Forrest James Ackerman (Los Angeles, 24 a viz Du 1916idem, 4 a viz Kerzu 2008) a oa un embanner kelaouennoù, ur skrivagner skiant-faltazi hag un aktour stadunanat. Unan eus aduidi bennañ an esperanteg e voe ivez.

Forrest J Ackerman
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanForrest Kemmañ
Anv-familhAckerman Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Du 1916 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLos Angeles Kemmañ
Deiziad ar marv4 Kzu 2008 Kemmañ
Lec'h ar marvLos Angeles Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhForest Lawn Memorial Park Kemmañ
PriedWendayne Ackerman Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, esperanteg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Tachenn labourcreative and professional writing, lennegezh skiant-faltazi Kemmañ
Lec'h annezLos Angeles Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Perzhiad e1973 Comic Art Convention Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luUnited States Army Kemmañ
Prizioù resevetHugo Award #1 Fan Personality, Inkpot Award Kemmañ
Oral history atUCLA Center for Oral History Research Kemmañ
E 1965, oadet a 49 bloaz

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwazour lennegel e voe evit Isaac Asimov, Ray Bradbury, L. Ron Hubbard, Curt Siodmak hag A.E. Van Vogt e-touez re all[1].

Diazezer ha pennskridaozer ar gelaouenn stadunanat Famous Monsters of Filmland embannet gant James Warren e voe F. J Ackerman ; gantañ e voe kavet an anv Vampirella evit un dudenn bet krouet gant J. Warren.

Er sinema e voe oberiant ivez : aktour adalek 1944 betek diwezh e vuhez, ha senariour (1967-1996)

A-hed e vuhez e labouras evit ma vefe anzavet ar skiant-faltazi evel ur rumm lennegezh par da forzh pe hini all.

Ganet e voe Forrest James Ackerman e Los Angeles d'ar 24 a viz Du 1916, mab da William S. Ackerman (1892-1951) ha Carroll C. Wyman (1883-1977)[2].

Ken abred ha 1922, oadet a 6 vloaz, e welas One Glorious Day, ur film moliac'h (fantasy) mut[3] ; e 1928 e prenas e skouerenn gentañ eus Amazing Stories ; e 1930 e krouas ar Boys' Scientifiction Club hag e 1932, oadet a 16 vloaz, e kengrouas The Time Travelers ("Beajerien an amzer"), ar fanzine kentañ e bed ar skiant-faltazi. Pennadoù a skrivas evit ar fanzin-se koulz hag evit ur fanzin all, Science Fiction Magazine. Kerkent ha 1933 en devoe 127 kenskriver er bed a-bezh, ken e voe roet e anv d'ar c'hazetenner a zo en istor The Reign of the Superman embannet e trede niverenn ar gelaouenn Science Fiction e miz Genver 1933[4], pa oa Ackerman 17 vloaz.

Goude tremenet ur bloavezh e Skol-veur Kalifornia e Berkeley (19341935), ma tivizas skrivañ e anv « Forrest J Ackerman » hep pik goude ar <J>, e voe paotr e vil vicher (bizskriver er melestradur, sekretour en embregerezh e dad, luc'hvanner en ur sinema hag all) kent emezelañ en U.S. Army e miz Eost 1942. E Fort MacArthur e San Pedro e Los Angeles e tremenas e amzer ; pennskridaozer kazetenn ar bon e voe eno betek bezañ disoudardet e 1945.

E 1947 e stalias an Ackerman Science Fiction Agency evit luskañ an S-F. Un dastumer daonet a draezoù liammet ouzh an S-F, ar moliac'h hag an oberennoù spont e voe : tremen 300 anezho a voe dastumet gantañ a-hed dekvloaziadoù ha lakaet war ziskouez en e virdi prevez, anvet Son of Achermansion.

Evel gwazour lennegel e rae war-dro un 200 bennak a skrivagnerien ha skrivagnerezed, Charles Beaumont ha Marion Zimmer Bradley en o zouez ; ouzhpenn da se e lakaas labourioù ankounac'haet da vezañ adembannet e torkadoù. Kement skrid a veze kaset dezhañ evit an embann a veze miret gantañ, zoken pa ne dalveze ket ar boan o moullañ : p'edo ar skrivagner Stephen King o sinañ levrioù en ur gouel e voe souezhet pa welas un istor en devoa klasket embann e 1958, pa oa 11 vloaz, a oa bet miret gant Ackerman[5]

Un 50 bennak a istorioù zo bet skrivet gant F. J. Ackerman e-unan pe a-gevret gant Catherine L. Moore, Frederik Pohl, A. E. van Vogt, Marion Zimmer Bradley, ha meur a zen all. Gantañ ez eo bet skrivet an istor skiant-faltazi berrañ a voe biskoazh : Cosmic Report Card: Earth ("Karned-notennoù kosmek : Douar", 1973 ; F eo lizherenn nemeti ar skrid, eleze an notenn fallañ a c'heller kaout er reizhiad desaverezh stadunanat). Lod eus e oberennoù zo bet troet en alamaneg, e galleg, en italianeg, en izelvroeg, e spagnoleg hag e serbeg.

Ouzhpenn skiant-faltazi, moliac'h ha spont zo bet skrivet gant Ackerman ; peogwir e skore stourm ar gumuniezh LGBT en deus skrivet meur a istor lesbianiezh dindan an anv-pluenn « Laurajean Ermayne », a zo bet embannet er gelaouenn lesbian Vice Versa (1947-1948), ken e voe lakaet da "Lesbian a Enor" gant ar gevredigezh lesbianed Daughters of Bilitis e San Francisco[6].

Dre e gelaouenn Famous Monsters of Filmland (19581983) e lakaas ur remziad yaouank da zeskiñ a-zivout Istor ar filmoù S-F, moliac'h ha spont. Ouzhpenn da skrivañ en FMoF e savas pennadoù evit kelaouennoù damheñvel er bed a-bezh, en o zouez ur pennad miziek er gelaouenn Arc'hantinat La Cosa: Cine Fantástico.

Er bloavezhioù 1960 e c'houlennas digant e wreg, a oa un alamanegerez, sikour gantañ da dreiñ e saozneg ar stirad S-F alamanek Perry Rhodan (sizhuniek, 1961-bremañ) bet krouet gant Walter Ernsting (1920-2005) ha Karl-Herbert Scheer (1928-1991) ; adalek 1969 betek 1977 e voe embannet al levrioù en SUA ; goude-se e tivizas prenerien an embanner Ace Books e oa re droet ar stirad war-du ar yaouankiz evit bezañ embannet ganto : an niverenn 118 e voe an hini ziwehañ (niv. 126 er stirad orin). Ackermann a embannas e-unan an niverennoù 127-145 (en Alamagn, an niverenn 3217 zo deuet er-maez d'ar Yaou 13 a viz Ebrel 2023[7].

Un aktour e voe Forrest J Ackermann ivez, pa c'hoarias e tremen 200 film rumm B — skiant-faltazi, moliac'h pe spont bepred ar braz anezho.

Diwar un taol-kalon e varvas Forrest James Ackerman d'ar 4 a viz Kerzu 2008, oadet a 92 vloaz. Er vered anvet Forest Lawn Memorial Park e Los Angeles emañ e vez[8].

Enorioù

kemmañ
  • 1953 : Hugo Awards: #1 Fan Personality[9]
  • 1974 : First Fandom Hall of Fame Award[10]
  • 1996 : Bram Stoker Lifetime Achievement Award[11]First Fandom Hall of Fame Award[10]1946 Retro-Hugo Awards / Best Fanzine evit Voice of the Imagi-Nation[12]
  • 1999 : First Fandom Hall Sam Moskowitz Archive Award[13]
  • 2002 : World Fantasy Award Award / Life Achievement[14]
  • 2019 : 1944 Retro-Hugo Awards / Best Fan Writer[15]

Oberennoù

kemmañ
  • Ul listenn glok zo en Internet Speculative Fiction Database[16].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Corliss, Richard. Sci-Fi's No. 1 Fanboy, Forrest J Ackerman, Dies at 92. In : 'Time, 06/12/2008. Kavet : 14/04/23.
  2. (en) History and Facts about Vampires'. Kavet : 14/04/23.
  3. 'Internet Movie Database'. Kavet : 14/04/2023.
  4. (en) 'The Reigh of the Superman, p. 13. Kavet : 14/04/23.
  5. (en) King, Stephen. On Writing – A Memoir of the Craft. New York : Scribner, 2000, p. 35 (ISBN 978-0-684-85352-9)
  6. (en) Brock, Jason Vincent. Forrest J Ackerman – Fan Zero. In : Disorders of Magnitude: A Survey of Dark Fantasy. Lanham : Rowman & Littlefield, 2014, pp. 17-31 (ISBN 978-1-4422-3524-3)En-linenn. Kavet : 14/04/2023.
  7. (de) 'Perry Rhodan 3217: Griff nach den Sternen'. Kavet : 14/04/2023.)
  8. (fr) 'Find A Grave'. Kavet : 14/04/2023.
  9. (en) '1953 Hugo Awards'. Kavet : 14/04/2023.
  10. 10,0 ha10,1 (en) 'First Fandom Hall of Fame Award'. Kavet : 14/04/2023.
  11. (en) 'Bram Stoker Lifetime Achievement Award'. Kavet : 14/04/2023.
  12. (en) '1946 Retro-Hugo Awards'. Kavet : 14/04/2023.
  13. (en) 'First Fandom Hall Sam Moskowitz Archive Award'. Kavet : 14/04/2023.
  14. (en) ' 2002 World Fantasy Award '. Kavet : 14/04/2023.
  15. (en) '1944 Retro-Hugo Awards. Kavet : 14/04/2023.
  16. 'ISFDb'. Kavet : 14/04/2023.