Elia Barceló Esteve (Alacant, 29 a viz Genver 1957) zo ur skrivagnerez spagnol, anezhi unan eus teir skrivagnerez pennañ ar skiant-faltazi spagnolek, a-gevret gant an Arc'hantinadez Angélica Gorodischer (1928-2022) hag ar Gubanez Daína Chaviano (* 1957).

  • Gant an anv-pluenn "Elia Eisterer-Barceló" he deus graet div wech.
Elia Barceló
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv-bihanElia Kemmañ
Anv-familhBarceló Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Gen 1957 Kemmañ
Lec'h ganedigezhElda Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, alamaneg Kemmañ
Micherskrivagner, skrivagner skiant-faltazi Kemmañ
ImplijerUniversity of Innsbruck Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Alicante Kemmañ
Diplom skol-veurdoktorelezh Kemmañ
Lec'h annezValència, Innsbruck, Elda Kemmañ
Lec'h labourInnsbruck Kemmañ
Prizioù resevetIgnotus Award for Best Short Story, Celsius Award, UPC Award, Edebé Award of Children's and Youth Literature Kemmañ

Buhez ha respet

kemmañ

En Alacant e voe ganet Elia Barceló Esteve d'an 29 a viz Genver 1957, hag e kêr Elda e vevas a-hed e bugaleaj. A-dugarez da gentelioù he mamm e teskas lenn pa oa 4 bloaz, ha d'he 12 vloaz e krogas da skrivañ istorioù. Abred e voe dedennet gant al lennegezh, ha buan e troas war-du ar moliac'h[1], ar skiant-faltazi, ar romantoù du hag ar romantoù spont. Evit ar yaouankizoù eo an darn vrasañ eus he levrioù.

E 1979 ec'h echuas studiañ al lizheregouriezh saoznek hag alamanek e Skol-veur València hag e 1981 e voe diplomet war al lizheregouriezh spagnolek e Skol-veur Alacant. E-kerzh he studi e voe Elia Barceló ur gobari evit botoù, un ostizez degemer e ferias[2], un droourez en ||embregerezh]]ioù, ur jubennourez e simpoziomoù ha stalioù-labour ha kelenn saozneg a reas en un embregerezh liesvroadel stadunanat.

E 1981 ivez ec'h eas da Aostria m'edo Klaus Eisterer, a zo he fried bremañ. Eno e kelennas al lennegezh spagnolek. War an danvez-se e tapas un doktorelezh e Skol-veur Innsbruck e 1995[3] ; a-zivout ar spont en oberennoù moliac'hus ar skrivagner arc'hantinat Julio Cortázar (1914-1984) e oa he zezenn.

Adalek 1981 ivez, oadet 24 bloaz, e voe embannet istorioù skrivet ganti (Embryo, Minnie, La dama dragón). N'he deus ket paouezet da skrivañ abaoe. Treuzhyezhet en 20 yezh ez eo bet hec'h oberennoù.

E 1994-1995 e skrivas pennadoù evit El País de las Tentaciones, ar stagadenn d'ar gazetenn El País evit ar yaouankizoù[3].

Er bloaz 2017, oadet 60 vloaz, e kuitaas ar Skol-veur hag ec'h eas da skrivagnerez a-vicher.

Oberennoù

kemmañ
Beajoù (4)
Danevelloù (2)
Dirummad (5)
Du (5)
Istorel (1)
Karantez (5)
Moliac'h (2)
Skiant-faltazi (4)

Kenlabour

kemmañ
  • 2012 : Bleak House Inn. Diez huéspedes en casa de Dickens, kontadennoù moliac'h (ISBN 9788493937942)
  • 2014 : Mañana todavía. Doce distopías para el siglo XXI, istorioù berr skiant-faltazi (ISBN 9788415831310)
  • 2019 : Hombres (y algunas mujeres), istorioù berr da lidañ Devezh ar Maouezed (8 a viz Meurzh). Embannadur niverel hepken[4].
  • 2022 : Nornir – El Ciclo de Dimar /1, skiant-faltazi (ISBN 9788412042818)

Enorioù

kemmañ
  • 1991 : Premio Ignotus al mejor cuento evit La estrella[5].
  • 1993 : Premio UPC de ciència-ficció evit El mundo de Yarek[6].
  • 1998 : Premio Edebé de literatura juvenil evit El caso de la artista cruel[7].
  • 2007 : Premio Edebé de literatura juvenil evit Cordeluna[8].
  • 2014 : Premio Celsius La Semana Negra (Xixón) evit Hijos del Clan Rojo[9].
  • 2018 : Premio Ignotus al mejor cuento evit Humo y espejos[10].
  • 2019 : Premio Edebé de literatura juvenil evit El efecto de Frankenstein[11].
  • 2020 : Premio Nacional de Literatura Infantil y Juvenil (Spagn)[12], Premio Kelvin, Festival Celsius de Avilés (Asturiez)[13] ha Premio Sarmiento (Galiza) evit El efecto de Frankenstein.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) fantasy.
  2. Festivalioù-tirvi eo ar ferias e Spagn, e Portugal, e Su Bro-C'hall hag e Suamerika.
  3. 3,0 ha3,1 (es) 'Ciencia-Ficción'. Kavet : 03/03/2023.
  4. (es) 'Zenda'. Kavet : 03/03/2023.
  5. (es) 'Premios Ignotus 1991'. Kavet : 03/03/2023.
  6. (ca) 'Universitat Politècnica de Catalunya'. Kavet : 03/03/2023.
  7. (es) 'Premio Edebé 1998'. Kavet : 03/03/2023.
  8. (es) 'Premio Edebé 2007'. Kavet : 03/03/2023.
  9. (es) 'semana Negra'. Kavet : 03/03/2023.
  10. (es) 'Premios Ignotus 2018'. Kavet : 03/03/2023.
  11. (es) 'Premio Edebé 2019'. Kavet : 03/03/2023.
  12. (es) 'Ministerio de Cultura y Deporte'. Kavet : 03/03/2023.
  13. (es) 'Premios Kelvin 505'. Kavet : 03/03/2023.