• An Arar eo ivez anv kozh ar stêr Saône.

An arar zo ur benveg da labourat an douar a anavezer abaoe ar bloavezhioù 3000 (IVe milved kent JK) e Mezopotamia.
Staget e veze ul loen outañ evit e sachañ a-benn drailhañ gorre an douar. Da gentañ ne oa nemet un tamm koad en he fezh, goude eo betek pemp tamm a yae d'ober anezhañ.

Arar goad implijet e Rousilhon en XXvet kantved

E Breizh, e Karaez, e vez aozet ur fest a vez graet Gouel an Erer Kozh anezhi.

AnvAozañ

Arar pe alar a vez implijet, hag ivez alaer, diwar arare, "arat" e latin ; gourel eo ar ger, erer eo e liester.

E skridoù zo e vez komzet eus meur a seurt erer :

  • Un arar da blomañ zo un arar da freuziñ douar. [1]
  • Un arar da gignat ne ra nemet kignat an douar. [2]

DeskrivadurAozañ

 
Arat gant an arar sachet gant ur gazeg.
 
Un arar koad sachet gant daou yak e Tibet.

Daou venveg zo e gwirionez dindan an hevelep anv :

  • an arar koad eo ar benveg kozh implijet e Breizh betek dibenn an eil brezel bed e tachennoù zo.
  • an arar houarn pe dir eo ar benveg a vez graet "brabant", "klev houarn", "klevioù" er Vro-Vigoudenn, "daoubenneg" e-kichen Douarnenez anezhañ ivez.
Arar a-vremañ
 
Arar
1. Lazh (kamm eo amañ)
2. Da sterniañ loened
3. Reolier
4. Kontell
5. Beg ar soc'h
6. Soc'h
7. Skouarn, ulid.
 
Un arar a-vremañ a vez staget ouzh un trakteur.
  • Kilhoroù a reer eus ar penn a-raok. [3]

NotennoùAozañ

  1. Jules Gros, Le Trésor du breton parlé (Éléments de stylistique trégorroide) — Rann 1 : Le language figuré, Emgleo Breiz/Brud Nevez, 1982, p. 118 (ISBN 978-2-86775-012-0)
  2. Jules Gros, ibid. – Rann 2 : Dictionnaire breton-fra,çais des expressions figurées, Librairie bretonne Giraudon, 1977, p. 257 (ASIN B0781SQBGS)
  3. Devri


Sellit ouzh ar ger arar er
wikeriadur, ar geriadur frank.