Ruhr (takad)
- Gant ar ger Ruhr e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Ruhr (disheñvelout).
Ar Ruhr (distaget: /ru:r/), pe resisoc'h takad ar Ruhr, pe c'hoazh rannvro ar Ruhr (alamaneg: Ruhrgebiet — pe, er prezeg pemdez: Ruhrpott, Kohlenpott, Pott pe Revier) a zo un takad poblet stank e Nordrhein-Westfalen e kornaoueg Alamagn. Diwar anv ur stêr, ar Ruhr, un adstêr d’ar Roen, eo bet anvet. Gant 4 435 km² ha 5.2 milion a dud (2009) ez eo an takad kêr brasañ en Alamagn. Kêrioù bras, kreñv an industriezh (greanterezh) enno gwechall, bevennet gant ar stêr-Ruhr er su, ar Roen er c'hornaoueg, hag al Lippe en norzh, a ya d'ober an takad-se.
Treuzskrivadur API | ˈʁuːɐ̯ɡəˌbiːt |
---|---|
Anvet diwar | Ruhr |
Stad | Alamagn |
E tiriad | Nordrhein-Westfalen |
Gwerzhid-eur | Central European Time |
Daveennoù douaroniel | 51°30′0″N 7°30′0″E |
Lec'hienn ofisiel | http://www.metropoleruhr.de/ |
Mastodon instance URL | https://ruhr.social |
Daoust ma'z eo aet ar greanterezh a c'hiz kozh war an diskar e chom ar Ruhr “kreizig-kreiz” armerzh Alamagn, p’en deus gallet emdreiñ ha mirout e nerzh mont war-raok.
Eus ar c'hornaoueg d'ar reter e c'haller menegiñ kêrioù Duisburg, Oberhausen, Bottrop, Mülheim an der Ruhr, Essen, Gelsenkirchen, Bochum, Herne, Hagen, Dortmund, ha Hamm, hag ivez darnoù eus rannbarzhioù “diwar ar maez” Wesel, Recklinghausen, Unna ha Ennepe-Ruhr-Kreis. Evit a sell an Istor e oa ar c'hêrioù eus ar c'hornaoueg (Duisburg, Essen...) lodek er Rheinland tra ma oa ar reter, gant kêrioù Gelsenkirchen, Bochum, Dortmund ha Hamm e Westfalen. Abaoe an XIXvet kantved eo kresket an holl gêrioù-se kement ma'z int aet d'ober, stag-ha-stag bremañ, ur pezh mell takad kêr industriel, ha mar lakaer Düsseldorf ha Wuppertal ouzhpenn, e tap 7,3 milion a dud, ar pezh a ra ar pevare takad kêr brasañ eus Europa, war-lerc'h Moskov, Londrez ha Pariz.