Aesc'hulos (henc'hresianeg : Αἰσχύλος Aiskhúlos), a oa bet ganet en Eleusis en 526 kent J.K. ha marvet e Gela (Sikilia) e 456 kent J.K., a zo ur saver trajediennoù eus Henc'hres, ar c'hoshañ hini a zo deuet e oberenn betek ennomp.

Aesc'hulos, delwenn varmor eus Mirdi ar C'hapitolum, Roma

Ganet e oa Aesc'hulos en Eleusis en Attika, e lec'h ma veze lidet misterioù Eleusis, en un tiegezh brientinien. Gwelet a reas en e yaouankiz diwezh tirantelezh ar Beisistratided en Aten hag ar brezelioù medek. Kemer a reas perzh evel se en emgann Marathon (490) hag e hini Salamis e 480. Santout a reer levezon e anaoudegezh eus an emgannoù e lod eus e oberennoù evel Ar Bersed pe Ar Seizh enep Tebai. Kement-se avat n'eo ket disheñvel diouzh an holl geodedourien atenat a oa da gemer perzh er brezelioù paot a veze. Eñ e-unan, e-touez barzhed vras ar marevezh klasel, en deus bevet diorrodigezh demokratiezh Aten. Kavout a reer evel se er pezh-c'hoari anvet An aspederezed ar c'hentañ meneg a vefe deut betek ennomp eus ur « Galloud eus ar bobl ».

En ur pezh-c'hoari all, an Eumenidezed, e tanevell Aesc'hulos krouidigezh an Areiopagos, lez-varn karget da varn ar muntroù, ar pezh a seblant bezañ un doare da harpañ adreizhadenn Efialtes, e 462, a lakae galloudoù politikel an Areiopagos da dremen da Guzul ar Pemp-Kant). Prosezet e voe outañ d'ur mare bennak, a-hervez, abalamour m'en dije diskuliet sekredoù misterioù Eleusis, met dont a reas a-benn da vezañ gwennet. Goude savidigezh an Orestiezh, ez eas da Sirakuza, pedet gant an tiran Hieron. Lakaat a reas c'hoari eno ar Bersed hag e skrivas an Etnaed en enor d'ar geoded en doa digemeret anezhañ. Degas a ra en trajediennoù kemmoù zo vont da gemm o doare penn-da-benn. Da gentañ e oa un doare gwerz, ma veze danevellet pe drevezet dre jestroù kurioù un haroz bennak gant un aktour hepken. Daou aktour a vez lakaet gant Aesc'hulos war al leurenn, ar pezh a ro tu da zisplegañ an drama e-unan en un doare kempleshoc'h. Diwezhatoc'h ez eas da-heul Sofokles o lakaat tri aktour war un dro war al leurenn. Mervel a reas e Gela, e Sikilia, torret e benn, hervez ar vojenn, gant ur vaod a vije bet laosket da gouezhel war e benn moal gant ul labous preizh , en doa kredet e oa ur maen e oa.

Asantiñ a reas Magistrated Aten e vefe c'hoariet e bezhioù-c'hoari goude e varv, ar pezh a oa un enor dibaot.

Oberenn

kemmañ
 
Aisc'hulou Tragōdiai epta/Aeschyli Tragoediae septem, 1552

Aesc'hulos en deus skrivet 73 pezh-c'hoari (pe 90, hervez mammennoù all) hag e 484 en doa gounezet e briz kentañ evit trajediennoù savet gantañ. Gounit a reas ar prizioù en Aten 13 gwezh en e vuhez. En e yaouankiz e kenstrive a-enep Pratinas, Frinikos ha Koerilos Aten, hag ur wezh arru koshoc'h gant Sofokles a drec'has anezhañ e 468.

Peurliesañ e vez sellet outañ evel ouzh « krouer an drajedienn », hervez lavar G. Murray. Ar c'hemmoù en deus degaset o deus lakaet da ziwan an diviz hag un obererezh dramaek  :

  • O reiñ reolennoù resis d'an drajedienn
  • O tispartiañ ar c'hoariva diouzh barzhegezh al lazioù-kanañ ;
  • O tegas an divizoù hag an oberoù war al leurenn ;
  • O tegas un eil aktour war al leurenn ;
  • O tegas nevezadennoù er maskloù, en dilhad hag an doare da leurenniñ a eeunaas, ar pezh a zegase muioc'h a startijenn d'ar c'hoari.

Oberennoù anavezet

kemmañ

Seizh pezh-c'hoari hepken zo bet adkavet hag e ouzer e oa tennet 6 anezhe diouzh tetralogiezhioù o doa gounezet prizioù en Aten :

  • Ar Bersed (henc'hresianeg Πέρσαι, Pérsai), c'hoariet e 472 ;
  • Ar Seizh enep Tebai (henc'hresianeg Ἑπτὰ ἐπὶ Θήϐας, Heptà epì Thếbas), c'hoariet e 467 ;
  • An aspederezed (henc'hresianeg Ἱκέτιδες, Hikétides), c'hoariet e 463 moarvat ;
  • an Orestiezh, c'hoariet e 458, a ya d'e ober :
    • Agamemnon (henc'hresianeg Ἀγαμέμνων, Agamémnôn)
    • Ar Goefored (henc'hresianeg Χοηφόροι, Khoêphóroi)
    • An Eumenidezed (henc'hresianeg Εὐμενίδες, Eumenídes)
  • Prometheus ereet (henc'hresianeg Προμηθεὺς δεσμώτης, Promētheùs desmōtēs) daoust ma n'eur ket peursur e voe savet gantañ.


Oberennoù kollet

kemmañ

Ar pezhioù-se n'int ket ket adkavet, met e ouzer ez eus bet anezhe a-drugarez d'ar menegoù zo bet graet anezhe gant skrivagnerien all :

Miret ez eus bet ur bern arroudoù eus e oberennoù kollet. Bodet int bet gant Stefan Radt e trede levrenn Tragicorum Græcorum Fragmenta (Göttingen, 1984).

Levrlennadur

kemmañ
  • E 1928 ivez, e niverenn 15 Gwalarn, Jakez Riou a embann un danevell "Prometheus Ereet" (e koun Jorj Robin).
  • Paul Demont et Anne Lebeau, Introduction au théâtre grec antique, Livre de Poche, coll. « Références », Pariz, 1996.
  • Alain Moreau, Eschyle. La Violence et le Chaos, Les Belles Lettres, Pariz, 1985.
  • (en) Gilbert Murray, Æschylus, The Creator of Tragedy, Clarendon Press, Oxford, 1940.
  • Jacqueline de Romilly, La Crainte et l'Angoisse dans le théâtre d'Eschyle, Les Belles Lettres, Pariz, 1971.
  • Stefan Radt Tragicorum Græcorum Fragmenta III, Göttingen, 1984.

Traoù all

kemmañ

Anv un asteroidenn Eeo 2876 Aesc'hulos.

Notennoù

kemmañ