An Oriant
An Oriant | ||
---|---|---|
![]() Morlenn an Oriant gwelet diwar nij. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Lorient | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan (isprefeti) | |
Arondisamant | an Oriant (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h daou ganton : kanton an Oriant-1 kanton an Oriant-2 |
|
Kod kumun | 56121 | |
Kod post | 56100 | |
Maer Amzer gefridi | Fabrice Loher 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | www.lorient.bzh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 57 412 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 3 284 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 16 m bihanañ 0 m — brasañ 46 m | |
Gorread | 17,48 km² | |
kemmañ ![]() |
An Oriant a zo ur gêr hag ur porzh-mor eus Bro-Wened ha departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h arondisamant an Oriant eo ivez, ha dre-se sez un isprefeti.
Diazezet e voe e 1666 pa voe aotreet da Gompagnunezh an Indez en em staliañ eno gant ar roue gall Loeiz XIV, dre-se anv ar gêr. En XXvet kantved e teuas da vezañ ur porzh-pesketa bras. Peogwir e oa bet staliet eno brasañ bon splujerezioù Europa gant an Nazied e voe bombezet taer ar gêr gant ar Gevredidi, ha damzistrujet e voe.
Bremañ eo troet armerzh An Oriant war ar mor, dre he arsanailh milourel, he forzh-pesketa, he forzh-kenwerzh, he fol redadegoù en donvor. Kampus Skol-veur Kreisteiz Breizh (SKB) a voe krouet e 1995. Emvod meur ar Gelted, festival brasañ Breizh, a sach kantadoù a viliadoù a dud bep miz Eost.
ArdamezioùAozañ
KantonioùAozañ
Abaoe 2014 ez eus daou ganton ouzh hec'h ober :
- Kanton An Oriant-1 (Lorient-1 ez-ofisiel)
- Kanton An Oriant-2 (Lorient-2 ez-ofisiel)
BrezhonegAozañ
DeskadurezhAozañ
- Ur skol Diwan a zo en Oriant.
- Klasoù divyezhek e div skol bublik, en ur skol brevez hag en ur skolaj prevez Dihun a zo e en Oriant.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 409 skoliad (7,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2]
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 25 a viz Genver 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet oa bet war un dro d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe ar gumun e 1790; hervez un dekred bet kemeret gant ar Vodadeg Vroadel d'an 22 a viz Kerzu 1789 e voe lakaet da bennlec'h kanton an Oriant; ar c'hanton a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Henbont[3], an Oriant a oa e gumun nemeti; al lez-varn a vann a voe lakaet en Oriant: start e oa bet an tabutoù etre kumunioù an Oriant hag Henbont, klasket gante o-div kaout penn ar bann war tachennoù ar velestradurezh hag ar justis[4]. E 1794 e voe tennet parrez Kergroaz eus kumun Plañvour, lakaet e voe e kumun an Oriant[5]. Krouet e voe daou ganton nevez en Oriant, an Oriant-1 hag an Oriant-2[6], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. E 1800 e voe krouet Arondisamant an Oriant ha lakaet an Oriant en e benn.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant seitek beleg katolik diwar triwec'h eus An Oriant[7].
XIXvet kantvedAozañ
- 1862: erruet al linenn hent-houarn Landerne Savenneg er gumun.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 1 579 den ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,22 % eus he foblañs e 1911[8], div glañdiourez en o mesk[9].
- Fuzuilhet e voe daou vilour breizhat, bet ganet en Oriant, gant al Lu gall, unan d'an 10 a viz C'hwevrer 1915 e Proven (Flandrez Belgia), egile d'ar 7 a viz Gwenholon 1916 en Oujda (Maroko)[10].
Eil Brezel BedAozañ
- Bombezet e voe an Oriant gant al Luftwaffe en noz etre an 19 hag an 20 a viz Even[11];
- d'an 21 a viz Even e tegouezhas al lu alaman en Oriant[12] goude un emgann e Gwidel.
- Fuzuilhet e voe ur paotr yaouank ag ar gumun e Kernevez-Zinzeg e Berne, d'ar 16 a viz Gouhere 1944 abalamour d'e berzh er Rezistañs[13].
- D'an 23 a viz Mae e voe kavet korf marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[14].
PorzhioùAozañ
- Ur porzh-brezel hag un arsanailh
- Ul lec'h talvoudek eo evit ober war dro bigi-brezel hag evit aozañ ar varteloded hag an traoù kempennet da lestriñ. Un arsanailh a c’helle ober sevel ha kendal'ch e ratre bigi war-un-dro. Rummadoù tud en doa desket micherioù da sevel/ratreañ bigi-brezel. An arsanailh en doa an implijer keñtan gant 4000 oberourien war dro. Goude 1990, ez a kuit ar Merdeadurezh rak ratre ar lec'h a zo re kaer. Goude-se eo gouloet diazez ar bigi-spluj eus Keroman hag an arsanailh gostez An Oriant.
- Ur porzh-kenwerzh
- Savet er bloavezh 1910, eo bet brasaet ar porzh goude ar brezel, pa 'z eo adsavet ar gêr. Atredoù a zo impljet da leuniañ ouf Kergroas. E gae a zo brasaet e bloavezh 1970 ha peurvezadurioù nevez a c'hell anezhañ liesaat e obererezhioù. An obererezh geñtan a zo enporzhadur.
Oberezhioù Kergroas a zeu da heul d‘ar gêr An Oriant. Kibelloù eoul-maen a harzh sevel-kêrioù e lec'h-mañ. Diskargerezh simant, soja pe tro-heol a boultrenn ar porzh.
- Ur porzh-pesketa
- Pesketa araok Keroman : Er fin an XIXvet kantved pe deroù xxvet kantved, e touara bigi-pesketa el lenn-borzh, e kreiz An Oriant, evel ar bigi-kenwerzh pe bigi-mor. E 1889,eo krouet ur kec'hu-pesked e lec'h ma'z eo hiziv ar bag "Thalassa", kae Roc'han.
E xxvet kantved, en em treuzlakaet listri roueder e lec'h bad-dre-lien. Met re blas a gemeront. E 1927 e tilog ar porzh-pesketa betek ul lec'h anvet Keroman (Ker-homañ ?). Ar porzh-pesketa Keroman a zo ganet. Etre an daou vrezel e voe krouet porzh Keroman en Oriant a-benn diorren an obererezh-se war ul live greantel. Ar porzh-pesketa a ya d'arnevezaat a-nebeudoù.
- Ur porzh-bageal
- Ar porzh-bageal a grog da zisplegañ e 1975. 115 bag a oa d'ar mare-se. E lenn-borzh e oant, e-kreiz ar gêr. 400 bag a zo bremañ. Un ti-mor a zo bet savet ha digoret a-hed hennezh.
MaeredAozañ
Emmanuel Svob, maer ar gumun, a zilezas e gargoù maer ha kuzulier-kêr d'ar 27 a viz Genver 1941, anvet e voe Auguste Donval, ur mezeg-jeneral, mignon gant François Darlan, en e blas d'an 2 a viz Ebrel 1941, met dav e voe dezhañ dilezel d'an 8 a viz Mae 1942 dre ma tape e begement a bep tu abalamour d'ar c'hudennoù pourvezañ, e eilvet eilmaer, Eugène Gallois-Montbrun, a gemeras e lec'h d'an 19 a viz Even 1942[15].
Listri-splujAozañ
- E 1940 e krogas an Alamaned da sevel diazlec'h listri-spluj an Oriant e Kerroman.
- Eus deroù ar brezel tremenet, e sav an diazez listri-spluj. Al labourioù keñtan a gkrog er e miz Genver 1940. Padout a reont betek 1942 da nebeutañ. An darn Keroman I eo bet savet e c'hwevrer 1940. An darn Keroman II, tri miz goude, e miz Mae 1940. Devehatoc'h e vo savet un darn nevez : Keroman III.
Al lec'h gourenez Keroman a oa dibabet da zegemer un diazez bigi-spluj german "U-boot ". An diazez dindanvor eus An Oriant eo adimpmlijet gant ar Merdeadurezh-brezel betek d'an 11 a viz C'hwevrer 1997, araok bezañ daskoret evit obererezhioù disoudard. A-vremañ, eo digor gant an holl dud ar weladenn an darn Keroman III hepken. Darnoù all a zo diimplijet pe implijet gant embregerezh.
- Listri-spluj alaman ha diazlec'h Kerroman (luc'hskeudennoù graet evit ar propaganda nazi)
- Bazenn al listri-spluj Alaman hiziv-an-deiz
Bombezadegoù ar Re GevredetAozañ
- Distrujoù bras a voe en Oriant gant bombezadegoù Aerluioù ar Rouantelezh-Unanet ha SUA. Lazhet e voe kantadoù a dud nann-soudard ha milourion alaman. Degadoù a garrnijourion a gollas o buhez ivez.
Ar c'harr-nij Bristol Beaufort Mark I, L4474 MW-E 217 o c'hedrediñ a-us d'ar Meurvor Atlantel[16].
- 1940: bombezet e voe ar porzh gant ar Royal Air Force d'an 20-21 a viz Du ha d'an 2-3 a viz Kerzu[17];
- 1942: bombezet e voe an Oriant gant nijerezioù B-17 eus an VIIIvet USAAF (United States Army Air Forces) d'an 16 a viz Gwengolo, d'an 18 ha d'an 22 a viz Du ha d'an 30 a viz Kerzu; teir nijerez a voe kollet d'an 16 a viz Gwengolo, hini ebet en tagadennoù all[18].
- 1943:
- d'ar 14 a viz Genver e voe roet urzh gant Winston Churchill da zistrujañ kement tra a c'hell servijout d'al listri-spluj alaman diazezet e Kerroman, d.l.e. bombezañ stank ha didruez an Oriant, Lannarstêr hag ar c'humunioù tro-war-dro; kerkent, d'ar 14 a viz Genver, e krogas ar bombezadegoù, padout a rejont betek ar 16 a viz C'hwevrer[19];
- d'an 23 a viz Genver e kouezhas ur c'harr-nij B-17, eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor, e donvor d'an Oriant; lazhet e voe an dek nijour a oa en e vourzh[20];
- Munudoù ar bombezadegoù e mizioù Genver ha C'hwevrer 1943[21]
Deiziad | Aerlu | Niver a nijerezioù | Tonennoù a vombezennoù | Niver a vombezennoù-entanañ |
---|---|---|---|---|
14 a viz Genver | Royal Air Force | 99 | 73,6 | 83 548 |
15 a viz Genver | Royal Air Force | 132 | 140,4 | 87 163 |
23 a viz Genver | United States Army Air Forces | 36 | ||
23 a viz Genver | Royal Air Force | 47 | ||
26 a viz Genver | Royal Air Force | 136 | 80 | 56 687 |
29 a viz Genver | Royal Air Force | 130 | 50,7 | |
4 a viz C'hwevrer | Royal Air Force | 120 | 90,6 | 63 376 |
7 a viz C'hwevrer | Royal Air Force | 296 | 254,1 | |
13 a viz C'hwevrer | Royal Air Force | 422 | 524,3 | 26 168 |
16 a viz C'hwevrer | Royal Air Force | 360 | 461,9 | 230 916 |
- Roet e voe ar Groaz-brezel 1939-1945 d'ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered KerantreizhAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 3 |
Kanada | 3 |
Polonia | 9 |
Rouantelezh-Unanet | 17 |
Zeland-Nevez | 1 |
Dianav | 5 |
Hollad | 38 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e-pad an Eil Brezel Bed[22].
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Mathurin Alfred-Brard, senedour ar Mor-Bihan, d'an 26 a viz Gouere 1867[15];
- Jacques Cambry, kronikour, politikour ha tudoniour, diazezer an Akademiezh Keltiek, d'an 2 a viz Here 1749;
- Henri Camenen, d'ar 17 a viz Even 1885, soudard er 4 Batailhon Kerzhet Troadegiezh skañv Afrika, barnet d'ar marv d'an 9 a viz C'hwevrer 1915 evit bout dilezet e bost ha dizertet dirak an enebour div wezh, bet fuzuilhet gant al lu gall d'an 10 a viz C'hwevrer 1915 e Proven (Flandrez Belgia) e-pad ar Brezel-bed kentañ[23];
- Fernand de Langle de Cary, milour gall (Brezel 1870-1871 ha Brezel-bed kentañ), 4 a viz Gouere 1849;
- François de la Rocque, ofiser ha politikour gall, d'ar 6 a viz Here 1885;
- Iwan an Diberder, skrivagner brezhonek, 1887;
- Jean Baptiste Le Garff (21 a viz Du 1887-30 a viz Here 1916), soudard breizhat, soudardaet en Oriant, bet fuzuilhet gant al Lu gall en Oujda (Maroko) e-pad ar Brezel-bed kentañ[10];
- Jules Simon (1814 - Pariz 1896), prederour, kelenner ha politikour;
- Jacques Vaché, mignon da André Breton, skrivagner gall, d'ar 7 a viz Gwengolo 1895.
Tud bet marvet enoAozañ
- 1907 : René Kerviler, ijinour, henoniour ha levrrollour
- 1909 : Zoé Berthier, skrivagnerez c'hallek.
- 1928 : René Scordia, gourener.
- 1964 : Gwenfrewi, skrivagnerez vrezhonek
- 1972 : Youenn Drezen, skrivagner brezhonek
DouaroniezhAozañ
Luc'hskeudennoùAozañ
Gwel eus porzh an Oriant, gant Berthe Morisot, 1869, The National Gallery of Art, Washington, DC
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

Roll maered an OriantAozañ
SevenadurAozañ
- Gouelioù Etrekeltiek an Oriant ("Emvod ar Gelted")
SportAozañ
Mell-droadAozañ
Marc'hhouarnerezhAozañ
- 13 a viz Gouere 1939 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest hag an Oriant ; trec'h eo Raymond Louviot.
- 14 a viz Gouere 1939 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Naoned ; trec'h eo Amédée Fournier.
- 10 a viz Gouere 1956 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù hag an Oriant ; trec'h eo Fred de Bruyne (Belgia).
- 11 a viz Gouere 1956 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus an Oriant war-du Añje (Maine-et-Loire).
- 1añ a viz Gouere 1960 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù hag an Oriant ; trec'h eo Roger Rivière.
- 2 a viz Gouere 1960 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus an Oriant war-du Añje (Maine-et-Loire).
- 3 a viz Gouere 1968 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh hag an Oriant ; trec'h eo Aurelio González Puente (Spagn).
- 4 a viz Gouere 1968 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Naoned ; trec'h eo Franco Bitossi (Italia).
- 9 a viz Gouere 1977 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) hag an Oriant ; trec'h eo Giacinto Santambrogio (Italia).
- 10 a viz Gouere 1977 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Roazhon ; trec'h eo Klaus-Peter Thaler (Republik Kevreadel Alamagn).
- 12 a viz Gouere 1982 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Pluveleg (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo Ti-Raleigh (Izelvroioù).
- 30 a viz Mezheven 1985 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Gwitreg ; trec'h eo Rudy Matthijs (Belgia).
- 14 a viz Gouere 1998 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rosko hag an Oriant ; trec'h eo Jens Heppner (Alamagn).
- 15 a viz Gouere 2002 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lannarstêr hag an Oriant (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Santiago Botero (Kolombia).
- 9 a viz Gouere 2006 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Meven hag an Oriant ; trec'h eo Sylvain Calzati.
- 5 a viz Gouere 2011 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Mur ; trec'h eo Cadel Evans (Aostralia).
Liammoù etrebroadelAozañ
Gevelliñ[25]Aozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Bro-Saoz | Wirral | 1958 |
Alamagn | Ludwigshafen | 1963 |
Iwerzhon | Galliv | 1975 |
Latvia | Ventspils | 1975 |
Galiza | Vigo | 1981 |
Karta vignoniezhAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Tchekia | České Budějovice | 1997 |
Kevelouri[26]Aozañ
Bro | Strollegezh | Abaoe |
---|---|---|
Senegal | Cayar | |
India | Kochi | |
Vietnam | Proviñs Kien Giang |
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, ar Faoued, 2006, pajenn 188
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajennoù 294 ha 295
- ↑ Cassini - EHESS - An Oriant - Fichenn ar gumun
- ↑ André Maurey, Philippe Lapresle, Anne-Marie Pernel ha Claire Duval, Caudan-Lanester en Révolution (1789-1795), 1991, pajenn 74
- ↑ Dihelloù ar gumun
- ↑ Evezhiadenn: ar re varv a Geriadoù (162 waz) a zo kontet evel Oriantiz gant lec'hienn An Oriant
- ↑ 10,0 ha10,1 Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Guide des sources des archives publiques contemporaines sur la seconde guerre mondiale et la reconstruction dans le Morbihan, pajenn 81, Gwened, Mae 2010
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 23
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ 15,0 ha15,1 Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Kaset e voe d'ar strad p'edo o tagañ an Oriant gant ar 217vet Skouadrenn AF (Aerlu ar Rouantelezh-Unanet) St Eval d'an 20 a viz Kerzu 1940. Beziet eo e baread e Lannarstêr.
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 35
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajenn 106
- ↑ Yann Lukas, Lanester, histoire d’une ville, Embannadurioù Palantines, Kemper, 1999, pajenn 76
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Luc Braeuer, La base de sous-marins de Lorient, 2008, ((ISBN 978-2-9525651-20))
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Mémoire des hommes
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ [1]
- ↑ [2]