Startijenn
Startijenn e gouel 30 vloaz Diwan

Bro orin Breizh Breizh
Doare(où) Sonerezh Breizh, sonerez a-vremañ
Label(ioù) Coop Breizh
Lec'hienn ofisiel www.startijenn.com

Startijenn a zo bet krouet e miz Even 1997, diwar ur gejadenn etre skolajidi e skolaj Diwan Roparz Hemon er Releg-Kerhuon, e-kichen Brest.

Istor ar strollad kemmañ

A oad a 13 vloaz, holl sod-pitilh gant ar sonerezh, e tivizont krouiñ ur strollad festoù-noz hag e sonont evit ar wech kentañ e Lokorn. Ar pevar soner kentañ a oa Tangi Oillo (gitar), Youenn Roue ha Konogan An Habask gant o bombard, ha Tangi Ropars gant an akordeoñs kromatek. D'ar mare-se e krog ar strollad da luskañ muioc'h-mui a festoù-noz. E miz Mae e chom a sav Tangi Ropars gant ar jeu hag erlec'hiet e vez gant Tangi Le Gall-Carre, ur akordeoñs diatonek gantañ, ha Konogan An Habask 'n em lañs g'ar binoù-kozh war al leurenn. Adalek ar mare-mañ e tibrad ar strollad.

Deuet int da vezañ bremañ ur strollad mil anavezet e bed ar sonerezh e Breizh. Abaoe o c’hentañ pladenn en nevez-amzer 2006 n’o deus ket paouezet da foetañ ar festoù-noz e Breizh koulz hag e lec'h all. Perzhioù sonerezh ar pemp brezhoneger yaouank-mañ eo dres o startijenn, ur son a-stroll dibar ha sonaozadurioù a sent bepred ouzh o fal kentañ : lakaat an dud da zañsal. Ur son rock 'zo ganto hag un doare dezho o-unan da gizellañ o zonioù. Deuet eo ar strollad da vezañ unan eus arouezioù ur yaouankiz o vevañ en he sevenadur hag en hec'h amzer. E 2009 o deus resevet ur priz gant ar gevredigezh Produet e Breizh hag un eil gant Sonerezhioù ha Dañsoù e Penn-ar-Bed. Kemeret o deus perzh en abadenn Son da Zont d'ar sadorn 28 a viz Du 2009 war France 3.

Ar sonerien kemmañ

 
Tangi Le Gall-Carré

Kozh kemmañ

Pladennoù kemmañ

Live kemmañ

  • Startijenn - El Taqa (Paker Prod / Coop Breizh), 2013
  • Paker Tour (Paker Prod / Coop Breizh), 2016

Prizioù ha sonadegoù kemmañ

2009 kemmañ

  • Priz ar bladenn produet e Breizh - Sonerezh Breizh
  • Priz taol Musiques & danses en Finistère
  • Festival Trad it! - Groningen (Izelvroioù)
  • Zamek Celtic Festival - Bedzin (Polonia)
  • Gouelioù-meur Kerne - Kemper
  • L'Espace (Festival Yaouank) - Roazhon
  • Bombardes & Cie - Klegereg

2008 kemmañ

2007 kemmañ

2006 kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.