Seizh Marzh an Henved
Seizh marzh ar bed e oa ar monumantoù heverkañ a veze gwelet en Henamzer. Abred-kenañ e oa savet rolloù eus ar marzhoù a veze implijet gant ar veajerien. Lakaet int bet war gont Herodotos, Diodoros Sikilia, Antipater Sidon, Strabon ha Filon Bizantion.
An istorour Herodotos (484 kent J.-K., 425), al lenneg Kallimakos Kirene (305 kent J.-K., 240) e mirdi Aleksandria, o dije savet rolloù eus ar "Seizh Marzh" abred-kenañ met kollet eo o skridoù ha ne chom ken menegoù anezhe.
Al levrig anvet War sujed Seizh Marzh ar Bed (Περὶ τῶν Ἑπτὰ Θεαμάτων) lakaet war gont Filon Bizantion, a veve e diwezh an IIIde kantved kent J.-K, a oa skrivet er Vvet pe er VIvet goude J.-K. kantved moarvat, daoust ma skriv an aozer evel ma vije Keurzelwenn Rodos en he sav c'hoazh. Adembannet eo bet en embannadur Aelian gant R. Hercher (Teubner, 1858).
Stumm koshañ ar roll zo en hon c'herz a oa kendastumet gant Antipater Sidon, a zeskrivas anezhe en ur varzhoneg war-dro 140 kent J.-K. :
Roll ar Seizh Marzh
kemmañ- Piramidenn vras Gizah (Egipt) (ar « marzh » nemetañ zo chomet en e blom)
- Liorzhoù a-istribilh Babilon ;
- Delwenn aour-hag-olifant Zeus olympat en Olimpia ;
- Templ Artemis Efezos ;
- Mozoleon Halikarnassos ;
- Keurzelwenn Rodos, en Enez Rodos ;
- Tour-tan Aleksandria.
Savadur | deiziad | Lec'h | Saver | Deiziad distruj | Abeg | Pal ar savadur |
---|---|---|---|---|---|---|
Piramidenn C'houfou | -2550 | Gizah | Egiptiz | Ar marzh nemetañ zo chomet en e sav hiziv | Savet e oa evit beziañ ar faraon C'houfou | |
Liorzhoù a-istribilh Babilon | -600 | Babilon | Babiloniz | Goude ar Iañ kantved kent J.-K. | Diasur | Savet e oant evit mouez Nabukodonosor |
Delwenn aour-hag-olifant Zeus olimpat | -435 | Olimpia | Gresianed | VIvet kantved | Tangwall | Savet e oa en enor da Zeus evel ar c'hoarioù olimpek |
Templ Artemis | -550 | Efezos | Lidiz, Gresianed, Persed | -370 | Tangwall | Savet en enor d'an doueez Artemis |
Mozoleon Halikarnassos | -351 | Halikarnassos | Kariaiz, Persed, Gresianed | 1494 | Kren-douar | Savet e oa da veziañ Satrap Caria, Mausolus |
Keurzelwenn Rodos | etre -292 ha -280 | Rodos | Gres hellenadek | -224 | Kren-douar | Savet e oa e koun trec'h Rodosiz war Demetrios Iañ Poliorketes (-304). |
Tour-tan Aleksandria | IIIde kantved kent J.-K. | Aleksandria | Egipt hellenadek | 1303-1480 | Kren-douar | Diskouez a rae hent porzh Aleksandria a-raok e zistruj en XIIvet kantved |
Levrlennadur
kemmañ- D'Epiro, Peter, ha Mary Desmond Pinkowish, "What Are the Seven Wonders of the World? and 100 Other Great Cultural Lists". Anchor. 1998. ISBN 0-385-49062-3
Liammoù diavaez
kemmañ- The Seven Wonders of the Ancient World — gant ur c'helenner ijinouriezh sivil e skol-veur amerikan Dubai
- Skeudennoù eus lec'h Seizh Marzh ar bed
- Video diwar Seizh Marzh ar bed, ur weladenn amwir dre loarell gant Google Earth
- Parkin, Tim, Researching Ancient Wonders: A Research Guide, skol-veur Canterbury, Zeland-Nevez. - un dastumad levrioù ha dafar war ar Gwiad.
- Google Maps 7 Ancient Wonders of the World
- "Eternal wonder of humanity's first great achievements", gant Jonathan Glancey e The Guardian, miz Meurzh 2007
- Heuliad Seizh Marzh ar bed evit ul laz-seniñ A symphonic suite inspired by the seven ancient monuments gant an aozer Stuart Mitchell - The Prague Symphony Orchestra