Purgator Sant Padrig

Purgator Sant Padrig (Purgadóir Naoimh Phádraig en iwerzhoneg, St Patrick's Purgatory e saozneg, Purgatorium Sancti Patricii e latin) zo ul lec'h-pirc'hirinañ en Iwerzhon a zo bet brudet er Grennamzer. Emañ en Inis an Turais ("Enez ar Birc'hirinded")[1] (Station Island e saozneg), e Loch Dearg, e Kontelezh Dún na nGall.

Station Island, adal Loch Dearg, e Kontelezh Dún na nGall, en Iwerzhon.
Kartenn eus Station Island, gant Thomas Carve en 1666. "Caverna Purgatory" eo lec'h ar mougev.
Delwenn Sant Pádraig e Purgadóir Naoimh Phádraig.

Ur manati a oa en unan eus inizi Loch Dearg, ha dont a ra tud da birc'hirinañ di bep bloaz e koun sant Padrig a vije bet o vevañ eno er Vvet kantved. Diwar-benn ar birc'hirinded-se e voe skrivet an dornskrid brudet Tractatus de Purgatorio Sancti Patricii.

Hervez ar vojenn, er Vvet kantved, e teuas Jezuz da ziskouez ur vougev da Sant Padrig, a vije bet toull-dor ar Purgator[2].

Kemmañ a ra lec'h Purgator Sant Padrig hervez ar skridoù. Kentañ ma voe meneget a oa gant ar manac'h saoz Josselin, pe Jocelin, eus Furness e Lancashire, en 1183[3]. Hervezañ e oa al lec'h santel war ar menez Cruachán Aigle, pe Croagh Patrick (Cruach Phádraig e gouezeleg), e kontelezh Maigh Eo.

Gerallt Gymro, eskob kembreat, a veneg Enez ar Sent e Loch Dearg e Dún na nGall en e Topographia Hibernica en 1187.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. logainm.ie
  2. Bieler, Ludwig. "St. Patrick's Purgatory: Contributions towards an Historical Topography.” The Irish Ecclesiastical Record 93 (1960): 137–44.
  3. François Bouillon : Vie et purgatoire de saint Patrick, Éditions Jérôme Millon, 2005.
  4. http://www.worldcat.org/title/father-butler-the-lough-dearg-pilgrim/oclc/65662793