel ar Fizik gantañ.
- 1891 : Mic'hail Boulgakov, mezeg ha skrivagner rusian.
- 1898 : Arletty, aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1909 : James Mason, aktour breizhveuriat.
- 1916 : Vincenzo Castaldi, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1960 : Philip Short, mestrc'hoarier echedoù iwerzhonat.
- 1967 : Simen Agdestein, c'hoarier melldroad a-vicher ha mestrc'hoarier echedoù norvegian.
Marvioù
kemmañ- 392 : Valentinian II, impalaer roman.
- 884 : Marinus Iañ, pab.
- 1470 : Karl VIII, roue Sveden.
- 1740 : Ephraim Chambers, saver an holloueziadur saoznek kentañ.
- 1847 : Daniel O'Connell pe Dónall Ó Conaill, stourmer evit gwirioù Katoliged Iwerzhon.
- 1886 : Emily Dickinson, barzhez saoznek eus ar Stadoù Unanet.
- 1967 : Edward Hopper, livour stadunanat.
- 2014 : Jean-Luc Dehaene, politiker belgiat, Kentañ Ministr Belgia.
Lidoù
kemmañDeiziadur henroman
kemmañ- Idibus Maiis / Feriae Jovis = Ides Mae / Gouel Yaou. Deiz-ha-bloaz dedi templ Merc'her. Gouel ar varc'hadourien.
Deiziadur kristen
kemmañe Breizh
kemmañ- Privael
Deiziadurioù broadel hag etrevroadel
kemmañ- Paraguay : Devezh an dizalc’hiezh.
- Devezh etrebroadel ar familhoù.