Londrez
Gant ar ger London e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelet: London (disheñvelout)
Kêr-benn Bro-Saoz, ha Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon eo Londrez (saozneg: London /ˈlʌndən/). Lec'hiet eo war riblennoù an Tavoez (Thames) e gevred ar vro; houmañ eo al lodenn binvidikañ eus ar rouantelezh. Tolpet ez eus tro-dro d'ar gêr war-dro 8 milion a annezidi (Londreziz o anv). Rannet eo an tolpad-kêr etre 32 boroughs (= bourc'hioù), mui ar City (Keoded). E penn ar rouantelezh emañ Londrez e meur a savboent. Amañ emañ o chom an unpenn, da lavaret eo ar rouanez (Elizabeth II, hiziv) hag he gouarnamant ha dreist-holl ar c'hambroù, hini ar C'humunioù (the Chamber of Commons) hag hini an Lorded (The Chamber of Lords). Sez ar galloud arc'hant eo ivez p'eo ar City an eil plas goude New York. Porzh pennañ Breizh-Veur eo ivez.
Londrez | |
---|---|
![]() Houses or Parliamant | |
Riez | ![]() |
Bro | ![]() |
Maer (Mayor) |
Sadiq Khan (Labour) 2016-bremañ |
Gorread | 1 579 km² |
Hed | 00° 08' W |
Led | 51° 30' N |
Uhelder | 20 m |
Poblañs hep kontoù doubl |
8 673 713 (2015)[1] |
Stankter | 5 518 ann./km² |
Kod pellgomz' | (44) 20 |
![]() Kartenn eus Londrez er mare roman |
AnvAozañ
MammennoùAozañ
- Klaudios Ptolemaios : I, 15, 7 : Londini; II, 3, 12 : Londinium, ur polis ar c'h-Cantiaci; VIII, 3, 6 : Londinium
- Itinerarium Antonini, 4755 (Iter II) : Londinio; 47710 (Iter VII), 47910, 4808 : Lundinio
- Notitia Dignitatum XI37 : Praepositus thesaurum Augustensium (in Bitannis)
- Ravenna 10650 : Londinium Augusti; 10638 : Landini [2]
EnskrivaduroùAozañ
JRS (?), XLIV (1954), 108 : ul lizher gant Rufus Callusini da Epillicus, war un daolenn goad dizoloet e 1927 : Londinio
JRS (?), L, (1960) : 108-11 : Londini / Ad fanum Isidis : Londrez ... da dempl Isis [2]
Skridoù eus an istor hag eus an IlizAozañ
- Tacitus, Annales XIV, 33 : Londinium
- Meulbrezegenn VIII, 17, 1, goude J.-K. 297-98, eus Trier ? : Oppidum Londiniense
- Sened Arles, goude J.-K. 314 : Civitate Londiniensi
- Ammianus Marcellinus, XX, I, 3 : Lundinium; XXVII, 8, 7 : ad Lundinium, vetus oppidum quod Augustam posteritas appellavit = kreñvlec'h kozh hag eo bet anvet (Kêr)-Aogust war-lerc'h; XXVIII, 3, 7 : ab Augusta profectus quam veteres appellavere Lundinum = Augusta hag ar re gozh e anaveze Lundinium
- Stephanus of Byzantium, o venegiñ Marsian : Lindonium [2]
ArdamezouriezhAozañ
En argant e groaz en gul, ur c'hleze ivez en gul e veg ouzh kab, ouzh konk kentañ |
IstorAozañ
Distrujet eo bet Londinium (tan ha lazhadeg veur) e-kerzh emsav Boudika.
Londrez a zo bet distrujet evit un eil gwech war-dro 125-130. [3]
Tan-gwall bras Londrez a voe un tan-gwall all a zistrujas tost razh kêr Londrez adalek an 2 a viz Gwengolo betek ar 5 a viz Gwengolo 1666. An tan a oa bet e-kreiz kêr Londrez, dreist-holl e-barzh al lodenn enkelc'hiet gant mogerioù kozh eus mare ar Romaned.
ArkeologiezhAozañ
MonumantoùAozañ
- Pont Londrez
- Pont an Tour
- Palez Buckingham
Arvezioù sevenadur LondrezAozañ
E karterioù poblek Reter Londrez e voe e-pad pell arvezioù ur sevenadur dibar dezhañ e-unan. Eno e voe pergen graet gant un doare luc'haj anvet Cockney, disheñvel-mat diouzh ar saoznek skoueriek.
GevelliñAozañ
Londrez he deus skoulmet liammoù gant [4] :
LevrlennadurAozañ
- Ian Andrew's : Boudicca's Revolt. Cambridge University Press. 1972 / 1980
- Ordnance Survey : Londinium. A descriptive map and guide to Roman London. 1980
Gwelet ivezAozañ
DaveoùAozañ
- ↑ https://www.ons.gov.uk/peoplepopulationandcommunity/populationandmigration/populationestimates/datasets/populationestimatesforukenglandandwalesscotlandandnorthernireland
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
- ↑ Peter Marsden : Roman London. Thames and Hudson Ltd. London. 1980
- ↑ (en)City Partnerships, Greater London Authority.
- ↑ (en)Beijing, London establish sister city ties, Gouarnamant Sina.