Llancarfan a zo anv ur gêriadenn hag ur gumuniezh er c'hornôg da Y Barri, demdost da Y Bont-faen, e Bro Morgannwg, e kreisteiz Kembre. Un davarn zo, hag un iliz, ma oa un abati kozh.

Llancarfan, nepell diouzh Y Barri
Iliz Sant Cadoc

Eno e oa un abati diazezet gant sant Cadoc, pe Kadoù er VIvet kantved, ha brudet e oa an deskadurezh roet enni
Sant Cainnech (515/516 - 600)[1], Caradoc Llancarfan (XIIvet kantved) eo ar re vrudetañ skoliet eno.

Ac'hano moarvat ez ae Brezhoned an tolead da Vreizh, o treuziñ ar Mor Hafren, ha Domnonea gozh, ha goude Mor Breizh.

Er Grennamzer e oa stag an iliz ouzh abati Gloucester.

Murlivadurioù

kemmañ

En 2013 e voe dizoloet murlivadurioù eus ar XVvet kantved er manati. pembloavezh labour nevesaat a vo, betek 2018.

Tud brudet all

kemmañ

E-touez an dud brudet all eus ar barrez eo ret menegiñ ar barzh Iolo Morganwg.

Notennoù

kemmañ
  1. Anavezet evel Cainnech of Aghaboe, pe Canice en Iwerzhon, Kenneth e Skos, pe Kenny pe Canicus.

Liammoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.