22 Eost
deiziad
(Adkaset eus 22 a viz Eost)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 851 : trec'h eo lu Erispoe war hini Karl Voal e Jengland-Beslé (e-kichen Felgerieg-Veur).
- 1305 : boureviet ha kaset d'ar marv Sir William Wallace, brogarour ha brezelour skos.
- 1485 : gant Emgann Bosworth ec'h echu Brezel an Div Rozenn.
- 1795 : Bonreizh ar bloaz III e Bro-C'hall.
- 1812 : adkavet eo Petra (Jordania) gant an ergerzher suis Jean Louis Burckhardt.
- 1864 : sinet eo kentañ Kenemglev Jeneva gant daouzek stad europat.
- 1902 : krouidigezh Cadillac Automobile Company.
- 1910 : trevet eo Korea ouzh Japan.
- 1914 : trec'h eo lu an Impalaeriezh alaman war hini Bro-C'hall en Emgann Rossignol (Emgann an Harzoù e-kerzh ar Brezel-bed kentañ).
- 1944 : erruout a ra Roparz Hemon e Strasbourg, degemeret gant Hermann Bickler eno.
- 1962 : ur c'hwitadenn eo an Taol Charlotte Corday (gwalldaol ar Petit-Clamart) ouzh Charles de Gaulle.
Sportoù
kemmañ- 1851 : dalc'het eo kentañ America's Cup en-dro da Enez Wight.
- 1972 : dilennet eo an Iwerzhonad Lord Killanin da 6vet prezidant ar Poellgor etrebroadel olimpek.
- 2004 : Emilie Le Pennec, atletourez c'hall, a ya da gampionez olimpek an divvarrenn digompez en Aten.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1647 : Denis Papin, jedoniour ha fizikour gall.
- 1764 : Charles Percier, kinklour ha tisavour gall.
- 1862 : Claude Debussy, sonaozer gall.
- 1865 : George Kruck Cherrie, ergerzher ha naturour stadunanat.
- 1904 : Deng Xiaoping, penn strollad komunour Sina.
- 1908 : Henri Cartier-Bresson, luc'hskeudennour gall.
- 1917 : John Lee Hooker, kaner-sonaozer ha soner gitar stadunanat.
- 1920 : Ray Douglas Bradbury, skrivagner skiant-faltazi stadunanat.
- 1922 : Micheline Presle, komedianez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1930 : Gilmar, diwaller-pal mell-droad etrebroadel brazilian.
Marvioù
kemmañ- 1241 : Gregor IX (bet ganet Ugolino di Anagni), 178vet pab.
- 1280 : Nikolaz III (bet ganet Giovanni Gaetano Orsini), 188vet pab.
- 1350 : Fulup VI Bro-C'hall, roue adalek 1328 betek e varv.
- 1485 : Richarzh III (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz hag Aotrou Iwerzhon adalek 1483 betek e varv.
- 1806 : Jean-Honoré Fragonard, livour gall (° 5 a viz Ebrel 1732 e Grassa (Alpes-Maritimes a-vremañ)).
- 1922 : Mícheál Seán Ó Coileáin, emsaver ha politikour iwerzhonat.
- 1960 : André Hugon, filmaozour, produour ha saver senario gall.
- 1978 : Jomo Kenyatta, den-stad Kenya.
- 2003 : Piéral, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.
Lidoù
kemmañSant an deiz : Sant Milian