Eusa
kumun Penn-ar-Bed
Eusa | ||
---|---|---|
![]() Eusa gwelet gant al loarell SPOT. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ouessant | |
Bro istorel | Bro Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Eusa (betek 2015) Lokournan (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29155 | |
Kod post | 29242 | |
Maer Amzer gefridi | Denis Palluel 2008-2020 | |
Lec'hienn web | http://www.ouessant.org | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 832 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 53 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ 0 m — brasañ 61 m | |
Gorread | 15,58 km² | |
kemmañ ![]() |
Eusa, pe Enez-Eusa, a zo un enezenn hag ivez ur gumun, e Bro-Leon, e gwalarn Breizh, e departamant Penn-ar-Bed. An enezourien a vez graet Eusaiz anezho, pe Isañviz, ha Maoutiged eo o lesanv. Lambaol eo ar vourc'h hag an tolpadur-tud brasañ.
DouaroniezhAozañ
Eusa a zo un enezenn eus Breizh, er-maez da aodoù kornôg Bro-Leon. An douar pellañ eus Breizh war-du ar c’hornaoueg eo.
AnvAozañ
Eusa a zo un anv-lec'h deveret eus ar galianeg Uxisama, "an Uhelañ" en brezhoneg. Anvet eo Ouessant e galleg, hag Ushant e saozneg. War ar c'hartennoù kozh e kaver Heißant e nederlandeg.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar BrezhonegAozañ
- D'an 23 a viz Gouere 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
ArdamezioùAozañ
«palefarzhet: ouzh 1 ha 4, en aour e dreustell en sabel; ouzh 2 ha 3, en gul.»
|
IstorAozañ
HenamzerAozañ
- Meneget e voe Enez-Eusa gant Eratostene (douaroniour gresian) en trede kantved a-raok Jezuz-Krist.
- Darempredet e veze gant an drouized en amzer ar Gelted kozh.
VIvet kantvedAozañ
- Gweladennet e voe Eusa gant Paol Aorelian.
XIVvet kantvedAozañ
- Gwastet e voe gant ar Saozon.
XVIIIvet kantvedAozañ
- Adstaget e voe ouzh rouantelezh Frañs.
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Yves Laot, ha gant Jean-Marie Trebaol, kure[3].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 82 waz eus ar gumun, d.le. 2,78% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].
Eil Brezel-bedAozañ
- Nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad: d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet T2332 ha kodet PZ-O eus ar 53th Squadron er mor nepell eus Eusa; lazhet e voe he zri nijour, unan anezhe a voe douaret e bered kumun Gwidel hag unan all e Perroz-Gireg, ne voe ket kavet korf an trede hini; d'ar 5 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet VN-? eus ar 50 Squadron er mor nepell eus Eusa; lazhet e voe he fevar nijour, ne voe kavet korf ebet; d'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Spitfire I marilhet P9396 ha kodet LY-? eus ar 1st Photographic Reconnaissance Unit Squadron er mor en norzh da Eusa; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf; d'ar 4 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Whitley V marilhet P5050 ha kodet YG-M er mor nepell eus Keranchas; he c'hwec'h nijour a voe tapet d'an Alamaned[5].
- Nijerezioù aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) aet d'ar strad: d'ar 18 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet Floozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) er mor etre Eusa ha Beg Lokmazhe gant dek den en e vourzh; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an dekvet hini[6]; d'ar 6 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Short Snorter" ha marilhet 41-23997, 1st Squadron, 480th Antisubmarine Group) e donvor Eusa gant eizh den en e vourzh; ne voe ket adkavet ar c'horfoù; d'ar 16 a viz Ebrel 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Missouri Sue", marilhet 41-24122 ha kodet YM-?) e donvor Eusa gant dek milour en e vourzh; ne voe adkavet korf ebet[7]; d'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-25-BO (anvet "Vertigo", marilhet 41-24547 ha kodet OR-T, 8vet Air Force, 91vet Bomb Group, 323vet Squadron, diazezet e Bassingbourn) er mor er Banc du Four nepell diouzh Eusa gant dek milour en e vourzh; o tistreiñ eus ur vombezadeg e Sant-Nazer edo an nijerez pa voe taget gant nijerezioù alaman Focke-Wulf 190[8]; tapet e voe pemp nijour gant an Alamaned, mervel a reas ar re all, met ne voe kavet o c'horfoù[9].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz Lambaol 19vet: delwennoù 17vet/18vet
- Chapelioù Sant-Gweltaz ha Kêrber
- Chapel Sant-Gwenole, kouezhet en he foull
- Kroazioù niverus
- Ekomirdi Niou-Uhelañ, mirdi teknikoù ha hengounioù Eusa ;
- Aodoù roc'hellek gant porzhioù bihan (Porzh Arlann, Porzh an Ejen, Porzh Lambaol, Porzh ar Stif, Porzh Yuzin)
- Tour-tan ar C'hreac'h 19vet
- Tour-tan ar Stif
- Tour-tan Kereon
- Tour-tan ar Gazeg Kozh
- Milin adsavet
- mogerioù mein anvet "ar gwaskedoù"
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[10],[11].
- Bezioù ar C'hommonwealth e bered Lambaol
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Kanada | 1 (Aluzenner) |
Rouantelezh-Unanet | 1 (Marin a-genwerzh) |
Dianv | 5 |
Hollad | 7 |
An aluzenner kanadian a varvas e-pad ar Brezel-bed kentañ[12] .
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Bloavezhioù an dilennadeg | anv |
---|---|
1995 - | Denis Palluel |
1989 - 1995 | Michelle Malgorn |
1983 - 1989 | Paul Vaillant |
1965 - 1983 | Marcel Ticos |
1951 - 1965 | François Lucas |
1945 - 1951 | Jeanne Berthelé |
1944 - 1945 | Alphonse Jacob |
1944 | Jean Masson |
1940 - 1944 | Jean-Marie Creac’h |
1935 - 1940 | Jean-Louis Le-Breton |
1927 - 1935 | Paul Stéphan |
1919 - 1927 | Paul Cain |
1914 - 1919 | Hippolyte Malgorn |
1884 - 1914 | Jean-Marie Malgorn |
1878 - 1884 | Jean-Louis Stéphan |
1866 - 1878 | Adolphe Belain La Motte |
1865 - 1866 | Louis-Marie Malgorn |
1849 - 1865 | Joseph-Marie Le Louet |
1792 | Auguste Bruno de la Salle |
1790 - 1792 | Michel Bon |
TaolennoùAozañ
- Livadennoù gant Henry Moret.
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- Michel Jaouen (1920), beleg
Tud interet enoAozañ
- Jean-Yves Cozan (1939-2015), politikour, kuzulier kanton etre 1978 ha 2015.
GevelliñAozañ
TartanAozañ
Abaoe 2010 he deus Enez Eusa deus un tartan: [1].
LevrlennadurAozañ
- Patrig Gouedig, Enez-Eusa: Envoriou Tud Eusa, Embannadurioù Brud Nevez, 1984, 279 p.
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Société Archéologie Maritime du Morbihan
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Bretania
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |