Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Meurastumm.pngUr ger all a zo evit ar c'heun, ar wern, sell ivez ouzh gwern (disheñvelout)

Un ec'honenn douaroù ma'z eus doureier warni e-kreiz ur struzh dourglasker eo ar c'heun. Kavet e vez geunioù e lec'hioù izelañ pa ne c'hell ket dour an dourredennoù redek fonnus. El lodenn vrasañ eus an takad gleborek-se e vez un niver bras a vevien o vevañ; darn anezho a zo boued evit al loened a zo preizherien dezho. En dour e weler amprevaned bihan ha bras, buzhug, pesked, bezhin, tammoù plant kouezhet. Kement-se a ra un endro binvidik hag a ro bod da loened neuñv, nij pe red. E Kerne-Uhel e kaver ar stumm rannyezhel "yeun", ha gun (ar C'hun) en Eusa.

Ar geun da stumm douarelAozañ

Ar geunioù brasañ er bedAozañ

AfrikaAozañ

AziaAozañ

NorzhamerikaAozañ

  • Lenn Caddo, Stadoù-Unanet
  • Great Black Swamp, Stadoù-Unanet
  • Geun ar Great Dismal, Stadoù-Unanet
  • Geun Okefenokee, Georgia, Stadoù-Unanet
  • Lenn Reelfoot, SUA
  • Big Cypress National Preserve, Florida, Stadoù-Unanet
  • Limberlost, Indiana, Stadoù-Unanet
  • Geun an Honey Island Swamp, Louiziana, Stadoù-Unanet

EuropaAozañ

SuamerikaAozañ

Ar geunioù hag ar c'hredennoùAozañ

E meur a sevenadur gozh e veze kredet e oa ar geunioù al lec'h ma veze un tremen etre gorre an douar hag ar bed a-zindan. En Henamzer e oa ur brofedez, ar Sibilla, a zibune he c'homzoù kevrinus e-kreiz geun Cumae, tost da Naplez e kreiz Italia.
Krediñ a rae ar Gelted kozh e oa dor an ifern e kreiz ar geunioù ma'z eus kalz anezho en o broioù gleborek. Anatol ar Braz en deus kontet div wech penaos e veze fiziet da veleien 'zo kas ar chas gant speredoù an diaoul enno da c'heun an Elez (Ar Yeun Elez). Sellet ouzh "Mojenn ar Marv hervez ar Brezhoned Arvorig".

Ar geunioù el lennegezhAozañ

Gwelout ivezAozañ