Kronologiezh Henc'hres
Evel-se e ranner 10 kantved Istor Henc'hres :
Marevezh mikenean
kemmañEus 1600 betek 1100 kent J.K. emañ ar sevenadur mikenean en e bleuñv
Marevezh teñval
kemmañEus 1000 betek 800 kent J.K. emañ an amzerioù teñval
Kregiñ a ra ar prantad gant diwezh ar sevenadur mikenean hag an "aloubadegoù dorian", a-hervez, en XIvet kantved ha mont a ra betek krouidigezh ar c'hentañ keodedoù-stad c'hresian en IXvet kantved kent J.K. savidigezh barzhonegoù Homeros hag ar c'hentañ testennoù skrivet gant al lizherenneg c'hresian en VIIIvet kantved kent J.K..
War ar priajoù e weler tresoù mentoniel (linennoù, karrezioù, kelc'hioù)
Marevezh arkaek
kemmañEus 800 betek 500 kent J.K. emañ an amzer kozh
Delwennoù o mousc'hoarziñ ha gant un emzalc'h sonn a zo merk ar gizellerien gresian kozh.
VIIIvet kantved
kemmañ- -776 Deiziad hengounel ar c’hentañ C'hoarioù Olimpek eus an istor.
- 757 Kregiñ a ra kentañ brezel Messenia. Diazezet eo an istimadenn-se diwar-benn ar roll rouaned eus Sparta bet savet gant Diodoros Sikilia ha danevell ar brezel graet gant Paosanias)
- 757 Karg an Arc’honted a dremen eus ar vuhez-pad da zek vloaz en Aten. Izili eus an tiegezhioù pennañ a vez dilennet d’ar magistradur-se. C’harops eo an hini kentañ (deiziad jedet hervez Paosanias).
- 725 Brezel Lelantat etre Kalkis hag Eretria. Kevredet eo kalz keodedoù gresian gant an eil pe egile.
- 719 Muntret eo Polidoros, Roue Sparta, gant Polimarc’hus.
- 716 Echuiñ a ra ren an Heraklided war Lidia goude drouklazh Kandaoles, gant Giges.
VIIvet kantved
kemmañ- 687 Dont a ra magistradur an Arc’honted da vezañ bloaziek en Aten. Forzh peseurt keodedad atenat a c’hall bezañ dilennet d’ar magistradur-se. Kreon eo ar c’hentañ arc’hont bloaziek dilennet.
- 685 Deroù an eil Brezel Messenia
- 665 Diwezh eil brezel Messenia
- 621 Drakon, lezenner atenat a sav ur c'hod lezennoù strizh-kenañ a gastiz hogoz pep torfed dre ar marv
VIvet kantved
kemmañ- 594 Solon, a zeu da vezañ Arc’hont en Aten, kemer a ra Salamis digant Megariz, diazezañ a ra an dimokratiezh, gouarnamant ar re binvidikañ. Adreizhañ a ra ar vonreizh,
- 569 kent J.K. Ganedigezh Pythagoras.
- 565 Peisistratos, jeneral atenian, a sav Diakrioi, bagadoù tud paour
- 546 kent J.K. Pythagoras a ziazez ar skiant hag ar brederouriezh.
- 527 mervel a ra Peisistratos hag e vibien Hippias hag Hipparc'hos a gemer e lec'h evel tiranted Aten
- 525 Darius Veur, mab-kaer Kirus Veur a aloub Bro-Egipt
Marevezh klasel
kemmañGwellaet eo bet barregezhioù an arzourien koulz en delwennouriezh hag er savouriezh ken eo bet gwelet ar stil klasel henc'hresian evel ment ar c'hened gant ar remziadoù europat o heul betek hiziv.
Fin ar VIvet kantved
kemmañ- 510 kent J.K. Pythagoras a sav e skol dezhañ e-unan.
- 507 Kleistenes, adreizher gresian, a gemer ar galloud, diazezañ a ra an demokratiezh en Aten
- 500 kent J.K. Mervel a ra Pythagoras e Samos.
V kantved
kemmañ- 490 Temistokles ha Miltiades, a drec’h Darius en Maraton, Feidippides a red betek Aten evit degas keloù eus an trec’h
- 484 Aesc'hulos, saver trajediennoù atenat, a c’honez ar c’hentañ priz
- 480 Leonidas, roue Sparta, ha 300 Spartad a varv en Emgann an Termopiloù evit reiñ amzer da arme ar C’hresianed kevredet d’en em brientiñ a-enep arme ar Bersed, renet gant an impalaer Kserses, a glask aloubiñ Bro-C'hres
- 480 En em gannañ a ra Persed ha Gresianed war vor en Emgann Artemisium
- 480 Emgann Salamis – Touellet gant Temistokles, ez eo trec’het morlu ar Bersed gant ar C’hresianed e bae Salamis, Kserses a zistro d’e vro met lezel a ra un arme renet gant Mardonios
- 479 Paosanias, jeneral gresian a faezh Mardonios en Emgann Plataea
- 479 Emgann Mikales a zieub an trevadennoù gresian en Azia-Vihanañ. Da-heul Emgann Salamis e sav Aten Kevre Delos, ur c’hevredad keodedoù eus an Enezvor. Bodet evit en em zifenn a-enep Persia. Sparta a sav Kevre ar Peloponnesos
- 476-462 Kimon zo dilennet jeneral bep bloaz. Trec’hiñ a ra Persia ha kreñvaat beli Aten war Kevre Delos
- 468 Sofokles, saver trajediennoù gresian a drec’h Aesc’hulos en Aten
- 461 Kimon zo ostrakizet
- 457 Perikles, politikour atenat bet diskibl Anaksagoras, a zeu e penn Aten. Kregiñ a ra oadvezh aour Aten
- 456 Marv Aesc'hulos
- 449 Herodotos, istorian gresian, a skriv istor ar brezelioù o deus enebet Persed ha Gresianed etre 490 ha 479
- 448 Iktinus ha Kallikrates, tisavourien c’hresian a sav en-dro Akropolis Aten dismantret e-pad ar brezelioù medek
- 440 Herakleitos, prederour gresian, a zisklêr e kemm pep tra
- 435 Fidias, kizeller gresian, a sav delwenn Yaou en Elis. Unan eus Seizh Marzh ar Bed
- 432 Diwezh an oadvezh aour en Aten, kregiñ a ra Brezelioù ar Peloponnesos, Aten, renet gant Perikles a laka seziz war Potidaia (Emgann Potidaia), Korkira a zisklêr ar brezel da Gorintos (Emgann Sibota)
- 431 Sparta renet gant Arkidamos II a ziviz distrujañ Aten. Kregiñ a ra Brezelioù ar Peloponnesos
- 431 Hervez Empedokles, mezeg gresian, ez eus pevar imor er c’horf
- 430 Hervez Leukippus, prederour gresian, kement darvoud naturel en deus un abeg naturel. Kregiñ a ra ar vosenn en Aten.
- 429 Formio, amiral Atenat, a c’honez Emgann Kalkis
- 429 Mervel a ra Perikles diwar ar vosenn, anezhi an tifuz pe ar vosenn werblus
- 429 Hervez Hippokrates, mezeg gresian, o deus ar c’hleñvedoù abegoù naturel
- 427 Mervel a ra Arkidamos II, Alkidas, amiral spartat zo kaset da sikour Lesbos, preizhañ a ra Ionia ha tec’hout.
- 427 Aristofanes, saver komediennoù a c’honez ar priz kentañ en Aten
- 426 Demostenes, jeneral atenat, ha Kleon, demagogour atenat, a ro startijenn en-dro da armeoù aten
- 424 Pagondas Tebai a drec'h arme Aten en Emgann Delium, Brasidas ur jeneral eus Sparta zo trec'h ivez, Kleon a laka kas Toukidides en harlu evit ugent vloaz
- 423 Treverz Lakes zo sañset herzel lañs Brasidas met ne ra ket, Nikias e penn arme Aten a gemer Mende en-dro
- 422 Kleon ha Brasidas zo lazhet en Emgann Amfipolis
- 421 Peoc’h Nikias a laka ar brezel da baouez, met Alkibiades, niz Perikles, a sav kevredadoù a-enep Sparta
- 418 Emgann Mantinea, ar brasañ emgann war zouar eus ar brezel, a ro an trec’h da Sparta a-enep Argos
- 416 Alkibiades a zeu d’ar galloud en-dro
- 415 Mac’hagnañ a reer delwennoù Hermes en Aten, Alkibiades zo tamallet, met mont a ra kuit kent ar prosez abalamour da ren Ergerzhadenn Sikilia, kondaonet eo d’ar marv « in absentia », tec’hout a ra da Sparta
- 413 Nikias ha Demostenes zo lazhet e Sirakuza
- 412 Alkibiades zo argaset eus Sparta, iriennañ a ra evit distreiñ da Aten
- 411 Diskaret eo an demokratiezh en Aten gant oligarkiezh Antifon, Peisander, and Frinikoss, met Teramenes a ziazez Bonreizh ar 5000, morlu atenat a c’halv Alkibiades en-dro
- 410 Goude un nebeud trec’hoù e laka Kleofon, un demagogour atenat, argas kinnigoù peoc’h graet gant Sparta
- 409 Bizantion adkemeret gant Alkibiades evit Aten
- 408 Alkibiades a zistro da Aten, Lisandros a sav ur morlu evit Sparta en Efezos
- 406 Kallikratides, rener morlu Sparta, a goll Emgann an Arginusae, Sparta a ginnig ar peoc’h zo nac’het dindan levezon Kleofon
- 405 Lisandros a zistruj morlu Aten, Pausanias, roue Sparta, a laka seziz war Aten, Kleofon zo lazhet, Korintos ha Tebai a c’houlenn ma vo distrujet Aten
- 404 Kodianañ a ra Aten, marc’hata a ra Teramenes an emglev hag a zeu a-benn da enebiñ ouzh mennad Korintos ha Tebai. Lazhet eo Teramenes hag Alkibiades
- 401 Toukidides, istorian gresian, a zanevell an oadvezh aour ha brezelioù ar Peloponnesos (Istor brezelioù ar Peloponnesos)
IV kantved
kemmañ- 387 Peoc’h Antalkidas etre ar C’hresianed hag ar Bersed
- 347 marv Platon, prederour gresian ha saver an Akademiezh
Marevezh hellenadek
kemmañEus 323 betek 146 emañ ar marevezh hellenadek
Ar marevezh hellenadek a vez graet eus ar mare a zeu goude marv Aleksandr Veur betek aloubadenn ar broioù gresian gant ar Romaned.
Er marevezh hellenadek e kreskas takad ar sevenadur henc'hresian betek Egipt ha Vaktria (Afghanistan ha Pakistan hiziv).