Boeing B-17 Flying Fortress

Ar Boeing B-17 Flying Fortress, lesanvet «Kastell-nij» e brezhoneg[1], a oa ur c'harr-nij bombezer pounner amerikan implijet kenañ e-kerzh an Eil Brezel-bed. An nijadenn gentañ a c'hoarvezas e 1935 hag implijet e voe adalek 1938 gant an United States Army Air Force. Gant ar re-se e voe bombezet kenañ kêrioù Europa, koulz en Alamagn evel Dresden, kêrioù ar Ruhr ha kêrioù e dalc'h an Alamaned evel porzhioù Brest, an Oriant ha Sant-Nazer.

War-dro 1942

Pare Aozañ

  • Betek miz Mezheven 1944 e veze ur bare 10 den e bourzh pep B17[2]:
    • ofiserien:
      • sturier
      • adsturier
      • loman (merdeer) (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
      • bombezer (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
    • isofiserien pe tud a renk
      • ijinour nij (a oa ivez mindrailher en douribell gein)
      • oberer radio (a c'halle bezañ mindrailher ivez)
      • mindrailher an douribell gof
      • mindrailher an douribell kostez kleiz
      • mindrailher an douribell kostez dehou
      • mindrailher a-dreñv

A-wechoù e c'halle bezañ tud ouzhpenn, evel ul luc'hskeudenner da skouer.

  • Adalek miz Mezheven 1944 e veze ur bare 9 den (tremenet e veze hep unan eus an daou vindrailher touribell gostez)
  • Adalek miz C'hwevrer 1945 e veze ur bare 8 den (mindrailher touribell gostez ebet ken)

Liammoù diavaez Aozañ

Daveennoù ha notennoù Aozañ

  1. F. Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, p. 384b.
  2. (en) [1]

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.