L'Espurgatoire Seint Patriz

L'Espurgatoire Seint Patriz, anavezet ivez evel La légende du purgatoire de saint Patrick, zo ur varzhoneg e galleg kozh, 2 302 werzenn eizhsilabennek enni, betaozet gant Marie de France en XIIvet kantved. Savet eo diwar ur skrid latin, an Tractatus de Purgatorio Sancti Patricii, gant ar manac'h Henry de Saltrey (pe Sawtry en saozneg)[1].

Ar marc'heg Owein o selaou ar priol o renabliñ ar jahinoù graet er purgator.

Danvez kemmañ

Kontet eo istor ur marc'heg iwerzhonat, Owein, o vont da Burgator Sant Padrig, un enezenn eus Donegal, evit kaout ar pardon eus e bec'hedoù. Diskenn a ra d'ar purgator, dont a ra diaouled d'e vete, diskouez a reont dezhañ jahinerezh a bep seurt evit ober dezhañ nac'h e feiz. Dizarbenn a ra an dempterien bep tro o tistagañ anv Jezuz. Goude tremen un nozvezh er purgator e tistro d'an iliz ma krogas e veaj, hag ez a en-dro war e giz, gwalc'het e ene.

Hêrezh kemmañ

E deroù an XIXvet kantved e kemeras ar barzh saoz Robert Southey skrid L'Espurgatoire Seint Patriz da sevel ar varzhoneg St Patrick's Purgatory.

Levrlennadur kemmañ

  • T. Atkinson Jenkins (1894) : L'espurgatoire Seint Patriz of Marie De France – An Old-French Poem of the Twelfth Century, Legare Street Press, 2021 (ISBN 978-1-01-372084-0)Google Books

Gwelet ivez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Jenkins, op. cit.