Padrig (sant)

misioner hag eskob katolik en Iwerzhon
(Adkaset eus Sant Padrig)

Padrig, Maewyn Succat e anv (war-dro 385-461), zo ur sant brezhon ha roman, avielour ha sant broadel Iwerzhon.
Lidet e vez d'ar 17 a viz Meurzh e kement bro ma'z eus Iwerzhoniz war an douar.

Sant Padrig
Gouel Sant Padrig e Buenos Aires (Arc'hantina).

Ganet e vije Maewyn Succat en un tiegezh brezhon ha roman war-dro 385 e Bannaven Taberniae (pe Banna Venta Berniae), nepell diouzh Carlisle, hiriv en Cumbria.

E dad e oa Calpurnius, a laboure er velestradurezh, da zastum arc'hant an tailhoù, hag a oa diagon. Beleg e oa e dad-kozh. E vamm-gozh a deue eus Galia, eus kostez Teurgn, ha kar e oa da Martinus Teurgn.

En 405, hervez ar vojenn, pa oa en e 20 vloaz, e voe skrapet Maewyn Succat gant morlaeron iwerzhonat, ha Niall « e nav gouestlad» a oa unan anezho, hag a werzhas anezhañ evel sklav. E-pad c'hwec'h vloaz e voe bac'het en ur gaoued e-kichen koad Fochoill, en Kontelezh Maigh Eo. Maesaer e oa evit ur penntiern iwerzhonat. Neuze eo e kavas Doue.

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Saint Patrick, Confession et Lettre à Coroticus, texte latin, traduction et notes de R. P. C. Hanson et C. Blanc, Paris, Cerf, Collection « Sources chrétiennes », n° 249, 1978, 216 p. (ISBN 9782204012775)
  • (la) (en) St. Patrick. His writings and Muirchu's Life. A.B.E Hood. Phillimore. London & Chichester. 1978
  • (br) Sant Padrig (Confessio ha Lizer da Coroticus, troet diwar al latin e brezhoneg gant Biel Cabon, hag e galleg gant Saik Falc'hun), emb. Minihi Levenez, 1989, 64 p. (levr divyezhek) Lenn enlinenn, war Levraoueg niverekaet eskopti Kemper ha Leon