Flavius Honorius
Flavius Honorius (384-423), pe Honorius hepmui alies, a oa un impalaer roman, mab d'an impalaer Flavius Theodosius ha d'an impalaerez Aelia Flaccilla, breur yaouankoc'h da Arcadius ha da Aelia Pulcheria.
Buhez
kemmañGanet e voe e Kêrgustentin d'an 9 a viz Gwengolo 384. Anvet e voe da gonsul e 386, da 2 vloaz. Pa voe 9 bloaz e voe anvet da Aogust Impalaeriezh roman ar C'hornôg, da lavarout eo da genimpalaer, gant e dad d'an 10 a viz Genver 393. Dre ma oa bugel e voe lakaet dindan gwarez Stilichon, ur Vandal romanekaet.
Kentañ dimeziñ Honorius a voe gant Maria, merc'h Stilichon ha Serena. Gwerc'hez bepred e oa Maria pa yeas da Anaon dek vloaz diwezhatoc'h. Stilichon a ginnigas neuze e eil merc'h Thermentia da Honorius, mes argaset e voe-hi er bloaz-se end-eeun. Da heul e roas Stilichon e vab Eucher da c'hoar Honorius, Galla Placidia, da bried[1].
Pa varvas Flavius Theodosius e 395 e voe anvet Honorius da impalaer ar C'hornôg hag e vreur henañ Arcadius da impalaer ar Reter.
Un den gwan e oa Honorius, ha ma renas tost da dregont vloaz eo abalamour ma voe harpet mat gant e jeneraled, dre ma oa gwan ivez e enebourien, ha dre ma kavas gwell leuskel tammoù eus an impalaeriezh gant ar pobloù a glaske hec'h aloubiñ evit kaout peoc'h digante.
Mervel a eure Flavius Honorius e 423.
An Impalaeriezh da vare Honorius
kemmañAlarig
kemmañEr bloaz 400 e oa Stilichon, koñsul ar C'hornôg[2]) o vrezeliñ e Raetia ha Norika enep ar Vandaled, an Alaned hag an Ostrogoted, ha diskenn a reas Alarig Iañ gant e Wizigoted eus ar Balkanioù betek bro ar Veneti da lakaat seziz war Mediolanum (Milano). Kaset e voe an impalaer yaouank Honorius gant Stilichon da Ravenna, ur gêr hag a oa difennet mat a-drek he mogerioù-kreñv hag he geunioù.
Gervel a reas Stilichon lejionoù an harzoù da zont da zifenn Italia enep ar Wizigoted. En o zouez e oa al Legio VI Victrix, a oa karget da zifenn Moger Hadrian enep ar Bikted abaoe amzer an impalaer Hadrian (122-128)[3]. Biskoazh ne zistroas al lejion-se da Enez Vreizh, ha dizifenn e chomas ar Voger eno.
E miz C'hwevrer pe Meurzh ar bloaz 402, Stilichon a lakaas Alarig da lemel seziz Mediolanum. D'ar 6 a viz Ebrel, devezh Sul-Fask, e voe trec'h Stilichon war Alarig en emgann an draoñienn Tanaro e-kichen Pollentia (Pollenza hiziv). Tec'hel a rankas Alarig, ha Stilichon a lakaas e grabanoù war gwreg ha bugale ar roue wizigot.
Goude asantiñ mont kuit eus Italia d'en em dennas neuze da Etruria, Alarig en devoe e wreg ha e vugale digant Stilichon en-dro. A-boan aet kuit ec'h adkrogas ar brezel diouzhtu hag aloubiñ a reas Verona. Evit an eil gwech e voe trec'het Alarig gant Stilichon eno. En dro-se avat, faezhet ar Wizigoted ha kollet kalz tud ganto, e voe ret dezho mont kuit.
D'ar 1añ a viz Genver 404 e voe graet un trec'hlid da Stilichon hag Honorius e Roma.
Radegast
kemmañTost da zaou vloaz war-lerc'h, e fin ar bloaz 405, e voe tro Radegast da lakaat gwask war Italia. E penn miliadoù a C'hoted, Vandaled, Alamaned hag Alaned e treuzas an Alpoù hag e skubas an difennoù roman evit aloubiñ Etruria. An 19 Ebrel 406, embann a reas Honorius ur skrid war savadeg an holl ar re barrek d'en emgann. (Piganiol. p. 92, ha ar skrid, p. 197. Kod. Theodos. VII,13,17). Stilichon a savas e arme e Ticinum (Pavia) hag en em skoas war hini ar varbared. E Foesulae, e-kichen Firenze, a voe Stilichon trec'h warno. Radegast a voe paket bev ha dibennet d'an 23 a viz Eost 406.
En hañv 406 ivez, arme roman Breizh-Veur, strafuilhet gant Vandaled, Sueved hag Alaned, a lakaas en he fenn an ofiser Marcus evel impalaer e 407, hag an ofiser all Gratianus da c'houde e 407 ivez. A-benn ar fin, e chomas an alouber Kustentin III e penn an arme.
Ur gudenn vras spontus nevez ː d'an noz etre an 31 a viz Kerzu 406 hag ar 1añ a viz Genver 407, e-kichen Mogontiacum (Mainz), miliadoù a varbared a dreuzas ar Roen skornet. Ar Franked e karg da zifenn an harz-se ne c'halljont ket ober tra pe dra. Augusta Treverorum (Trier), Durocortorum (Reims), Samarobriva (Amiens), Nemetacum (Arras), Tarvenna (Thérouanne), Turnacum (Tournai) ha kêrioù all a voe aloubet ha distrujet ganto.
Er bloaz 407, Augusta Treverorum (Trier) a voe aloubet ur wech ouzhpenn ha devet gant ar Franked Ripuared ar wech-mañ. Taget voe Breizh roman gant ar Bikted hag ar Skoted.
War dro miz C'hwevrer pe Meurzh 407 e varvas Maria, gwreg Honorius, gwerc'hez bepred[4].
Kustentin III a dreuzas Mor Breizh hag a lakaas dindan e veli ar pezh a chome eus armeoù roman e Galia. En em staliañ a reas en Arelate (Arle), a oa kêr-benn Galia d'ar mare-se e-lec'h Augusta Treverorum (Trier) aet da get. Caesar e voe mab henañ ha nobilissimus e eil mab. Lakaat a reas da c'houzout da Ravenna hag an impalaerezh galian ne roje ken na den, na marc'h, na boued, na tailhoù. Kerkent ez eas da vrezeliñ enep ar C'hoted.
D'ar 15 a viz Du 407 ec'h embannas Honorius ul lezenn a-zivout diberc'hennadur an temploù pagan, gant o madoù ha leveoù[5].
Er fin ar bloaz 407 pe e deroù ar bloaz 408 e tistroas Alarig da vrezeliñ en Italia. En Hemona (Ljubljana) edo pa ginnigas Stilichon un emglev dezhañ. Goude bet paeet da Alarig un daspren a 4 000 lur en aour, e kinnigas dezhañ kemer penn un arme roman evit adkemer Galia diwar KusteNtin III. Evitañ e-unan e yaje gant un arme all da gemer Kergustentin evit adunaniñ an impalaeriezh roman[6].
Arcadius, impalaer ar Reter ha breur da Honorius, a varvas d'ar 1añ a viz Mae 408. E vab Theodosius II, oadet 7 vloaz, a zeuas war e lerc'h war an tron dindan adren Anthemius, prefed pretordi ar Reter.
Dre ma oa Honorius intañv, Stilchon e roas dezhañ e eil verc'h Thermentia, hag e ginnigas dimez etre Galla Placidia, c'hoar Honorius, hag e vab Eucher (Zosso & Zingg, O;C. p. 179)
Droug a sav e-touez an dud en Italia ouzh Stilichon ː er gristenien, er baganed, e brientinien ar sened, en dud e lez Honorius, hag e Galla Placidia na felle ket dezhi eurediñ gant Eucher.[7]
A-benn ar fin en em gavas Stilichon en e unan ha tapet e voe ha drouklazhet gant e soudarded e Ravenna d'an 22 a viz Eost 408. E vab Eucher a voe drouklazhet d'e dro ur pennadig goude. E verc'h, an impalaerez Thermentia, a voe argaset ha kaset d'he mamm en-dro. Serena, gwreg Stilichon, tamallet dezhi gant Galla Placidia da vezañ a-du gant Alarig evit diskar Roma[8], a voe krouget e miz Du 408.[7]
E fin miz Du 408 en em gavas Alarig dirak Roma evit ar wech kentañ hag e lakaas seiziz warni evit ne naoniañ ; komz zo bet eus kanibalegezh[9]. Plegañ a reas Stilichon adarre da Alarig ː pemp mil lur aour, tregont mil lur argant, pevar mil brozh saez, tri mil pezh lienn fin ha ruz-skarlek, tri mil lur pebr.[7]
E deroù 409, Olympus a gasas diouzh Ravenna ar c'hwec'h mil soudard a chome gantañ da sikour Roma. Trec'het, drailhet, ha kaset da get betek an den diwezhañ gant Alarig e voe an armead vihan-se. Olympus a voe diskaret diouzh e c'halloud e miz meurzh 409.
War dro Mae-Mezheven 409, war ali Olympus, ofiser ar Palez, Honorius a anzavas Kustentin III da genseurt hag aogust (impalaer), en spi da gaout sikour digantañ. Hemañ a respontas e teuje d'e zikour gant armeoù Breizh, Galia ha Spagn[10]. En askont da se, nac'hañ a reas Honorius plegañ da c'houlennoù Alarig.[11]
E-kerzh diskaramzer ar bloaz 409 e voe sac'het Kustentin III e Galia abalamour d'ar reuz bounted e Spagn gant Vandaled, Alaned ha Sueved. Neuze e c'halvas Jovius, prefed ar Pretordi, 10 000 goprad hun eus an tu-hont d'an harzoù.[11]
E dibenn ar bloaz 409, Alarig, n'en devoa ket bet an truaj en doa goulennet, a lakaas seziz war Roma evit an eil gwech. Dre ma oa mestr war grignoloù greun Ostia e lakaas ur wech ouzhpenn tud Roma dindan naonegezh. Truez a voe goulennet digantañ gant ar Sened. Alarig neuze a c'houlennas digant ar Sened ma vije diskaret Honorius ha lakaet Attalus, prefed Roma, en e lec'h. Ar Sened a sentas, ha setu Attalus anvet da aogust e dibenn miz Here pe e deroù miz Du 409.
Kerkent ha diwar gourc'hemenn Attalus e voe lakaet Alarig e penn an arme, hag e vreur-kaer Ataulf e penn gward war gezeg an impalaer ; Valens, trubard diouzh Honorius, a voe lakaet e penn ar varc'hegiezh ha Lampadus, brientin ha senedour pagan, anvet da brefed ar pretordi.
Plegañ a reas Italia hag Afrika d'an impalaer nevez. Dre ma ne c'halle ket Atalus lakaat Honorius da blegañ, diskaret e voe gant Alarig hag hemañ a lakas seziz war Roma evit an deirvet gwech. E-kerzh nozvezh ar 24 a viz Eost 410 e teuas Alarig hag e soudarded a-benn da vont tre e kêr Roma dre an nor Salaria ; difennet fall e oa bet an nor, pe trubarderezh a voe. Betek ar 27 a viz Eost e voe spont bras, dir, tan ha gwad e Roma — e-keit-se ez embannas Honorius ur skrid enep an disivouderien afrikan.
Goude tri devezh distruj, lazhadeg, tan, preizhadeg, Alaric hag ar Wizigoted a gemeras hent Kampania hag ar c'hreisteiz gant ur bern traoù laeret ha prizonidi, en o zouez Galla Placidia hag Attalus. Sikour a voe goulennet gant Bretoned-Romaned digant Honorius, a respontas ne c'halle ket hag e oa d'ar Vretoned-Romaned d'en em zifenn o-unan.
Klañvaat a reas Alarig a-raok mervel e Consentia (Cosenza), Kalabria, e 410. E vreur kaer Ataulf a voe penn ar Wizigoted en e c'houde.
Goude marv Alarig
kemmañE kreiz ar bloaz 411, Honorius a lakas Constantius e penn troadeien e arme (magister peditum) hag an Ostrogot Ulphila e penn ar varc'heien (magister equitum), evit en em zizober diouzh alouberien Galia ha Spagn[12].
Ar c'hezar Constantius, mab Kustentin III, a voe lazhet e Vienna gant Gerontius, tad Maximus, en deus savet da impalaer e Spagn[13].
Seizet en Arles gant Constantius e-kerz miz Eost 411, Kustentin III e oa ret dezhañ plegañ. Goulenn start Constantius e oa ha Kustentin III e oa graet beleg, evit mirout e vuhez. Kaset e oa neuze Kustentin III hag e vab etrezek Ravenna. Hervez Sozomen, lazhet e oant memes tra a-raok degouezhout en Italia. Hervez Marcellinus, e oa en Arelate. Hervez Frigeridus hag Olympiodor, e oa war vord ar ster Mincio, ouzh 30t mil kent Ravenna. War a seblant, e oa war urzh Honorius, hag n'en devoa ket pardonet Kustentin III bet lazhet gantañ darn eus e dud. Echu e voe da vat gant impalaeriezh c'halian Kustentin III[14].
Arelate a blegas da Honorius, ha deuas en-dro d'an impalaeriezh roman.
Maximus, mestr war ul lodenn eus Spagn, a voe tapet gant Constantius, ha lazhet. Kerkent, e Mogontiacum (Mainz), un den all a voe savet war-lerc'h Constantius III ː Jovinus, hemañ o sevel diouzhtu un arme nevez gant barbared eus broioù ar Roen.[15]
Ataulf, roue nevez ar Wizigoted, graet peoc'h gant Honorius, a gerzhas gant e Wizigoted etrezek hanternoz Italia. Eno e timezas gant Galla Placidia, e giz ar C'hoted, e Forum Livii (Forli) e bro Emilia. E giz-se, Athaulf en em wel evel breur-kaer d'an impalaer Honorius[16].
Goude bet diskaret Kustentin III, Constantius e gerzhas war roud Gerontius tec'het e bro Spagn. An darn vrasañ eus soudarded Gerontius e dremenas a-du gant Constantius. Kelc'hiet gant e gwreg hag ur mignon Alan, en e di laket tan enni, Gerontius ne chome ket gantañ nemet en em zistrujañ[17].
E bloaz 412, goude digor an Alpoù, e tremenas Athaulf gant e Wizigoted e Galia.
Un eil eured, er c'hiz roman ar wech-mañ, a voe lidet etre Ataulf ha Galla Placidia e Narbo Martius (Narbonne) d'ar 1añ a viz Genver 414. Ur bugel o devoe, anvet Theodosius,[18] (aet da Anaon ha douaret e 415 e Barcino (cf Demougeot, o.c. p 279-280))
An deiz-se, 1añ a viz Genver 414, Flavius Constantius zo savet da goñsul evit ar C'hornog, gant Constans evit ar Reter[19]
Gouestlañ a ra Honorius da Gonstantius hag e vo roet Galla Placidia dezhañ pa Athaulf a vo laket da rein anezhi en-dro d'an hini penn ar familh, da lavarout Honorius e-unan[20]
Dre ma zigouezhas kernezh war bro Narbona, Constantius o vezhañ stanket ar porzhoù, Athaulf e dreuzas ar Pireneoù evit mont da bro Tarragon, er Spagn[21].
Mervel a reas e vugel Theodosius e 415. Douaret e voe en un arched en argant e-kichen mogerioù Barcino[22]
Ataulf a voe drouklazhet e Barcino (Barcelona) e miz Gwengolo 415, gant Evervulf, unan eus e ofiserien[23].
Segerig, roue nevez ar Wizigoted, a lakaas dic'houzougañ holl bugale Ataulf, hag a daolas ur vezhekadenn war C'halla, ret dezhi kerzhañ gant prizonidi dirak Segerig, hemañ war e varc'h.
Sigerig e-unan a voe drouklazhet seizh deiz goude. Wallia a voe penn ar Wizigoted, ha kaset e voe Galla en-dro d'he breur.
Wallia hag e Wizigoted, dindan statud kevredaded, e oa staliet e bro Narbonna, war-bouez ober brezel d'ar Sueved, Alaned, ha Vandaled[24].
Urzh a roas Honorius da C'halla neuze da eurediñ gant e jeneral Constantius. D'ar 1añ a viz Genver 417 e voe lidet an eured, Constantius o vezañ konsul evit an eil gwech gant an impalaer Honorius e-unan. Daou vugel a vo ː Valentinien III ha Justa Grata Honoria.
Ur feur-skrid emglev (foedus) etre Honorius ha Wallia zo sinet d'an 19 a viz Mae 418. Wizigoted (etre 100 ha 15000 a dud) a oa staliet en un doare ofisiel en Akitania II (Bordeaux, Angoulême, Poitiers, Saintes) hag en Novempopulania (Auch, Eauze, Dax, Lectoure, Saint-Bertrand-de-Comminges, Saint-lizier, Tarbes, hag all). Kêr-benn ar Wizigoted a oa staliet e Tolosa[25].
E 418, ar pezh a chome eus ar Romaned a guitaas Enez Vreizh da viken[26].
E fin ar bloaz 418, pe e deroù ar bloaz 419 ez eas Wallia da Anaon, hag eñ yaouank c'hoazh, skubet gant ur c'hleñved. Ur verc'h nemetken a chome war e lerc'h. Teodorig Iañ a renas war-lerc'h Wallia e penn ar Wizigoted[27]
Savet e voe Constantius da aogust (= impalaer) d'an 8 a viz C'hwevrer 421. Galla a oa anvet neuze da aogusta (= impalaerez). Nac'het e voe gant Theodosius II, impalaer Kergustentin, anavezout anezho.
Mervel a reas Constantius d'an 2 a viz Gwengolo 421.
En deroù 423, Galla Placidia e oa skarzhet eus Ravenna gant Honorius, hag e c'houlenne gwadorged ganti[28].
Mervel a reas Flavius Honorius, diwar foeñv-dour, e Ravenna, d'ar 15 a viz Eost 423, oadet a 39 bloaz[29].
War e lerc'h e renas Flavius Claudius Constantinus, anvet ivez Constantinus III .
Stad an impalaeriezh roman goude marv an impalaer Honorius.
kemmañAn impalaeriezh roman zo bet skoet da vat da vare Honorius. En e sav emañ bepred, mes ret eo bet dezhañ ober bremañ gant ar varbared.
E Galia, ar re en karg da zifenn an impalaeriezh, dindan statud kevredidi : Franked ouzh an norzh (Belgica); Burgonded ouzh traonienn ar stêr Rhône; ar Wizigothed ouzh Akitania. Ouzh kornog, Arvorig en e bezh a chom dindan galianed-romaned, skoazhellet gant bretoned-romaned, hag ivez, lec'hioù a zo, gant kevredidi a bep seurt.
Enez-Vreizh roman emañ en karg d'en em zifenn hi-unan, skoazhellet gant Saozon war ar c'hreisteiz.
E bro Spagn : Vandaled, Alaned, Sueved.
Levrlennadur
kemmañ- Blanc, André ː L'homme emprisonne le Temps – Les calendriers, Les Belles Lettres, 1989 (ISBN 978-2-251-37042-2)
- Bouillet, Marie-Nicolas (1905)ː Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie, Hachette, 2016 (ISBN 978-2-01-373697-8)
- Bouvier-Ajam, Maurice ː Les empereurs gaulois, Taillandier, 1984 (ISBN 978-2-235-01579-0)
- Demougeot, Émilienne ː La formation de l'Europe et les invasions barbares – 2 ː de l'avènement de Dioclétien au début du VIè siècle, Aubier, 1992 (ISBN 978-2-7007-0146-3)
- Demougeot, Emilienne ː L'empire romain et les barbares d'Occident (IVè-VIIè siècles). scripta Varia. Publications de la Sorbonne. 1988
- Garmonsway, G. N. ː The Anglo-Saxon Chronicle, J. M.Dent, 1972 (ISBN 978-0-460-11624-4)
- Iordanes ː Getica, Les Belles Lettres, 2017 (ISBN 978-2-251-44743-8)
- Piganiol, André ː La chute de l'empire romain – Le Mémorial des Siècles, Marabout, 1982 (ISBN 978-2-501-00311-7)
- Rufino, Patrice-Georges ː Clovis contre Alaric. L'histoire de l'empire wisigoth de Toulouse à Tolède. 1996 (ISBN 2-95-10585-0-0)
- Werner, Karl-Ferdinand ː Histoire de France ː Les Origines. Avant l'an mil. Librairie Arthème Fayard. 1984 (ISBN 2-253-06203-0)
- Zingg, Christian & Zosso, François ː Les empereurs romains, 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 2009 (ISBN 978-2-87772-390-9)
- Zosime ː Histoire Nouvelle, III-1, Les Belles Lettres, 1987 (ISBN 978-2-251-00391-7)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Zosso & Zingg, op. cit. pp. 178-179).
- ↑ André Blanc, op. cit.
- ↑ André Piganiol, op. cit. p. 215.
- ↑ Zosso & Zingg, op.cit. p. 178.
- ↑ A. Piganiol, op. cit p. 424.
- ↑ A. Piganiol, op. cit. p. 94.
- ↑ 7,0 7,1 ha7,2 (Zosso & Zingg, op. cit., p. 180)
- ↑ A. Piganiol, op. cit. p. 95.
- ↑ (A. Piganiol, op. cit. p. 96
- ↑ É. Demougeot, op. cit. p. 440
- ↑ 11,0 ha11,1 É. Demougeot, op. cit. p. 457
- ↑ É.Demougeot, op. cit. p. 463
- ↑ Iordanes, op. cit, XXXII, 65.
- ↑ Emilienne Demougeot. Scripta Varia. p. 206
- ↑ É.Demougeot, op. cit. 464.
- ↑ Iordanes, op. cit, XXXI, 160
- ↑ Emilienne Demougeot, Scripta Varia, menegiñ Sozomen, p. 89
- ↑ Iordanes, op. cit, p. 167 notenn 44.
- ↑ cf . André Blanc. p. 81
- ↑ cf. Emilienne Demougeot, Scripta Varia, p. 278
- ↑ Zosso & Zingg, p. 185
- ↑ cf Demougeot, o.c. p 279-280
- ↑ Iordanes, op. cit, XXXI, 161.
- ↑ M.-N. Bouillet. p. 1825
- ↑ Patrice Rufino. p. 28
- ↑ Garmonsway, op. cit. p. 418.
- ↑ Patrice Rufino; op. cit. p. 28
- ↑ Zosso & Zingg. op. cit. p. 186-187
- ↑ Zosso & Zingg. op. cit. p. 181