Ray Bradbury

skrivagner stadunanat
Ray Bradbury
Ray Bradbury
Ray Bradbury e 1975
Anv ofisiel Ray Douglas Bradbury
Obererezh romantoù, danevelloù
Ganedigezh 22 a viz Eost 1920
e Waukegan, Illinois, Stadoù-Unanet
Marv 5 a viz Even 2012
e Los Angeles
Yezh skrivañ saozneg
Luskad lennegel skiant-faltazi
Oberennoù pennañ
The Martian Chronicles, Fahrenheit 451, Something Wicked This Way Comes

Sinadur

Lec'hienn ofisiel www.raybradbury.com/


Ray Douglas Bradbury (22 a viz Eost 1920 e Waukegan, Illinois, Stadoù-Unanet - 5 a viz Even 2012 e Los Angeles) a zo ur skrivagner moliac'h, spont ha skiant-faltazi amerikan. Unan eus skrivagnerien skiant-faltazi vrudetañ an XXvet kantved eo, ha brudet eo dreist-holl a-drugarez da Fahrenheit 451 ha The Martian Chronicles. Brudet eo ivez dre ma'z eus bet savet ouzhpenn ugent film (skinwel pe sinema) diazezet war e skridoù.

Penn-kentañ e vuhez

kemmañ

Mamm Bradbury a oa un divroadez a orin svedat, hag e dad a laboure war linennoù tredan ha pellgomz[1] E dad-kozh hag e dad-kuñv (eus tu e dad) a oa embannerien kazetennoù[2].

Azalek e yaouankiz e krogas Bradbury da lenn ha da skrivañ. Kalz amzer a gasas e levraoueg Carnegie e Waukegan. Al levraoueg-se a implijas a-benn lec'hiañ e romant anvet Something Wicked This Way Comes, hag e taolennas Waukegan evel "Green Town" e-barzh Dandelion Wine, Farewell Summer — hag e danevelloù all[3].

E voaz da skrivañ bemdez a laka war gont ur gwallzarvoud a c'hoarvezas e 1932 pa voe touchet gant kleze tredan ur furlukin anvet Mr Electrico, ar pezh a lakaas e vlev da sevel, hag ar furlukin a huchas : "Live forever!"[4]

E 1926-1927 hag e 1932-1933 edo familh Bradbury o chom e Tucson (Arizona), hag en em stliañ a reas da vat e Los Angeles e 1934.

E 1938 ez eas Bradbury da Los Angeles High School met divizout a reas chom hep mont d'ar skol-veur, hag e-plas e krogas da werzhañ kazetennoù e korn South Norton Avenue hag Olympic Boulevard. E zeskadurezh a gendalc'has da glokaat el levraoueg, ha dre ma oa levezonet gant harozed skiant-faltazi evel Flash Gordon ha Buck Rogers, e krogas da lakaat embann istorioù skiant-faltazi e-barzh fanzinoù er bloavezh-se ivez. Pedet e voe gant Forrest J Ackerman da gemer perzh e Clifton’s Cafeteria Science Fiction Club. Eno e kejas gant skrivagnerien evel Robert A. Heinlein, Emil Petaja, Fredric Brown, Henry Kuttner, Leigh Brackett, ha Jack Williamson. E fanzin dezhañ, anvet Futuria Fantasia, a grouas e 1939. Lod brasañ ar peder niverenn a voe skrivet gantañ, embannet e voe nebeutoc'h evit 100 skouerenn eus pep hini anezho. Bradbury a voe paeet evit ar wech kentañ e 1941 evit ur skrid a voe embannet er gelaouenn pulp anvet Super Science Stories. $15 a c'hounezas[5]. Azalek dibenn 1942 e c'houestlas holl e amzer d'ar skrivañ. E levr kentañ, un dastumad danevelloù anvet Dark Carnival, a voe embannet e 1947 gant Arkham House, un ti-embann dindan renerezh August Derleth.

Dre zegouezh e kejas gant ar skrivagner breizhveuriat Christopher Isherwood en ur stal-levrioù e Los Angeles. Reiñ a reas ur skouerenn eus The Martian Chronicles dezhañ hag Isherwood a savas ur pennad burutellañ mat-tre, ar pezh a sikouras kalz Bradbury.

Ray Bradbury a zimezas gant Marguerite McClure (1922–2003) e 1947, peder merc'h o doe.

E oberenn

kemmañ

Daoust ma vez lavaret alies ez eo Bradbury ur skrivagner skiant-faltazi, ne fell ket dezhañ en em santout bac'het er rummad lennegezh-se: First of all, I don't write science fiction. I've only done one science fiction book and that's Fahrenheit 451, based on reality. Science fiction is a depiction of the real. Fantasy is a depiction of the unreal. So Martian Chronicles is not science fiction, it's fantasy. It couldn't happen, you see? That's the reason it's going to be around a long time—because it's a Greek myth, and myths have staying power[6].

Da lavaret eo : Da gentañ-penn, ne skrivan ket testennoù skiant-faltazi. Ul levr skiant-faltazi nemetken em eus skrivet, Fahrenheit 451 an hini eo, ha diazezet eo war ar gwirvoud. Skiant-faltazi a dalvez taolenniñ ar gwirvoud. Moliac'h a dalvez taolenniñ ar pezh n'eo ket gwirvoudel. Moliac'h eo The Martian Chronicles, ha n'eo ket skiant-faltazi. Ne c'hallfe ket c'hoarvezout, neketa? Setu perak eo un dra a zo o vont da badout evel ma pad mojennoù Gres. Galloudus ha padus eo ar mojennoù.

Bradbury a lavar ivez ez eo ur romant a denn da arallekaat an dud dre ar media : In writing the short novel Fahrenheit 451 I thought I was describing a world that might evolve in four or five decades. But only a few weeks ago, in Beverly Hills one night, a husband and wife passed me, walking their dog. I stood staring after them, absolutely stunned. The woman held in one hand a small cigarette-package-sized radio, its antenna quivering. From this sprang tiny copper wires which ended in a dainty cone plugged into her right ear. There she was, oblivious to man and dog, listening to far winds and whispers and soap-opera cries, sleep-walking, helped up and down curbs by a husband who might just as well not have been there. This was not fiction[7].

Da lavaret eo : Pa oan o skrivañ Fahrenheit 451 e soñje din e oan o taolenniñ ur bed a vefe anezhañ 40 pe 50 vloaz goude. Met un nebeud sizhunvezhioù zo, ur wech diouzh an noz e Beverly Hills, e welis ur c'houblad a bourmene e gi o tremen dirazon. Chom a ris da sellout outo, sabatuet e oan. E-barzh dorn ar maouez e oa ur skingomzer dezhañ ment ur pakad sigaretennoù, ar stign a fiñve. Eus an tamm kouevr bihan-se e teue neudennoù hag a echue e stumm ur pikern munut luget en he skouarn zehou. Amañ e oa, e-kichen an den hag ar c'hi, o selaou avelioù pell ha huchadenoù ur soap-opera, evel ma vije bet un hunvaleerez, ha gant he gwaz o sikour anezhi rak kammblegoù an hent. Ken buan all en dije gallet bezañ e lec'h all. Ne oa tamm faltazi ebet.

Ouzhpenn e skridoù faltazi en deus Bradbury savet kalz arnodadennoù diwar-benn an arzoù hag ar sevenadur. Bradbury a voe ivez kuzulier evit an American Pavilion a voe savet evit New York World's Fair e 1964 hag evit an diskouezadeg a voe staliet er geospferenn anvet Spaceship Earth e-barzh Walt Disney World[8],[9],[10].

Bradbury a oa mignon tost da Charles Addams ha kenlabourat a reas gantañ a-benn krouiñ ar familh Addams. Bradbury a reas Elliotts anezho, hag e lakaas anezho da chom war ar maez en Illinois. E istor kentañ diwar o fenn a voe anvet "Homecoming," hag embannet e voe e-barzh niverenn Halloween New Yorker e 1946, asambles gant skeudennoù savet gant Addams. Lakaet o doa da bal kenderc'hel da labourat ha kontañ holl istor ar familh, met ne voe ket tizhet ar pal-se. E miz Here 2001 e lakaas Bradbury embann holl istorioù ar familh Addams en doa savet, dindan an titl From the Dust Returned[11]. Daoust dezho bezañ bet mignoned tost, Bradbury a lavaras e-pad un atersadenn bet graet e 2001 o doa labourat pep hini diouzh e du, eñ gant ar familh Elliott, hag Addams gant ar familh Addams. [12]

Oberennoù Bradbury implijet gant tud all

kemmañ

Etre 1951 ha 1954 e voe lakaet 27 istor savet gant Bradbury da vannoù-treset gant Al Feldstein evit EC Comics, ha 16 anezho a voe embannet e-barzh The Autumn People (1965) ha Tomorrow Midnight (1966). A goloioù a voe treset gant Frank Frazetta. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 e voe skignet meur a istor savet gant Bradbury e-kerzh an abadennoù skinwel : Tales of Tomorrow », Lights Out, Out There, Suspense, CBS Television Workshop, Jane Wyman's Fireside Theatre, Star Tonight, Windows, hag Alfred Hitchcock Presents. "The Merry-Go-Round," ur film 30 munutenn-pad diazezet war "The Black Ferris » a voe diskouezet e Starlight Summer Theater e 1954 hag e- barzh Sneak Preview (NBC) e 1956.

E 1953 e voe skignet er sinema It Came From Outer Space , ur film aozet gant Jack Arnold, diazezet war "The Meteor" bet skrivet gant Bradbury. Teir sizhunvezh goude e teuas er-maez The Beast from 20,000 Fathoms, diazezet war an destenn anvet "The Fog Horn". Skeudennoù stop-motion euzhvil ar film a voe aozet gant Ray Harryhausen, hag a oa mignon da Vradbury. Bradbury a skrivas ivez un istor diwar-benn ur sevener filmoù bevaat stop-motion. Anvet eo an istor "Tyrannosaurus Rex", hag an dudenn bennañ a denn kalz da Harryhausen.

Oskar Werner ha Julie Christie a c'hoarias e-barzh Fahrenheit 451 (1966), ur film bet aozet gant François Truffaut.

E 1969 e voe skignet ar film The Illustrated Man, ennañ e c'hoarie Rod Steiger, Claire Bloom ha Robert Drivas. Diazezet e oa ar film war digoradur al levr ha diwar teir danevell, ha ne voe ket degemeret mat-tre gant ar vurutellerien.

The Martian Chronicles a vo lakaet da rummadig filmoù skinwel (3 film en holl). Enno e c'hoarie Rock Hudson, ha skignet e voent evit ar wech kentañ gant NBC e 1980.

Ar film spont anvet Something Wicked This Way Comes (1983) a zo diazezet war an istor anvet ivez Something Wicked This Way Comes.

E 1984 e voe produet Bradbury 13 gant Michael McDonough (Brigham Young University), asambles gant National Public Radio. Un heuliad 13 abadenn da selaou eo, an holl anezho diazezet war skridoù Bradbury : "The Man," "The Ravine," "Night Call, Collect," "The Veldt," "Kaleidoscope," "There Was an Old Woman," "Here There Be Tygers," "Dark They Were, and Golden Eyed," "The Wind," "The Fox and the Forest," "The Happiness Machine," "The Screaming Woman" hag "A Sound of Thunder". Kontet e voent gant Paul Frees, ha Bradbruy a ginnige an abadenn. Ur Peabody Award ha daou Gold Cindy award a voe roet evit ar rummad-se.

Etre 1985 ha 1992 e voe skignet er skinwel an dastumad anvet, The Ray Bradbury Theater. Bradbury a labouras war 65 istor savet gantañ a-benn o c'hinnig er skinwel. Pep film a groge gant ur skeudenn eus Bradbury en e vurev, o sellout ouzh eñvorennoù e vuhez.

Pemp rannfilm eus ar rummad skinwel rusian This Fantastic World a zo diazezet war testennoù Bradbury : I Sing The Body Electric, Fahrenheit 451, A Piece of Wood, To the Chicago Abyss, ha Forever and the Earth[13] En URSS e vo ivez lakaet "The Veldt" da film e 1987[14].

Ar film anvet The Wonderful Ice Cream Suit (1998) a voe skrivet gant Ray Bradbury. Diazezet eo war e sitor anvet "The Magic White Suit", bet embannet e-barzh The Saturday Evening Post e 1957. lakaet e oa bet dija da bezh-c'hoari, da gomedienn war gan ha da film skinwel (1958).

E 2002 e voe kinniget Fahrenheit 451 gant Pandemonium Theatre Company (perc'hennet gant Bradbury) er Burbank's Falcon Theatre Pixel Pups. E 1984 e voe embannet gant Telarium ur c'hoari-video evit Commodore 64 diazezet war Fahrenheit 451.[3] Bradbury ha Charles Rome Smith a gensavas Pandemonium e 1964, eno e voe kinniget The World of Ray Bradbury (1964), diazezet war "The Pedestrian," "The Veldt" ha "To the Chicago Abyss."

Ar film A Sound of Thunder (2005) a zo diazezet tamm-pe-damm war an danevell anvet evel-se[15] Filmoù berr diazezet war A Piece of Wood ha The Small Assassin a zeuas er-maez e 2005 hag e 2007[16],[17].

Prizioù

kemmañ
 
Priz National Medal of Arts (2004) roet gant George W. Bush ha Laura.
  • E 2007 eo bet lakaetet Bradbury da Commandeur de l'Ordre des Arts et des Lettres.
  • Ur steredenn en deus e Hollywood Walk of Fame (6644 Hollywood Blvd) evit ar pezh en deus degaset d'ar sinema.
  • Un asteroidenn a zo anvet "9766 Bradbury," hag ur stankenn war al Loar a zo anvet "Dandelion Crater" (diwar e romant, Dandelion Wine).
  • D'ar 16 a viz Ebrel 2007 e resevas ur meneg ispisial a-berzh The Pulitzer Board evit holl e labour evel skrivagner skiant-faltazi ("for his distinguished, prolific, and deeply influential career as an unmatched author of science fiction and fantasy.")[18]
  • D'ar 17 a viz Du 2004 e resevas Bradbury un National Medal of Arts a-berzh George W. Bush ha Laura Bush. Bradbury a zegemeras meur a briz all, evel World Fantasy Award life achievement, Stoker Award life achievement, Damon Knight Memorial Grand Master Award,Science Fiction Hall of Fame Living Inductee ha First Fandom Award. Un Emmy Award a voe roet dezhañ evit e labour war ar film The Halloween Tree. Hag ar Prometheus Award evit Fahrenheit 451.
  • Ray Bradbury Park a zo bet digoret ez-ofisiel e Waukegan(Illinois) e 1990. Bradbury a gemeras perzh el lid-digoradur. Er park ez eus ul lec'h anvet "Dandelion Wine".
  • Doktorelezh a enor gant skol-veur Woodbury e 2003. Bep bloaz e kinnig Bradbury ar Ray Bradbury Creativity Award er skol-veur-se. E-touez ar re o deus bet ar priz emañ Robert Graham, Anjelica Huston, Helen Gurley Brown, Irvin Kershner, Stan Freberg, ha Jon A. Jerde.
  • Medal for Distinguished Contribution to American Letters Award (2000) a-berzh the National Book Foundation[19].
  • E 2008 e voe anvet Mestr Meur (Grandmaster) er Science Fiction Poetry Association.[20]

Fahrenheit 9/11

kemmañ

E 2004 e voe klevet e oa gwall enervet Bradbury war-lerc'h Michael Moore peogwir en doe hemañ diwezhañ lakaet Fahrenheit 9/11 da ditl e film nevez, ar pezh a zo ur meneg splann da Fahrenheit 451. Bradbury a lavaras ne oa ket laouen en defe Moore implijet an titl-se, ha lavarout a reas ivez ne oa ket diazezet e soñj war mennozh politikel ebet[21]. Bradbury a lavaras ivez ne felle ket dezhañ kaout an disterañ gwenneg diwar ar film, ha ne soñje ket dezhañ en doa da gaout forzh penaos. Goulenn groñs a reas digant Moore cheñch titl ar film, met ne voe ket graet. Moore a bellgomzas dezhañ div sizhunvezh a-raok ma vefe skignet ar film evit en em zigareziñ ha displegañ e oa bet aozet bruderezh ar film abaoe pell, ha ne oa ket tu da cheñch an titl.[22]

Teulfilm

kemmañ
  • Doare Bradbury da labourat a vez displeger er film Ray Bradbury: Story of a Writer savet gant Terry Sanders (1963).

Troidigezhioù e brezhoneg

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Certificate of Birth, Ray Douglas Bradbury, August 22, 1920, Lake County Clerk's Record #4750.
  2. O hendad a oa eus familh Thomas Bradbury hag a oa bet dimezet gant Mary Perkins (eus Ipswich, Massachusetts), hag a oa bet gwelet evel sorserez da vare prosez sorserezed Salem, met ne voe ket krouget.
  3. E-touez al lec'hioù meneget gantañ en oberennoù-se ez eus ul lodenn a zo c'hoazh anezhi hiziv an deiz e Waukegan, evel an ti ma tremenas e yaouankiz, ti e dud-kozh hag a zo just e-kichen (hag al liorzhoù a oa etrezo, enno ez ae Bradbury da zastum c'hwervizon a-benn fardañ gwin) hag un tammig pelloc'h ar stankenn hag a voe implijet gant Bradbury evel metaforenn a-hed e vicher.
  4. In His Words. RayBradbury.com.
  5. [1]
  6. Books: Grandfather Time (Weekly Alibi . 09-27-99)
  7. Meneget gant Kingsley Amis e-barzh New Maps of Hell: A Survey of Science Fiction (1960).
  8. Ray Bradbury. "In 1982 he created the interior metaphors for the Spaceship Earth display at Epcot Center, Disney World." https://web.archive.org/web/20060908221118/http://www.raybradbury.com/bio.html
  9. Ray Bradbury. "The images at Spaceship Earth in DisneyWorld's EPCOT Center in Orlando? Well, they are all Bradbury's ideas." https://web.archive.org/web/20061018212058/http://www.raybradbury.com/articles_town_talk.html
  10. Ray Bradbury. "He also serves as a consultant, having collaborated, for example, in the design of a pavilion in the Epcot Center at Walt Disney World." Diwar-benn Spaceship Earth ...http://www.raybradbury.com/articles_book_mag.html
  11. Bradbury, Ray, From The Dust Returned: A Novel. William Morrow, 2001.
  12. [2]
  13. (ru) State Fund of Television and Radio Programs
  14. Patrom:Imdb title
  15. A Sound of Thunder. IMDb details. Kavet : 4 December 2008.
  16. A Piece of Wood. IMDb details. Kavet : 4 December 2008.
  17. The Small Assassin. IMDb details. Kavet : 4 a viz Kerzu 2008.
  18. 2007 Special Awards diwar lec'hienn priz Pulitzer
  19. Distinguished Contribution to American Letters Award gant ar brezegenn a zistagas.
  20. Wilson, Stephen M. (2008). 2008 SFPA Grandmaster. The Science Fiction Poetry Association. SFPA. Kavet : 2008-08-03.
  21. Ray Bradbury: "Michael Moore is an asshole"
  22. Weller, Sam (2005). The Bradbury Chronicles: The Life of Ray Bradbury. New York : HarperCollins. 330–331 p. ISBN 0-06-054581-X. 


Daveoù

kemmañ
  • Tuck, Donald H. (1974). The Encyclopedia of Science Fiction and Fantasy. Chicago : Advent. 61–63 p. ISBN 0-911682-20-1. 
  • William F. Nolan, The Ray Bradbury Companion: A Life and Career History, Photolog, and Comprehensive Checklist of Writings, Gale Research (1975)
  • Donn Albright, Bradbury Bits & Pieces: The Ray Bradbury Bibliography, 1974-88, Starmont House (1990). Chomet diembann, ar skrid a c'haller gwelout e The Center for Ray Bradbury Studies.
  • Robin Anne Reid, Ray Bradbury: A Critical Companion, Greenwood Press (2000)
  • Jerry Weist, Bradbury, an Illustrated Life: A Journey to Far Metaphor, William Morrow & Company (2002)
  • Jonathan R. Eller and William F. Touponce, Ray Bradbury: The Life of Fiction, Kent State University Press (2004)
  • Sam Weller, The Bradbury Chronicles: The Life of Ray Bradbury, HarperCollins (2005)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.