Goursez Breizh

(Adkaset eus Goursez Vreizh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Goursez Breizh (graet anezhañ gant ar ger kembraek Gorsedd[1] a-wechoù, met an anv kentañ a oa Gorsez Barzed Breiz vihan) a zo ur vreuriezh tud e Breizh liammet ouzh ar vreuriezh kembraek Gorsedd y Beirdd, orin an drouizelezh hag ur patrom dezhi. Hiziv, e anv ofisiel eo Breudeuriezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh. Krouet e oa bet e Gwengamp (Treger - Aodoù-an-Arvor) d'an 1añ a viz Gwengolo 1900. Goursez, kuit da vezañ an anv ofisiel, a vez implijet evit daveiñ d'he aozadur mamm, Gorsedd Beirdd Ynys Prydain (Goursez Barzhed Enez Preden). Hervez mennozhioù e ziazezerien ez eo ivez ul luskad evit an hollgeltiegezh.

Liderezh kant boavezh Goursez Breizh e Hañveg e 1999. An Drouiz-Meur, Gwenc'hlan ar Skouezeg, asambles gant Arc'hdrouiz Kembre ha Barzhez-Veur Kernev-Veur

Krouidigezh

kemmañ
 
Gorsedd Breizh e 1906
 
An drouiz meur Gwenc'hlan Le Scouëzec e 2007

Palioù Goursez Breizh eo studiañ, diorren ha kendelc'her an arzoù breizhek, ar brezhoneg, al lennegezh vrezhonek hag an hengounioù keltiek. Er vodadeg diazez kentañ e-barzh tavarn an intañvez Falc'her[2] e oa bodet Leon ar Berr, Aogust Bocher, Erwan Berthou, Fransez-Mari Even, Yann ar Fusteg, Frañsez Jaffrennou, Loeiz Herrieu, Erwan ar Moal, ha reoù all. Anvet e oa Yann ar Fusteg da gentañ prezidant ha Drouiz-Meur Breizh war un dro. Palioù Goursez Breizh eo studiañ, diorren ha kendelc'her an arzoù breizhek, ar brezhoneg, al lennegezh vrezhonek hag an hengounioù keltiek. Er vodadeg diazez kentañ e oa bodet Leon ar Berr, Aogust Bocher, Erwan Berthou, Fransez-Mari Even, Yann ar Fusteg, Frañsez Jaffrennou, Loeiz Herrieu, Erwan ar Moal, ha reoù all. Anvet e oa Yann ar Fusteg da gentañ prezidant ha Drouiz-Meur Breizh war un dro.

Istor Goursez Vreizh

kemmañ

Darempredoù gant Kembreiz a zo bet e-doug an XIXvet kantved. E 1838 ez eas Teodor Kervarker da Y Fenni (Abergavenny) e Bro-Gembre pa oa bet kouviet evit kemer perzh e gouel lennegel an Eisteddfod. Gant arc'hdrouiz Bro-Gembre e voe anvet da varzh dindan an anv Barz Nizon. Krouiñ a reas Breuriez Breiz evel bodadeg ar varzhed, met e reas un taol boud. E 1899 e kemeras perzh Yann ar Fusteg er C'hendalc'h etrekeltiek a oa bodet e Kêrdiz ha lidoù drouiz a spurmantas eno. Diouzh-se e lakaas en e soñj sevel an aozadur drouized e Breizh. E 1900 ez eas da Zulenn (Iwerzhon) hag e voe anvet da zrouiz dindan anv Yann abGwilherm ha goude hini Lemenik (diwar al le en doa touet war ur maenig) hag diouzhtu e vodas tud evit sevel Gorsez Barzed Breiz vihan. Erwan Berthou, hag eñ a vo eil Drouiz Meur Breizh, a oa aet da Eisteddvod Kêrdiz e 1898 hag e oa bet anvet da Varzh gant arc'hdrouiz ar Gembreiz Hwfa Môn a aotreas savidigezh Goursez Breizh Vihan.
E Pariz e oa o chom Yann ar Fusteg-Lemenik ha ne chomas ket kalz e penn ar Goursez pa roas e dilez e 2003. Anvet e voe Erwan Vertoù evit kemer e blas, rak e oa ur mignon tost da Lemenik, enklasker war ar brederouriezh geltiek ha levezonet gantañ[3].

Adstagadur da drouizelezh Breizh-Veur

kemmañ

Hervez Gwenc'hlan ar Skouezeg ez eus ul liamm etre ar frañmasonerezh hag gant an nevezdrouizelezh p'eo savet an daou e 1717 e Londrez ha John Toland[4] unan eus diazezerien an eil koulz hag an egile. Sevel a reas arDruids universal Bond (Breuriezh hollvedel an Drouized) e-doug ar vodadeg kentañ e-barzh Tavarn ar Wezenn-Avaloù, e Londrez er memes bloaz.
Ha koulskoude ez eus bet savet daou aozadur all pelloc'h, an Druid Order gant Henry Hurle e 1781 ha Gorsedd Beirdd Ynys Prydain diwar atiz Iolo Morganwg (Edward Williams) e Londrez e 1792. Ar Bond hag ar Gorsedd a zo bet krouet d'ar goursav-heol (21 Mezheven), un deiziad arouezel hervez kredennoù ar Gelted. Dindan Goursez Gembre eo hini ar Vrezhoned ha n'eus ket tu sevel ar reoliadurioù pennañ hep aotre an archdruid tramor.

Arouez, teñzor ar Goursez ha dilhad

kemmañ
 
Tribann

Arouez ar Goursez a zo tri bann oc'h ober ur seurt drapezenn ha diouzh-se eo bet anvet he c'helaouenn, An Tribann. Evit al lidoù ez eus traezoù a ya d'ober "teñzor ar Goursez" :

  • Ar c'horn hir las


Aozadur Goursez Vreizh

kemmañ

Obererezhioù Goursez Vreizh

kemmañ

Prezidanted (ha Drouized-meur) Goursez Vreizh

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ

Levrrolladur

kemmañ
  • Erwan Bertou. Dindan dero an Drouized. Pariz : Heugel, 1931. Kentskrid gant Philéas Lebesgue.
  • Paotr an Elle. Histoire du Goursez des druides. Brasparzh : Beltan, 1987.
  • Régis Blanchet. Entretiens avec un druide nommé Gwenc'hlan. Rouvray (F27120) : Ed. du Prieuré, 1993.
  • Philippe Le Stum, Le Néo-druidisme en Bretagne - Origine, naissance et développement, Éditions Ouest-France, coll. « De mémoire d'homme : l'Histoire », Rennes, 1998, (ISBN 2-7373-2281-2).
  • Thierry Jigourel, Druides, modernité d'une tradition millénaire, Éditions Coop Breizh, Spezed
  • Gwenc'hlan Le Scouëzec, Les Druides, Arbre d'Or Éditions, 2003.
  • Gwenc'hlan Le Scouëzec, La Science des druides, Arbre d'Or Éditions, 2005.

lec'hienn ofisiel, e galleg

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  1. Talvezout gorsedd evit tron ha bodadeg ivez.
  2. Lec'hiet e oa Straed Kallag, 14 Straed ar Sal hiziv. Ur blakenn-vemor a voe staliet e 1976 gant Ti-kêr Gwengamp. Hervez Mona Bras, hag hi un drouizez, e voe staget ar blakenn war tal an ti-nes, niverenn 16. Claire Charpy, Quand les druides créaient leur assemblée à Guingamp. E-barzh Ouest-France, 30 Ebrel 2023.
  3. Skrivañ a reas Erwan Vertoù ur seurt romant war Yann ar Fusteg, "Lemenik, skouer ar Varzed" (1914).
  4. Koulskoude n'eus prouenn ebet eus Toland da vezañ anvet da zrouiz hervez Ar Skouezeg.