Iolo Morganwg (/ˈjo.lo mor.ˈgan.nug/) a oa anv-barzh Edward Williams, ganet e Pennon, e parrez Llancarfan, e Morgannwg, e kreisteiz Kembre, 1747-1826). (Iolo eo berradur Iorwerth - doare kembraek Edouarzh).

Iolo Morganwg

Goude ur pennad war-dro ar frañmasonerezh en em ouestlas Iolo Morganwg da sevel liderezh ha prederouriezh an drouizelezh vodern. Gantañ e voe bodet kentañ Gorsedd, Gorsedd Beirdd Ynys Prydain e 1792 war dorgenn Primrose e Londrez. Embann a rae e oa chomet bev an hengoun drouizel goude an aloubadeg roman, ar c'hristenekaat hag an heskinerezh graet gant ar rouanez saoz Elizabeth Iañ.

An drouizouriezh nevez savet gant Iolo a zo anezhi ur meskaj etre elfennoù eus ar gristeniezh, mojenn Arzhur, rakromantelezh e doare William Blake hag elfennoù eus ar mojennoù keltek.

Skrivet en deus un « Druid's Prayer » (pedenn an Drouiz), unan eus pezhioù pouezusañ liderezh ar Gorsedd. Diwarnañ eo savet liderezh Gorsedd Breizh krouet en tu-mañ da Vor Breizh, war-lerc'h eisteddfod Cardiff en 1899. Kent-se e oa bet Théodore Hersart de la Villemarqué e Gorsedd Abergawenny e 1838.

Krouet en doa un usvedoniezh diazezet war ar « c'helc'hioù kengreizek » a ya eus ar bed all (Annwn) da Abred, Ceugant ha Gwynfyd (ar Bed Gwenn, ar Baradoz).

E vuhez

kemmañ

Falsskridoù

kemmañ

Unan ag e skridoù brudetañ eo « Cyfrinach Beirdd Ynys Prydain » (Kevrin Barzhed Enez Vreizh), un danevell embannet e 1829 ha lakaet gant Iolo e-unan war gont barzhed Kembre ar Grennamzer. Sevel a reas ivez teirgwerzennoù ha kontadennoù a lavare e oant diwar zorn oberourien a wechall. Unan anezho eo ar gwerzennoù savet gantañ ha lakaet gantañ war gont ar barzh meur Dafydd ap Gwilym.

Dont a reas Iolo Morganwg a-benn da gendrec'hiñ tud e amzer, ken e kaver e skridoù-eñ e dastumadoù lennegezh krennamzerel Kembre, evel e trede levrenn ar << Myvyrian Archaiology of Wales >> (1807). Ar << Iolo Manuscripts >> (1848) a oa gwelet evel un oberenn a fiziañs gant lenneien e amzer.


Levezon

kemmañ

E-pad kant vloaz goude e varv, e 1826, e veze milliget anv Iolo Morgannwg. Hiriv eo deuet da vout un haroz broadel.

Oberennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

En galleg:

  • Diwar -benn e falskridoù, lenn rakskrid Pierre-Yves Lambert, d'ar << Quatre Branches du Mabinogi >> (L'aube des peuples, Gallimard)

En saozneg:

  • Cathryn A. Charnell-White, Bardic Circles[:] National, Regional and Personal Identity in the Bardic Vision of Iolo Morganwg (Canolfan Uwchefrydiau Cymraeg a Cheltaidd Prifysgol Cymru, 2007). ISBN 978-0-7083-2067-9
  • Mary-Ann Constantine, The Truth against the World[:] Iolo Morganwg and Romantic Forgery (Canolfan Uwchefrydiau Cymraeg a Cheltaidd Prifysgol Cymru, 2007). ISBN 978-0-7083-2062-4
  • Geraint H. Jenkins (gol.), A Rattleskull Genius[:] The Many Faces of Iolo Morganwg (Canolfan Uwchefrydiau Cymraeg a Cheltaidd Prifysgol Cymru, 2005). ISBN 978-0-7083-1971-0
  • Geraint H. Jenkins et al. (gol.), The Correspondence of Iolo Morganwg, mewn 3 cyfrol (Canolfan Uwchefrydiau Cymraeg a Cheltaidd Prifysgol Cymru, 2007). ISBN 978-0-7083-2131-7
  • Marion Löffler, The Literary and Historical Legacy of Iolo Morganwg 1826-1926 (Canolfan Uwchefrydiau Cymraeg a Cheltaidd Prifysgol Cymru, 2007). ISBN 978-0-7083-2113-3
  • Prys Morgan, << Iolo Morganwg >> (Writers of Wales, Cardiff, 1975)
  • Jones' celtic encyclopedia
  • Elijah Waring, Recollections and Anecdotes of Edward Williams (1850)

En kembraeg:

  • Prys Morgan, Iolo Morganwg (cyfres Writers of Wales, 1975)
  • Brinley Richards, Golwg Newydd ar Iolo Morgannwg (1979)
  • T.D. Thomas, Cofiant (1857)
  • G. J. Williams, << Iolo Morganwg a Chywyddau'r Ychwanegiad >> (Cardiff, 1926)
  • G. J. Williams, << Iolo Morganwg >> (Cardiff, 1956)

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ