Iwerzhon
Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg) eo an trede enezenn vrasañ en Europa. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel. Republik Iwerzhon (ez ofisiel, Éire pe Ireland), a zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread (Su, Reter, Kornôg, Gwalarn) hag ar peurrest, er Biz a zo gant Norzhiwerzhon, dindan Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon.

Ar pennad-mañ a denn da enez Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg). Diwar-benn ar riez Iwerzhon pe Éire hec'h anv, sellet ouzh Republik Iwerzhon.
Poblañs an enezenn a-bezh a sav da war-dro 7 milion a dud : 5,1 milion e Republik Iwerzhon (1,9 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,9 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).
Douaroniezh Aozañ
Ur blaenenn greiz gant aradennadoù menezioù bihan tro-war-dro eo enez Iwerzhon. Ar gern uhelañ, ar C'harrauntuohill (Iwerzhoneg: Corrán Tuathail), a sav betek 1041 m. Ar stêr Shannon, an hini hirañ (259 km), a red e-kreiz ar blaenenn hag he zraoñienn a droc'h ar vro e div lodenn. Gant an hinad gleb ha klouar e kresk war an enezenn a-bezh ur struzh glas (pradoù, geunioù ha lanneier peurvuiañ) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Setu perak e vez graet eus Iwerzhon an Enez c'hlas pe an Enezenn glaz-emrodenn. Gorread an enezenn a zo 84 079 km².
Rannet eo Iwerzhon e peder froviñs istorel: Connachta, Laighin, Mumhan hag Ulaid. En iwerzhoneg e reer anv eus ar Cúige ( = pempvet). Gwechall e oa ur pempvet Cúige anvet Mí, homañ a endalc'he kontelezhioù Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouiñ 32 gontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulaid a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet, cheñchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922. E Republik Iwerzhon e vez doujet da harzoù kozh ar c'hontelezhioù, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet. Evit ar votadegoù, ar pastelloù-bro a vez savet diwar kontelezhioù rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzoù dre-vras evel ma vez roet urzh gant ar Vonreizh. An 32 gontelezh a chom takadoù identelezh evit ar sportoù hag ar sevenadur lec'hel.
An darn vrasañ eus an douaroù a c'heller tennañ gounid diouto a zo e kontelezhioù ar c'hornôg. Aze emañ ivez ar menezioù brasañ ha kaerañ a sach meur a dourist evit bourrañ ouzh gweledvaoù plijus hag ar mor glas diharz.
Istor Aozañ
- Pennad dre ar munud : Istor Iwerzhon.
Tud brudet Aozañ
- Skrivagnerien:
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia