Douarnenez

Douarnenez
Skeudenn eus kêr tapet eus un nijerez.
Skeudenn eus kêr tapet eus un nijerez.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Douarnenez
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Douarnenez
Kod kumun 29046
Kod post 29100
Maer
Amzer gefridi
Joselyne Poitevin
2020-2026
Etrekumuniezh Douarnenez Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 13 956 ann. (2020)[1]
Stankter 560 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 05′ 34″ Norzh
4° 19′ 45″ Kornôg
/ 48.092778, -4.329167
Uhelderioù kreiz-kêr : 61 m
bihanañ 0 m — brasañ 86 m
Gorread 24,94 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Douarnenez

Douarnenez a zo ur gêr hag ur porzh eus Kerne-Izel, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.

DouaroniezhAozañ

Porzhioù-morAozañ

  • Porzh ar Rozveur
  • Ar Porzh-Ru.

Tri forzh-mor a gaver eno:

  • Porzh ar Rozveur, ar porzh-pesketa a-vremañ,
  • ar Porzh-Ru e-lec'h m'emañ mirdi ar bigi,
  • ha Porzh Treboull.

ArdamezioùAozañ

  En glazur e aour peuliet war e enep, ar rilhenn talbennanet hag avalaouet, e zleizhenn war skouer un eor
  • Ger-ardamez: Dalc'h mat
  • Treser: J.E. Benoiston
  • Diviz-kêr: 21 a viz Kerzu 1997

IstorAozañ

XVIIvet kantvedAozañ

Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Douarnenez, Yves Perfezou, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[2].

Dispac'h GallAozañ

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant daou veleg, Herpen ha Larufie, beleien; graet e voe al le gant ur beleg all, Auffret e anv[3].

XXvet kantvedAozañ

Brezel-bed kentañAozañ
  • 390 gwaz eus ar gumun, d.le. 2,84% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4].

KorventennAozañ

  • 19-20 a viz Gwenholon 1930: div vag-pesketa a yeas d'ar strad ha meur a besketour eus Douarnenez a varvas abalamour d'ar gorventenn[5].

Eil brezel-bedAozañ

Kumunioù stagetAozañ

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 3 (Aerlu)
Hollad 3

Karrnijourion e oant holl. Mervel a rejont d'ar 5 a viz Eost 1944 e-pad an Eil Brezel Bed[7].


Emdroadur ar boblañsAozañ

abaoe 1962Aozañ

Niver a annezidi

abaoe 1793Aozañ

[8]

TudAozañ

Tud bet ganet enoAozañ

Tud bet marvet enoAozañ

Tud bet awenet gant DouarnenezAozañ

EtnografiezhAozañ

  • Kreizenn ar c'hiz "Penn Sardin" eo Douarnenez, ha graet e vez Pennoù Sardin eus hec'h annezidi dre c'hoap.
  • Brudet eo gouel an Ened e Douarnenez.

BrezhonegAozañ

Ar Brezoneg er SkolAozañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[9].

Ya d'ar brezhonegAozañ

  • D'an 22 a viz Kerzu 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 8 a viz C'hwevrer 2008 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

DeskadurezhAozañ

  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1989.
  • E distro-skol 2021 e oa enskrivet 133 skoliad er c'hlasoù divyezhek (11,2% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[10]

RedadegAozañ

  • E 2012 ec'h echuas an trede Redadeg e Douarnenez.

GevelliñAozañ

Bro Kêr Abaoe
  Kernev-Veur Aberfal 1979
  Kamp palestinian e   Liban Rashidiye 2005

Pennadoù karAozañ

Kumunioù kozh staget ouzh Douarnenez:

LiammoùAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg).
  3. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49
  4. Memorial Genweb
  5. Lucien Gourong
  6. Pertes USAAF Finistère
  7. Commonwealth War Graves Commission
  8. Cassini hag EBSSA
  9. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  10. Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019