Historia Regum Britanniae


Historia Regum Britanniae ("Istor Rouaned Breizh") eo al levr brudetañ skrivet e latin gant Jafrez Menoe (~1095 – ~1155, ur manac'h eus kêr Menoe e Kembre, en XIIvet kantved.

Historia Regum Britanniae
oberenn skrivet
Deiziad krouiñ1136 Kemmañ
TitlHistoria regum Britanniae Kemmañ
Labour da-heulRoman de Brut, Gesta Regum Britannie Kemmañ
Danvez pennañHistoria Britonum Kemmañ
TachennNagennouriezh Kemmañ
EmbannadurBrut y Brenhinedd, Histoire des Rois de Bretagne, Le roman de Brut Kemmañ
AozerJafrez Menoe Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvMedieval Latin, latin Kemmañ
Deiziad embann1136 Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourdomani foran, domani foran Kemmañ
Narrative motifbad dream as evil omen, transformation to husband's (lover's) form to seduce woman, Avalon Kemmañ

Gant al levr-se eo bet brudet dre Europa mojennoù ar roue Arzhur ha marc'hegerion an Daol Grenn.

Kontañ a ra istor mojennel Enez Vreizh, abaoe donedigezh Brutus a Droja, mab da Eneas, betek marv Cadwallader er VIIvet kantved, war-lerc'h ober anv eus Caius Julius Caesar, hag eus ar roue Arzhur.

Hervez ar skrivagner eo diazezet e oberenn war ul levr kozh e brezhoneg (Britannici sermonis liber vetustissimus, al levr koshañ er prezeg brezhonek). E-pad pell n'eus ket bet lakaet kalz a gred en dra-se, met istorourien 'zo, evel Léon Fleuriot[1] ha muioc'h c'hoazh Gwenael an Dug ha Claude Sterckx, a ziskouez ez eus bet danvez "ragarzhuriek" a-raok Jafrez Menoe ha kavet meneg eus al "levr kozh-kozh"-se[2]. Hervez ar re a lavar eo deuet ar skrid diwar ijin Jafrez Menoe dreist-holl, e vije bet awenet da gentañ gant ul levr eus Nennius, eus an IXvet kantved, Historia Britonum, war ul levr all anvet Historia ecclesiastica gentis Anglorum, ha war levr Gweltaz De Excidio Britanniæ, gant un toullad mojennoù kembreat ha roman ouzhpenn[3]. Evit ar re all, evel Léon Fleuriot, n'en dije ijinet Jafrez nemet nebeut a draoù, ha diazezet en dije bet e skrid, evit un darn da vihanañ, war danvez eus Breizh, ha ne vije ket bet "ken kozh-se" al «liber vetustissimus»[4].

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, levrenn I/13
  2. Annales de Bretagne niv. 79, 1972; gwelet ivez Kronik Sant-Brieg, Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne p. 25 & allii, Études celtiques t. 18, etc.
  3. Thorpe, Kings of Britain pp. 14-19.
  4. Hist. Litt. et Cult. de la Bretagne p. 117-118.