410
bloavezh
1163 Ab Urbe Condita = 410 goude J.-K.
Bloavezh boutin, o kregiñ hag hoc'h echuiñ gant ur Sadorn
Kantvedoù 4e kantved - 5vet kantved - 6vet kantved |
Dekvloazhiadoù 380 – 390 – 400 - Bloavezhioù 410 - 420 – 430 – 440 |
Bloavezhioù 407 – 408 – 409 – 410 – 411 – 412 – 413 |
Darvoudoù
kemmañEuropa
kemmañImpalaeriezh roman
kemmañ- Impalaer ar C'hornôg : Honorius
- Impalaer ar Reter : Theodosius II
- Koñsuled : Varanes (Reter); hep kenseurt evit ar C'hornôg. (E Roma, dindan Attalus, Tertullus zo koñsul)[1]
- Roue ar Wizigoted : Alarig Iañ. Athaulf a zeu war e lerc'h e Toloza.
Ravenna
kemmañ- Priscus Attalus a ya da dagañ Ravenna gant un arme hanter roman hag hanter wizigot. Mes skoazelloù zo roet da Honorius gant e genderv Theodosius II, impalaer ar Reter, hag a gas 4000 den dezhañ; gant Valens hag a chench tu un eil gwech; gant Heraclianus, gouarnour ur rannvro eus Afrika. Priscus Attalus ne c'hall ket mont pelloc'h.
Roma
kemmañ- Distroadet eo Priscus Attalus gant Alaric Iañ, e-kerzh an hañv, e Rimini.
- D'ar 24 Eost 410, hag e-pad tri deiz goude, eo preizhet Roma gant Alarig Iañ evit an deirvet gwech.
- C'hoant en eus Alarig neuze da vont da aloubin Sikilia. Kouezhet klañv, mervel a ra e Cosenza e fin ar bloaz 410.
- Athaulf a zeu war e lerc'h e penn ar Wizigoted, mes evit mont d'en em staliañ e kreisteiz Galia. Kent mont kuit, e skrap Galla Placidia, c'hoar Honorius.
Britannia romana
kemmañ- Skarzhet eo ar Bikted ha ar Skoted gant ar Vretoned-Romaned. Ar re-mañ e c'houll sikour digant Honorius, disammet diouzh Alarig, en Italia, Maximus, e Spagn, Constantinus III hag e vab Constant II, e Galia ha Britannia. Honorius a ro da c'houzout ne c'hell ket o skoazellañ evit ar poent, ha goulenn a ra diganto en em zifenn o-unan.
Bro-Skos
kemmañAfrika
kemmañ- Un distaol-tailhoù zo aotreet gant Honorius d'an Afrikaned[3].
Reter nesañ
kemmañAzia
kemmañArzoù, skridoù, ha skiantoù
kemmañRelijionoù
kemmañ- Sul Fask : 10 Ebrel
- Pab : Inosant Iañ
- Lemel a ra Honorius lez-ober an disivouderien en Afrika[4]
Ganedigezhioù 410
kemmañMarvioù 410
kemmañ- Alarig Iañ, roue ar Wizigoted
- Rufinus Aquileia, istorour
Daveoù
kemmañ- ↑ André Blanc. L'homme emprisonne le temps. Les Calendriers. Les Belles Lettres.1986.
- ↑ M.N BOUILLET : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris. 1863.
- ↑ André Piganiol : La chute de l'empire romain. Le Mémorial des siècles. Albin Michel, 1964 : Marabout, 1982
- ↑ André Piganiol, idem