Geriadur Hemon-Huon

Geriadur Hemon-Huon, pe Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon, evel a zo skrivet dik war golo an embannadur diwezhañ e 2005, eo an anv roet d'ur geriadur divyezhek, embannet gant Al Liamm e 1997 hag adembannet e 2005, ha savet diwar labourioù Roparz Hemon (marvet e 1978) ha Ronan Huon (marvet e 2003).
Un doare modernaet eus an Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon eo a-benn ar fin, hag a veze embannet a-raok 1997, pe e div lodenn da gentañ, pe en ul levr hepken.

Ar c'hemmoù diwezhañ, ha dreist-holl goude marv Roparz Hemon, hag el lodenn galleg-brezhoneg, a zo bet graet gant tri den : Ronan Huon, Reun an Hir ha Divi Kervella.

Arabat droukveskañ ar geriadur-se gant an Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, ur geriadur all[1] a zo bet embannet gant Al Liamm e miz Kerzu 2014, hep anv oberour war ar golo.

Gant Gwalarn e veze embannet daou c'heriadur divyezhek, unan brezhonek-gallek hag unan all gallek-brezhonek, savet gant Roparz Hemon penn-da-benn. Adembannet e voent goude an eil brezel-bed gant Al Liamm ha kresket a-nebeudoù.
D'ur mare e oa tri levr: an hini brezhonek-gallek hag an hini gallek-brezhonek, hag unan all a vode an div levrenn.

Bremañ

kemmañ

Abaoe 1997 n'eus nemet ul levr ken.

Embannadurioù

kemmañ

Setu amañ bloavezhioù darn eus an embannadurioù evel ma'z int skrivet war ar geriadurioù. Mat eo gouzout e oa marvet R. Hemon e 1978.

Ar geriadur brezhoneg galleg
Ar geriadur galleg brezhoneg
An daou en ul levr
  • e 1978 : 6vet mouladur (revue et augmentée) evit an Nouveau Dictionnaire breton français ha "nouvelle édition" evit an Dictionnaire français breton;
  • 10vet (?) mouladur e 2002 (a-raok marv Ronan Huon e 2003), anvet neuze Dictionnaire Breton / Français Français / Breton, embannet gant An Here hag Al Liamm (an daou anv zo war ar golo) .
  • 11vet mouladur e 2005 (goude marv Ronan Huon e 2003), anvet neuze Dictionnaire Breton / Français Français / Breton.

Embannadur 2014

kemmañ

Ur geriadur all zo bet embannet e 2014, hep anv oberour ebet war ar golo, hag anvet Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Al Liamm, 2014 - ISBN 978-2-7368-0100-7 ; tremen 62 000 pennger ennañ.

Evezhiadennoù

kemmañ
  • Arabat zo lakaet adverb: koulskoude eo anat, er skouer roet, eo un anv-gwan : arabat eo dit, il t'est interdit de, il est inutile.
  • A-wechoù e kaver gerioù en ur rann ha ne gaver ket anezho er rann all:
    • En tu brezhoneg e kaver ruseg ha rusianeg, en tu galleg ne weler nemet rusianeg.
  • Brave : pevar ger a gaver hep displegadenn: kadarn, kalonek, dispont, disaouzan, hag unan all, mat, troet ivez gant "bon".

Kemmadennoù

kemmañ

Lod eus ar gerioù zo bet kemmet o skritur, eus an eil embannadur d'egile, ha n'eo ket dalc'hmat gant Roparz Hemon eo bet graet ar c'hemmoù, na gant Ronan Huon, goude e varv, anat d'an holl.

  • ac'han betek 1993, ac'hann e 2005 (moarvat diwar skouer amanenn/amann).
  • alc'houez betek 1993, alc'hwez e 2005 (allwydd e kembraeg).
  • betek-hen betek 2005, hogen betek-henn (evel e Geriadur an Here e 2001) da c'houde.
  • dehou e 1985 evel e 2005.
  • derou e 1964, 1974, ha 1978, deroù e 2005, da-heul Geriadur an Here e 2001 (dechrau e kembraeg).
  • genou e 1964, 1974, ha 1978, genoù e 2005 (genau e kembraeg).
  • gloud e 1964, glout e 1974, ha 1978 (glout e tu ar brezhoneg ha gloud evit ar galleg chouette), gloud ha glout e 1995. Glout eo ar ger nemetañ er Geriadur istorel ar brezhoneg, gant Roparz Hemon, embannet gant Preder e 1985.
    • "Glout" (anv) zo evit glouton, ivrogne, parasite (personne) ; n'eus meneg ebet eus "glout" evit ar gerioù-se el lodenn galleg/brezhoneg.
  • marc'h-kornek, ha ne oa ket e 1964, a zo bet lakaet e 1978, hag adlakaet e 2005.
  • Meksik e 1964, ha Meksika, e 1974, 1978, 1993, Mec'hiko e 2005 (Mejico e spagnoleg, pe kalz aliesoc'h México[2]).
  • Monforzh betek 1993, ha Moñforzh adalek 1997.
  • moulañ ha mouladur.
  • Sardinia e 1964, 1974, ha 1978, aet da Sardigna e 2005 (Sardegna en italianeg, ha Sardigna e sardeg), petra bennak ma vez skrivet Katalonia).
  • Sfins e 1964, 1978, 1995, deuet da vout sfiñs e 2005.

Pennad kar

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Nouveau dictionnaire breton / français français / breton, Al Liamm, 2014 - ISBN 978-2-7368-0100-7 ; tremen 62 000 pennger ennañ.
  2. Stumm en implij er vro end-eeun, ha degemeret gant ar Real Academia Española hag evit an deveradurioù. N'eus /x/ ebet e brezhoneg avat.