Nederlandeg
yezh
(Adkaset eus Izelvroeg)
Nederlandeg (Nederlands) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Izelvroioù Belgia Frañs Surinam Aruba Antilhez Nederlandat |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 22 000 000 |
Renkadur : | 37-48 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Izelvroioù Belgia Surinam Aruba Antilhez Nederlandat Unaniezh Europa |
Akademiezh : | Nederlandse Taalunie |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | nl |
ISO 639-2 | dut / nld |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | NLD |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An nederlandeg eo yezh ofisiel an Izelvroioù ha hini un toulladig Stadoù bet en o dalc'h, evel Surinam, an Antilhez Nederlandat, Aruba. Ur yezh ofisiel eo ivez e Belgia, hag unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa.
Komzet e vez ivez e norzh Frañs, er vro anvet Flandrez an Arvor pe Westhoek.
GerdarzhAozañ
Un anv all a gaver evit ar yezh-se, izelvroeg, savet diwar anv an Izelvroioù. E brezhoneg e c’heller kavout ivez hollandeg, abalamour d'ar c'hemmesk etre ar vro a-bezh, an Izelvroioù, hag ul lodenn anezhi, Holland. Un anv all a gaver c’hoazh e skridoù brezhonek gwechall evit ar yezh-se a-wechoù : flamankeg pe flamanteg pe flamantach ; war skouer ar pezh a veze lavaret e galleg gwechall (flamand).
Yezh ar sinoùAozañ
- Ar re vouzar a ra gant Yezh ar Sinoù Izelvroek.