Binioù
Ar binioù (distaget [bi'niːu]), pe sac'h-binioù, pe pib-sac'h zo ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, a gaver e meur a vro, ha dezhañ meur a anv. Div duellenn zo da vihanañ, unan a c'hwezher aer dezhi en ur sac'h, hag unan all a soner an notennoù warni.
Un den a son binioù a zo ur biniaouer.
Gerdarzh
kemmañHervez Émile Ernault e teu ar ger brezhonek eus ur stumm benni, hag a zeu-eñ eus bann, korn[1]. Hervez Léon Fleuriot avat e teufe kentoc'h eus an henvrezhoneg bann, dasson, heson[2].
Hervez un displadur poblek e teufe ar ger brezhonek eus an droienn sac'h-binioù, dre ma seblant bezañ ur sac'h ma weler treid binvioù outañ.
Seurtoù binioù
kemmañ- binioù kozh
- binioù skos (pe binioù bras, pe pib-veur)
- gaita, en Asturies, e Galiza hag e ||Potugal]]
- mizwad
- pib-ilin
- tulum
Biniaouerien veur
kemmañBreizh
kemmañGaliza
kemmañSkeudennoù
kemmañN'eo ket ral ar viniaouerien e taolennoù al livourien flamank, evel Pieter Brueghel gozh.
El livadurioù
kemmañSkeudennoù renket hervez an istor.
-
Binioù an diaoul. Flemmskeudenn brotestant
-
Biniaouer, gant Pieter Brueghel gozh
-
Biniaouer, gant Pieter Brueghel gozh
-
Daou viniaouer, gant Hieronymus Bosch.
-
Ganidigezh Jezuz, gant Gaspar de Crayer. Ur biniaouer en diadreñv.
-
Ur biniaouer, gant Antoine Watteau, XVIIIvet kantved.
-
Talabarder ha biniaouer, gant Boris Grigoriev.
Dre vroioù ar bed
kemmañSkeudennoù renket hervez anvioù ar broioù en urzh al lizherenneg.
-
Biniaouer en Albania
-
Ar gaita de boto eo hini Aragon.
-
E Celanova e Galiza
-
Duda Hungaria
-
E Makedonia.
-
Kathryn Tickell o seniñ binioù Northumbria
-
Daou viniaouer e Pologn
-
Biniaouer serb.
-
Biniaouer skosat
-
Binioù doare Sveden.
-
Ur soner tulum (binioù) eus Turki
-
Hümmelchen.