1101 1102 1103 1104 1105 1106 1107 1108 1109 1110
1111 1112 1113 1114 1115 1116 1117 1118 1119 1120
1121 1122 1123 1124 1125 1126 1127 1128 1129 1130
1131 1132 1133 1134 1135 1136 1137 1138 1139 1140
1141 1142 1143 1144 1145 1146 1147 1148 1149 1150
1151 1152 1153 1154 1155 1156 1157 1158 1159 1160
1161 1162 1163 1164 1165 1166 1167 1168 1169 1170
1171 1172 1173 1174 1175 1176 1177 1178 1179 1180
1181 1182 1183 1184 1185 1186 1187 1188 1189 1190
1191 1192 1193 1194 1195 1196 1197 1198 1199 1200

D'ar 1 Genver 1101 e krog an XIIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1200.

Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ en Istor Europa.


Darvoudoù

kemmañ

Amerika

kemmañ

Afrika

kemmañ

Oseania & Meurvor Habask

kemmañ
  • Zeland-Nevez :
    • Henvezioù maori kinklet-kaer war lec'hiad Wairau Bar, e Norzh enezenn ar Su. Test int d'ur gevredigezh urzhasaet gant un treuzkas a rumm da rumm ("boutailhoù" dour graet gant klor vioù moa, troioù-gouzoug eskernigoù kizellet gant dent balumed, rinkined, keladurioù maen, higennoù ha treantoù askorn …).
    • Reizhiad bevenniñ ar parkeier ha fozioù evit mirout ar patatez dous kavet war enezenn an Norzh (e-tro 1100).
  • Mongolia : Egin ar Stadoù mongol kentañ adal an XIvet kantved, evel hini ar Vongoled Khamag e diazadoù an Onon hag ar c'hKerulen. Hervez an hengoun e vije bet Kaidou ar c'hentañ Penn meuriad mongol savet c'hoant ennañ sevel ur Stad c'halloudus en XIIvet kantved. Sujet e vo gantañ meur a veuriad amezek. E c'hourvab Kaboul, a vije bet an hini kentañ o tougen an titl a khan pe khagan, a vo ar c'hentañ o krediñ daeañ tierniezh Djürchet. Mevel d'ar Jined er penn-kentañ ez eas betek lez Beijing a-raok en em vrochañ ganti (1135).
  • Loc'het kuit trema Azia Greiz ez eo an ergerzher spagnol Benoni Tudele ar c'hornôgad kentañ oc'h ober anv eus an Tibet « a gav bod en he c'hoadeier al loen a denner ar musk dioutañ ».
  • Korea : E deroù ar c'hantved emañ en arvar stabilder Koryo. Familhoù tierned galloudek en em gann a-enep d'an tron evit besañ mestr war ar vro tra ma talc'h tierniezh mandchou ar Jined da waskañ eus an diavaez. Ersavioù liesseurt ha dizurzh a vez klasket kas da benn gant ar galloud disteraet.
  • Sina : Koll a ra an dierniezh Song an dorn war hanternoz ar vro.
  • Japan : Gant Shogunelezh Kamakura e koll Impalaer Japan e c'halloud politikel.
  • India : Distrujet eo Nalanda, kreizenn indian veur ar gelennadurezh voudaat.

Reter nesañ

kemmañ
  • E deroù ar c'hantved e vez argaset an Durked gant roue ar Jorjianed David III a adlaka en he sav rouantelezh Jorjia.

Europa

kemmañ

Arz & Sevenadur

kemmañ

Armerzh & Kevredigezh

kemmañ

Impalaeriezh buzantat

kemmañ
  • Chom a ra dizalc'h ar gouerien vuzantat a-fet gwir : mont ha dont a reont hervez o youl, legadiñ ha gwerzhañ o douaroù evel ma karont, o mad a reont diouzh gwarantoù al lezenn evel ne vern pe sujed eus ar Basileus. Koulskoude, ha pa zeufe tud nevez er vro argaset ma'z int eus Azia-Vihan aloubet, e tigresk ar boblañs abalamour d'ar c'hleñvedoù, d'ar brezelioù ha d'an trubuilhoù diabarzh. Gwask ar berc'henned douaroù bras a gas an dud war-du ar c'hêrioù. Difretañ a ra an dunatoied (ar re c'halloudek) evit degas tud war o douaroù hag ober pareked anezho (dalc'hidi diskarzhus douar un domani bras en eskemm d'ur feurm). Sevel a ra ar galloud a-enep rak, gant an digoll tailhoù zo war ar re c'halloudek, kement parek zo un den nebeutoc'h a bae tailhoù.

Reter Nesañ

kemmañ
  • Rannet eo douaroù rouaned Jeruzalem e peder baronelezh (Jeruzalem, Nablous, Akra ha Tyr); kêriadennoù niverus zo en aotrouniezhioù-se. Dont a ra o madoù eus an tailhoù war ar c'henwerzh dreist-holl : gwirioù gwerzhañ (war ar marc'hadoù —foundouk—) ha tremenerezh (an dell ad valorem a sav d'ur 24vedenn eus ar varc'hadourezh a ya da Egipt pe da Arabia, pe c'hoazh da Siria dre tiriadoù en tu all d'ar stêr Jordan), gwirioù enporzhiañ hag ezporzhiañ (tennañ a ra maltouterez Akra hec'h anv eus ar "chadenn" zo sparlet porzh kêr ganti). Piaou a reont ivez produ an unwerzhouriezh c'hreantel (livadennerezh, soavonerezh, kivijerezh…), gwir ar moneizañ, miret evit ar roue, er c'hontrol eus giz ar c'hornôg, a sko moneizioù aour skrivet en arabeg warno ("bezantenn sarrazin") ha dineroù arc'hant e doare ar C'hornôg. Gras d'ar madoù-se e c'hall ar roue reiñ gladdalc'hoù e bezantennoù (500 besantenn ar bloaz dre varc'heg), niverusoc'h a-wechoù en un aotrouniezh eget ar gladdalc'hoù e douaroù. Kavet ez eus bet er sav-heol gant kroazourien ar c'hornôg un armerzh moneizhel diorroetoc'h a-galz eget o hini. Kement-se a zisleg pouez an tailhoù dieeun, an dalc'hoù-leve ha skoadur moneizoù aour. Mard eo gwir eo bet degaset gant kroaziourien Europa ar c'hrakvelestradur anavezet ganto (melestradur ofisourien veur ar gurunenn), amprestet o deus ivez digant Buzantiz. (en Antiokia e vez meret kêr gant un dug, hag ar polis gant ur pretor) ha gant ar vuzulmaned : ar sekred (eus ar gresianeg sékrèton, burev arc'hantel) a glot gant an diwan arab; servijout a ra war un dro da deñzor, kambr ar c'hontoù ha da ziellaoueg el lec'h ma vez miret ar c'hartaoù reiñ, ar gladroll ha roll ar gladdalc'hoù gant o rediennoù. Ensavadurioù gwiarouel zo a zouj da boazioù ar vro : gallout a ra lez-varn ar rais (Penn lec'hel) barn ar prosezioù bihan a denn da dud ar vro hag ul lez-varn kemmesk a varn ar prosezioù kenwerzhel pe a denn d'ar Sirianed. En enep, n'eus nemet Franked a ya d'ober lez-varn ar prosezioù mor, lez-varn ar Vourc'hizien pe al Lez-varn Uhel a varn an dudjentil.

Hungaria

kemmañ
  • En em astenn a ra Hungaria war 220 000 Km² evit ur boblañs a sav da zaou vilion a dud. Betek an XIIvet kantved, n'eus eus ar vro nemet peurvanoù dastroc'het gant douaroù gounezet. Gorrek-gorrek ez a an annezadiñ war-raok. Gounit an douar, diazezet war an edoù (ed, mell) a ya a lec'h da lec'h. Implijet e vez an arar deuet eus ar stepennoù. E-kreiz an domani emañ ar maner (udvar), gronnet gant douaroù perc'hennet gant un aotrou ha gounezet gant sklaved. War-zigresk ez a an niver anezho adal an XIvet kantved; erlec'hiet int gant tud frank zo boutin etrezo an douar labouret ganto. Lezet eo an douar en o c'herz en eskemm eus ar sens ha d'an aner dleet d'o aotrou. Kalz anezho a gouezh e dalc'h an aotrounez abalamour d'an dle sachet war o c'hein. War vrasaat ez a domanioù an aotrounez. War-raok ez a al labour-douar a-hed ar c'hantved : difraostet e vez koadeier, disec'het geunioù. War-raok ez a ivez implij an arar pounner sachet gant eizh pe dek penn-ejen. Lakaet e vez labour an douar da dreiñ. Er Reter hag en Norzh en em led ivez ar gwiniegi anavezet abaoe an marevezh roman er C'hornôg d'an Danav : krouet eo gwiniegi Tokaj, Eger, ha Navyvarad gant trevadennerien deuet eus Bro-C'hall. Diorren a ra ar c'henwerzh ha kreskiñ a ra ar boblañs met ne'z a ket nemeur Hungariz war-du broioù meneziek an hanternoz hag ar reter poblet gant Slovaked, mesaerien ruten ha rouman ha trevadennerien alaman. Diwezhat en em zispak ar c'hêrioù. Ar roue e-unan a ya a gastell da gastell ha lakaat a ra sevel teltennoù e o forzhioù evit lojañ. Harpet eo kresk ar c'hêrioù nepell eus an hentoù kehentiñ hag eus ar c'hreñvlec'hioù gant diorroidigezh ar c'henwerzh ; en em staliañ a ra Sarrazined deuet eus rouantelezh vulgar ar Volga e Pest en Xvet kantved ; diwezhatoc'h eo Latined deuet eus Frañs pe hanternoz Italia a ra o annez e-kichen bodoù ar rouaned e Esztergom ha Székesfehérvár evit pourchas traezoù cheuc’h d'al lez. E dibenn ar c'hantved, e kresk c'hoazh ar c'hêrelaat. Lakaat a ra ar roue hag an dudjentil pouezus da gerc'hat hospites (ostizien) evel artizaned arbennikaet ha lamet e vez an tailhoù warno. Kêrioù mengleuziek Norzh ar vro, poblet dreist-holl gant micherourien arbennikaet alaman, eo a ya ar muiañ war-raok.
  • En he barr emañ ar Gladdalc'helezh e Polonia e-kerzh an XIIvet hag an XIIIvet kantved. Skoulmañ a ra an Duged gant o zud ur strobad gwazoniezhioù a verk rediennoù milourel hag arc'hantel pep hini. Disoc'hañ a ra war ur biramidenn deverioù, zo liammet drezi kement marc'heg dister zo d'e aotrou. Diazezet eo an urzh sokial war an douar, mammenn binvidigezh ha galloud. Gant kresk ar boblañs hag an araokadennoù teknikel (erlec'hiañ an arar rodek ouzh an arar, treiñ an douaroù gounezet) e c'haller sevel domanioù bras gounezet gant kouerien sujet d'an aner stroll pe rediet da baeañ ur sens. Evel-se emañ kont e douaroù trevadenniñ an diabarzh e Silezia, Polonia Vihan ha, goude, e Polonia Vras ma vez kreizennet gant an aotrounez vrasañ douaroù ec'hon bet roet gant an dug ha ma resev an Iliz katolik tachennoù bras. Korvoet e vez an domanioù bras gant kouerien (served), anezho diskennidi sklaved kozh pe damheñvel. An domanioù bihanañ avat a vez dalc'het gant marc'heien ha gounezet gant kouerien a bae ar sens.

Tud dibar

kemmañ

Roll ijinadennoù an XIIvet kantved