Histoire des voyages de Scarmentado écrite par lui-même

Histoire des voyages de Scarmentado écrite par lui-même zo ur gontadenn c'hallek verr gant Voltaire e 1756.

Voltaire o kontañ un istor, gant Jean Huber.

Ur gontadenn flemmus eo, skrivet er c'hentañ gour unan, ma weler an haroz o vont a vro da vro hag oc'h en em gavout en diaezamant abalamour da c'hizioù droch an dud pe d'o drougiezh.

Meur a dra a laka da soñjal e Candide, gant Voltaire ivez e 1759, evel al linennoù diwar-benn an Ofis Santel.

Liammoù diavez kemmañ