Pal
A bep seurt palioù zo, met ar bal a weler peurliesañ eo ar benveg a dalvez da dreiñ douar el liorzhoù hag a vez lavaret ur rañv anezhañ ivez[1],[2].
Ur bal, pe rañv |
Div bal all |
Ur rañv merglet |
Betek 35 cm peurvuiañ e c'haller sankañ ur bal a-raok treiñ an douar, war-benn an teil a-wechoù da zegas danvez organek d'an douar.
Div lodenn a ya d'ober ur bal : ur pezh dir a anver houarn, da sankañ en douar, hag un troad e koad peurliesañ da zerc'hel ar benveg.
Palioù all
kemmañ- Ar rañbal, pe rañvbal
- Ar bal-daol
- Ar bal-forn