Mor Havren

(Adkaset eus Mor Hafren)

Mor Havren eo an anv brezhonek, diwar skouer an anv kembraek Môr Hafren, a reer eus ar mor etre kreisteiz Kembre ha hanternoz Kernev-Veur, anezhañ aber ar stêr Hafren, hag a lavarer Bristol Channel anezhañ e saozneg.

Kartenn Mor Hafren. Ar Stêr Avon a weler o tremen dre gêrioù Bath ha Bristol.
Mor Hafren eus Llanilltud Fawr. Eno e oa manati Ildud hag alese ez eas ar sent vrezhon da Vreizh dre Mor Hafren ha Kernev-Veur
Gwelet eus an oabl
Ur sav-heol pa seller war-zu ar biz eus Minehead. Emañ Steepholm ha Brean Down dirak

Anv kozh

kemmañ

Aber Henfelen eo anv Mor Havren er Mabinogi, e Branwen ferch Llŷr. Adkavout a reer an anv e Llyfr Taliesin hag en ur varzhoneg gant Cynddelw Brydydd Mawr.

Gouzout a reer e veze treizhet gant menec'h Kembre (Paol Aorelian, Gweltaz, hag ar re all) da vont da avielañ Kernev-Veur a-raok mont da dreuziñ Mor Breizh. Eus o manati e Llanilltud Fawr e welent aod Kernev-Veur.

An inizi er Mor Hafren

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Ifor Williams, Pedeir Keinc y Mabinogi (Caerdydd, eil embannadur 1951). Er bajenn 215 e lenner un notenn gant Ifor Williams diwar-benn an anv Aber Henfelen.