Llanilltud Fawr
Llanilltud a zo ur gêr vihan e kreisteiz Kembre, e Morgannwg, war aod Mor Hafren. Saoznekaet eo bet an anv e Lantwit Major.
Orin hag istor
kemmañDont a ra an anv eus ar manac'h Illtud, aet da Ildud e brezhoneg, a voe savet ur manati gantañ eno, war-dro ar VIvet kantved. Ennañ e voe desket tud veur an Iliz katolik, tud deuet da vezañ, darn anezhe, sent veur Breizh, ha dreist-holl renerien an divroadeg etrezek Arvorig.
Desket e voe eno ar Vrezhoned-mañ:
- Sant Padrig a zeuy da vout sant meur Iwerzhon,
- menec'h a yeas da Gerne-Veur evel
- Sant Pedrog (a voe savet gantañ Padstow e Kernev-Veur),
- Sant Nektan,
- Santez Morwenna (a voe savet ganti Morwenstow e Kernev-Veur),
- Sant Piran a zo sant paeron Kernev-Veur;
- ar re a zivroas da Arvorig Paol Aorelian, Samzun, Gweltaz, Tudwal (pe "Tugdual");
- Dewi, pe Dewidd, sant paeron Kembre;
- ar roue Maelgwn Gwynedd.
Darn a zo aet betek ober eus ar manati-se "koshañ skol-veur ar bed".
Pa zegouezhas menec'h alese da Arvorig e voe roet gante anv o manati d'al lec'h ma oant degouezhet (gwelout Lannildud). Koulskoude ne greder ket e oa Illtud en o zouez.
Da welout eno
kemmañDiskouezet e vez d'ar weladennerien:
- an iliz eus an XIIvet kantved gouestlet da Sant Illtud, savet el lec'h m'edo ar manati kozh;
- an ti-kêr eus ar XVvet kantved,
- kastell Sant Donat (kembraeg: castell Sain Dunwyd) a chom tammoù anezhañ eus an XIIvet kantved, a zo hiriv ur skol etrevroadel anvet, Atlantic College.
Gevellet eo kêr gant ar Poulgwenn.
Gevelliñ
kemmañBro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Breizh | ar Poulgwenn | 1982 |
Skeudennoù
kemmañ-
Mor Havren gwelet eus Llanilltud Fawr
-
Skolaj Llanilltud Fawr
-
Porzh-houarn Llanilltud Fawr
Liammoù diavaez
kemmañ
Llangan • Llansanwyr • Llanilltud Fawr • Llwyneliddon • Llyswyrny • Marcroes • Ogwr • Penarth • Pendeulwyn • Pen-llin • Pennon • Pen-marc •
Y Rhws • Sain Dunwyd • Saint Andras • Sain Nicolas • Saint-y-brid • Senghennydd • Y Sili • Silstwn • Southerndown • Trebefered • Trefflemin • Tregatwg • Tregolwyn • Tresimwn • Y Wig • Ystradowen