Tour-tan

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un tour-tan a zo ur sistem arouezadur war ar mor staliet en un tour gant ur benveg goulaouiñ ouzh krec'h. Peurvuiañ e vez savet an tourioù-tan war an aodoù evit ma c'hellfe ar bigi hag al listri gouzout e pelec'h emañ an dañjer: (kerreg, bazinier) pe e pelec'h emañ ar porzhioù.
Hiziv an deiz e vez implijet nebeutoc'h-nebeutañ an tourioù-tan gant al listri modern, pa implijont sistemoù lec'hiadur nevez dre skingomz, dre sonar ha dre loarelloù. N'eus ket muioc'h eget 1 500 tour-tan o vont en-dro er bed ken.

An tourioù-tan kentañ Aozañ

En Henamzer, war a greder, e oa bet staliet an tourioù-tan kentañ evit bastañ da ezhommoù ar verdeadurezh c'hresian ha goude d'an hini roman pa oa war-gresk er Mor Kreizdouar. Evit diskouez lec'hiad an aodoù hag ar porzhioù e oant staliet. Gant tan e veze graet ar gouloù, diwar eoul peurliesañ.
An tour-tan brudetañ en Henamzer a oa an hini savet war enez Pharos (gwelet anv gallek an tour-tan : phare) e perzhier porzh Aleksandria en Egipt. Adkavet 'z eus bet e dibenn an XXvet kantved ul lodenn eus e vein-ben kouezhet er mor goude ur c'hren-douar c'hoarvezet kantvedoù 'zo.
-
Maketenn tour-tan Pharos Alexandria
-
Tour-tan Alexandria war pezhioù moneiz henamzer
-
Tour-tan roman Dover, e bro Gent, e Bro-Saoz (daou a oa, unan a bep tu da c'henoù ar stêr; ne chom nemet unan)
-
An Tour d'Odre (tour-tan roman) Bononia (Boulogne-sur-Mer), gevellet gant re Dover. Kouezhet en e boull e-kerzh an XVIIvet kantved.
Baradoz, purgator, ifern Aozañ
En hengoun ar warded ez eus tri seurt tour-tan:
- baradoz, savet en douar (skouer: hini Brignogan)
- purgator, savet en un enezenn (skouer: hini Enez Werc'h)
- ifern, savet war ur c’harreg er mor (skouer: Ar Maen)[1].
Tourioù-tan Breizh, eus Menez-Mikael da bae Bourc'hnevez-Raez Aozañ
-
Enez-Vriad; tour-tan ar Paun
-
Ploumanac'h, Perroz-Gireg
-
E yezhoù all Aozañ
E kembraeg eo goleudy hag e kerneveureg golowji, diwar skouer ar saozneg lighthouse, da lavaret eo "goulaoudi"; er yezhoù gouezelek eo "ti-gouloù" gant teach solais en iwerzhoneg, thie soilshee pe thie sollyshe e manaveg, ha tigh soluis pe taigh-solais e skoseg.
Tourioù-tan en ardamezioù Aozañ
-
Augustin David, eskob Sant-Brieg ha Landreger
Levrlennadur Aozañ
- Daniel Collet, Phares du Ponant, Skol Vreizh niv. 26, 1992
Liammoù diavaez Aozañ
Daveoù Aozañ
- ↑ Gardien de phare. Après l'enfer, son purgatoire. Le Télégramme (Gouere 2007).