Vvet kantved
../.. | IIIe kantved | IVe kantved | Vvet kantved | VIvet kantved | VIIvet kantved | ../..
Bloavezhioù 400 | Bloavezhioù 410 | Bloavezhioù 420 | Bloavezhioù 430 | Bloavezhioù 440
Bloavezhioù 450 | Bloavezhioù 460 | Bloavezhioù 470 | Bloavezhioù 480 | Bloavezhioù 490
401 | 402 | 403 | 404 | 405 | 406 | 407 | 408 | 409 | 410 |
411 | 412 | 413 | 414 | 415 | 416 | 417 | 418 | 419 | 420 |
421 | 422 | 423 | 424 | 425 | 426 | 427 | 428 | 429 | 430 |
431 | 432 | 433 | 434 | 435 | 436 | 437 | 438 | 439 | 440 |
441 | 442 | 443 | 444 | 445 | 446 | 447 | 448 | 449 | 450 |
451 | 452 | 453 | 454 | 455 | 456 | 457 | 458 | 459 | 460 |
461 | 462 | 463 | 464 | 465 | 466 | 467 | 468 | 469 | 470 |
471 | 472 | 473 | 474 | 475 | 476 | 477 | 478 | 479 | 480 |
481 | 482 | 483 | 484 | 485 | 486 | 487 | 488 | 489 | 490 |
491 | 492 | 493 | 494 | 495 | 496 | 497 | 498 | 499 | 500 |
|
D'ar 1añ Genver 401 e krog ar Vvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 500.
Darvoudoù
kemmañ- Deroù Sevenadur Marajoara war Enez Marajó, e genoù an Amazon, unan eus koshañ priñselezhioù galloudek Amazonia (400-1300).
- Lid an hendadoù, aozet en-dro da valzamegennoù ar Pennoù en Amazonia ; jarloù kañv antropomorfek.
- Kêrioù kentañ e su ar Sahara (Djenne-Djenno). Ur greizenn genwerzh lec'hel bouezus eo Djenne-Djenno d'ar mare-hont. Enporzhiet e vez kailh houarn ha mein malañ hag ezporzhiet e vez boued (pesked hag edaj) war-du ar c'hêrioù nevez war lez an dezerzh.
- E-tro ar Vvet hag ar VIvet kantved en em stailh ur boblañs, nevez mestroniet an houarn ganti, en-dro d'ar Zambeze ha d'al Limpopo. Eus an norzh e vije deuet ar vengleuzerien rhodezat-mañ, marteze eus kornioù Meroe ha su rouantelezh Aksoum. Tennañ a reont aour, kouevr ha staen diouzh an douar. Gallet ez eus bet renabliñ, evit poent, e-tro 60 000 mengleuz en takad-se. Marteze eo bet ganet sevenadurezh ar Zimbabwe, en em zispako adal an Xvet kantved, diwar ar sevenadur-mañ.
- Kêriadenn Broederstroom, e kornôg Pretoria e Suafrika.
- Tizhet eo Madagaskar gant trevadennerien afrikan hag indoneziat.
- Turked Tujued (T'ou-kiue) en Altai.
- War stummañ emañ Impalaeriezh an Avared (Ruanruan pe Jouan Jouan) eus Korea betek Irtych.
- Bog rouantelezh Koguryŏ (Korea) dindan renadur Kwanggaet'o Wang Veur hag e vab Changsu Wang.
- Bezioù roueel Silla ha Koguryo e Korea.
- Rouantelezh Yamato e Japan. Mestr eo klan Yamato war trowardroioù Nara, e-kreiz Honshu ha levezonet eo gantañ su an enezenn hag aodoù mor Japan.
- Mont a ra Bro-Japan e-barzh lusk an oadvezh istorel a-drugarez d'ar skritur deuet eus Sina ha da elfennoù kentañ ar sevenadurezh deuet dre Gorea. Milrannet er penn-kentañ e priñselezhioù niverus, e teu ar galloud da vezañ kreizennet muioc'h-mui etre daouarn an impalaerien (tennô), a orin doueel hervez ar c'hredennoù (e-tro 520).
- Hervez an hengoun en em gav ar brâhman Kaundiya e Funan (Su Viêt-Nam). Goude bezañ lakaet merc'h ur roue-naer (nâga) dindan gazel-ge, gras d'ur wareg hud, e timez ganti ha dibabet eo da roue gant ar bobl. Kemmañ a ra al lezennoù diouzh doare India.
- Kas a ra Stad Funan, anavezet dindan an anv-se diwar mamennoù sinaat, ur politikerezh d'en em em ledañ war-du an argoad a-raok bezañ diskaret d'he zro er VIvet kantved gant Stad kreñvaet Zhen-la (pe Chen La) bet sujet a-gent. E Funan e oa bet lakaet ar Shivaegezh da relijion Stad.
- Kerkent hag ar Vvet kantved, e teu war wel daou seurt aotrouniezh politikel en enezeg Indonezia : ar Stadoù mor diazezet war ar c'henwerzh ha staliet war aodoù Sumatra, norzh Java, Borneo (Kalimantan) ha Sulawesi, ha, diouzh an tu all, rouantelezhioù an argoad diazezet war labour ar riz, e reter hag e-kreiz Java. Skoulmet darempredoù ganto gant sevenadurezh India, e vez degemeret gant ar rouantelezhioù-se ar skritur, ar sañskriteg hag ar relijion (boudaegezh hag hindouegezh).
- En em gavout a ra ar relijion boudaat e Myanmar hag Indonezia.
- Gweladenniñ a ra ar pirc'hirin boudaat sinaat Faxian (Fa Hien) inizi Sunda e deroù ar c'hantved.
- Ganet eo ar pagodennoù sinaat boudaat diwar skouer stûpaoù kreiz Azia, heñvel o stumm ouzh hini un tour (emdroadur stadet war kinkladurioù mougevioù ar Yungang).
- Treuztiriadurioù kentañ Romed hanternoz India. Komz a reont ur rannyezh hindi indezeuropek.
- Skridaozadenn barzhoneg meur sañskritek ar Râmâyana (diwar testennoù a sav d'ar IVe kantved kt JK, a greder bezañ bet savet gant Valmiki); kontañ a ra troioù-kaer Rama a glask e wreg Sita skrapet gant Ravana, roue Lanka, anezhañ un drouksprered dek penn dezhañ. Divizout a ra ren ur brezel spontus a-enep dezhañ gant skoazell ar marmouzed hag o jeneral Hanuman hag an holl loened all.
- Buhez ar prederour Bhartrihari.
- Tolkâppiyam, levr yezhadur tamilek.
- Tizhet eo Tahiti, inizi ar Gevredigezh, Enez Pask hag inizi Hawaii gant Polineziz.
Europa ar C'hornôg ha bed roman
kemmañ- Barr skorn uhelañ testeniekaet gant taouarc'heg skorneg Fernau (Tirol), etre 400 ha 750.
- 394 : Mont a ra an Impalaeriezh roman a-dammoù.
- 410 : Preizhet eo Roma gant ar Wizigoted.
- 410-415 : Aloubet eo su Galia gant ar Wizigoted
- E-tro 421 : Hervez Levr ar Vormoned, e vije bet douaret ar Pladoù Aour gant Moroni ha lakaet un termen d'ar marilh.
- 439 : Preizhet Kartago gant ar Vandaled
- Ur c'houlz bennak goude 440 en em stailh an Angled hag ar Saozon war Enez Vreizh. Diouzh an hengoun e vijent bet pedet eno gant ar Penn brezhon Vortigern.
- Aloubet eo Enez Vreizh bep un tammig gant ar Bikted, ar Ouezeled eus Iwerzhon, an Angled hag ar Saozon. Krouiñ a ra an Angled hag ar Saozon seizh rouantelezh (Heptarkiezh) war Enez Vreizh etre ar Vvet hag an XIvet kantved : Essex (VIvet), Anglia ar reter (VIvet), Kent (Vvet), Mercia (dibenn VIvet), Northumbria (Vvet), Sussex, Wessex (dibenn Vvet).
- Divroañ a ra Skosiz eus Iwerzhon war-du gwalarn Bro-Skos ha krouiñ a reont rouantelezh Dalriada (Argyll).
- Rannet eo Iwerzhon e seizh rouantelezh dindan aotrouniezh ur Pennroue (Ard Ri) a chom teorikel e aotrouniezh.
- 452 : Aloubet an darn vrasañ eus Europa gant Attila an Hun a ginnig sailhañ war Roma. Embann a ra ar pab Leon Iañ bezañ en em welet e-unan gant Attila ha kendrec'het anezhañ da leuskel Roma didrubuilh.
- 455 : Lakaet an arigrap war Roma gant ar Vandaled.
- Evit ar wech kentañ e Galia ez eus savet ur santual en enor da Vari, war-vord ar Garona, Santez-Vari Tolosa (kêr-benn ar Wizigoted). Goude-se e vo anvet iliz an Alaouret (La Daurade) abalamour d'ar mozaikennoù alaouret a eztaole arvestoù eus an Testamant Kozh ha Nevez. Dekkornek e stumm kinklet e tegas da soñj tres ar savadur kentañ-mañ eus savadurioù Roma, Ravenna hag eus ar reter.
- 476 : Mont a ra kuit Romulus Augustus, rener roman diwezhañ impalaeriezh roman ar C'hornôg. Kregiñ a ra marevezh ar Grennamzer en Europa dre an Amzerioù teñval.
- Skrivañ a ra Aogustin Keoded Doue
- Kregiñ a ra an alkimiourien da glask ar maen filozofel.
- Mont a ra da get an hengoun an drouized e Galia dirak ar sevenadur gall-ha-roman hag ar relijion gristen.
- Diskar ar reizhiad moneizhel en Impalaeriezh ar C'hornôg.
- 400-600 : mare an "treuztiriadoù bras" pe oadvezh german an houarn kozh (400-600). Tizhet eo un darn vat eus kevandir Europa, er c'hornôg hag er su, gant al luskadoù treuztiriañ german bras. Lakaat a ra al lec'hanvadur (Goted, Vandaled, Sueved, Burgonded) da soñjal e vijent loc'het eus Skandinavia. Strolladoù german diazezet e norzh Alamagn hag e Danmark (Angled, Juted ha Saozon) a zivro da Enez Vreizh etre an IIIe hag ar VIIvet kantved.
- Skandinavia : Savet e vez keodedoù pe greñvlec'hioù emzifenn (tilflugtsborg) en inizi Gotland, Öland pe Bornholm zo ganet diwarno, marteze a-walc'h, un aozadur politikel ha sokial nevez en-dro d'un unanenn diriadel diazez a ya ar c'hlan pe an etniezh (bygd) d'hec'h ober.
- Stadet e vez gant an arkeologiezh un digresk bras er c'havadennoù e Danmark e dibenn oadvezh an houarn hag e deroù an treuztiriadoù bras. D'an hevelep koulz e hañval ledenez Skandinavia, Sveden peurgetket, bezañ bet pinvidik-mat ha teñzorioù bras zo bet kavet eno, evel hini Tureholm (pezhioù aour roman pe vizantat, troioù-gouzoug aour fetis, medalennoù, spilhennoù ha brakteatoù). Marteze eo test douaridigezh ar pinvidigezhioù-se eus arvarusted ar mare. Kreñvlec'hioù a vez savet pe adannezet war aodoù hag inizi ar mor Baltel hep na vije tu da c'houzout pehini a oa an dañjer eo bet broudet an dud d'en em zifenn dioutañ.
- Krugelloù kañv Uppsala Gozh e Sveden, moarvat bezioù Pennoù ar rouantelezh kentañ.
- Bered pagan Lidholm Höje (Danmark), implijet etre 400 ha 1000, enni kantadoù a vezioù losk, gronnet gant mein, dezho stumm ul lestr.
- Enskrivadurioù runek war gornioù eus Gallehus, o tont eus ar Jylland moarvat.
- War wel e teu ar stil reterel loenel e Skandinavia. Roc'hengravadurioù kentañ war enez Gotland. En VIIIvet kantved en em zispako an arz-mañ da vat.
- En em staliañ a ra meuriadoù slav ar c'hornôg (Polaned, Vislaned, Silezaned, Pomeraned, Mazovianed) en tu reter d'an Oder, etre ar mor Baltel hag ar C'harpatoù (en-dro da Gniezno evit ar Bolaned, en-dro da Grakovia evit ar Vislaned). Argaset eo pobloù ar mor baltel war-du an norzh gant divroadegoù ar Slaved.
- Meneget eo ar Vislaned e reter Moravia gant istorour Tarragona, Paol Oros. Puilh eo ar c'hailh houarn er vro hag ur c'hroashent pouezus eo war hent an Dniestr, Kiev hag ar mor Du.
Tud dibar
kemmañ- Attila, Penn an Huned eus 434 da 453.
- Aogustin Hippo, eskob, doueoniour
- Niall Noigiallach, krouer unan eus brasañ tierniezhioù Iwerzhon.
- Sant Jerom ermit, kloareg, troer ar Bibl
- Bodhidharma
- Theodorik Veur, roue ostrogot
- Sant Padrig, peurechuet gantañ kristenekaat Iwerzhon
- Alarik Iañ, roue ar Wizigoted, bet preizhet Roma gantañ
- Flavius Aëtius, an diwezhañ eus jeneraled veur Roma
- Pab Leon Iañ