La licorne
"Gypsographie" gant Pierre Roche, 1920

Unkorneg[1] (a-wechoù marc'h-korneg pe likorn) a reer e brezhoneg eus ul loen mojennel skeudennet evel ur marc'h pe ur c'havr, gwenn peurliesañ, dezhañ bouchig ur bouc'h, karnioù faout, lost ul leon hag ur c'horn hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e dal, hag a zo e arouezenn bennañ, met a-hed an Istor en deus cheñchet ar stumm anezhañ hervez ar broioù hag ar sevenadurioù, ar pep heverkañ eo e seblant bezañ graet a-dammoù eus loened all[2]. Er Grennamzer e oa al loen mojennel brudetañ, anezhañ ul loen gouez, arouez ar c'hlanded, ha ne c'halle bezañ tapet nemet gant ur werc'hez.

IstorAozañ

 
Ar Gweled
Pallenn Itron he Unkorneg, c. 1490
 
Un unkorneg o purañ an dour
Panell gleiz Liorzh ar plijadurezhioù
Hieronymus Bosch, c. 1500
 
La vergine e l'unicorno
Domenichino, c. 1602
 
Orfeüs hag an unkorneg
Alessandro Varotari, c. 1630
 
Capall Mór
Tighe O'Donoghue/Ross, 2005

Anv zo eus an unkorneg, dindan an anv monoceros, abaoe an Henamzer e mojennoù Hellaz kozh.
Deuet e oa da vezañ al loen faltaziek pennañ er Grennamzer kenkoulz hag en Azginivelezh. Skeudennet e veze d'ar mare-se, e skeudennadurezh al loened, evel ul loen ferv hag a veve er c'hoadoù donañ, arouez ar c'hlanded hag ar c'hras, ha na c'halle bout tapet nemet gant ur werc'hez. En holloueziadurioù e veze skrivet e c'helle purañ an dour ha pareañ. Troket e veze traoù gwelet evel gwir « kerniel unkorneg » d'ar mare-se.

Tamm-ha-tamm e voe dizoloet ne oa ar c'herniel-se nemet stilhonoù narwal ha ne oa taolennadur an unkorneged marteze nemet deskrivadurioù disneuziet ar frikorneg hag an antilopenn. Neoazh e veze tabutet diwar-benn bezoud an unkorneg betek kreizig-kreiz an XIXvet kantved. Dedennet e veze ur bern tud gant an unkorneg : doueoniourion, mezeien, naturourien, barzhed, lennegourien, ezoterourion, alkimiourion, arouezelourion hag istorourion.

Hiziv an deiz eo an unkorneg unan eus ar c'hrouadurioù mojennel e-touesk ar re vrudetañ. Ur bochad studiadennoù hag oberennoù lennegel a zo gouestlet dezhañ. Gwelet e vez er skeudennerezh a-vremañ evel ur jav bras gwenn, ur c'horn nemetañ e-kreiz e dal, diwar-se marteze ar ger « marc'h-kornek » a gaver e geriadur R. Hemon.

Er skridoù brezhonekAozañ

Meur a stumm zo da anv al loen mojennel-se er skridoù brezhonek.

Likorn
Marc'h-kornek
Unkorneg

SkoedoùAozañ

War ardamezioù Bro-Skos eo dalc'het ar skoed gant daou unkorneg.

ArzAozañ

LennegezhAozañ

SteredoniezhAozañ

Pennadoù karAozañ

LevlennadurAozañ

  • PASTOUREAU, Michel & DELAHAYE, Élisabeth : Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

DaveennoùAozañ

  1. Unkorneg eo a gaver peurvuiañ er geriadurioù brezhoneg : unkorneg e Geriadur Vallée, 1931, hag e Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur istorel ar brezhoneg, Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), geriadur Reun ar Glev, hini saozneg-brezhoneg Delaporte (1990), Mon premier dictionnaire breton-français gant Martial Ménard (2010), Geriadur kembraeg-brezhoneg Rita Williams, ha Geriadur kembraeg-brezhoneg Rhisiart Hincks (1997)... ; hag unkorn gant Vallée, Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh Yellen & Abennez (1965) (adkemeret ivez gant ar Glev).
    Likorn, diwar ar galleg licorne – 1385, eus an italianeg alicorno un distummadur eus unicorne (XXI vet) — zo er C'hatolicon hag e Geriadur Favereau ; en hennezh e lenner : « & aerlin (Luzel) », ar pezh a zo fazius : gwelit Kontadennoù ar Bobl, levrenn 3, p. 119, l. 21 hag an notenn 11 p. 122.
    Marc'h-kornek a gaver e Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, hogen nag en e C'heriadur istorel ar brezhoneg nag e tu galleg-brezhoneg e c'heriadurioù ; implijet eo bet ivez gant Mark Kerrain meur a wech, evel en e droidigezh evit Harry Potter ha Maen ar Furien (2012)
  2. Michel Pastoureau, Élisabeth Delahaye, Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)
  3. N'eus meneg ebet eus likorn e Kontadennoù ar Bobl Fañch an Uhel ; ul loen mojennel arall eo an aerlin meneget gant F. Favereau (cf. notenn 1).
  4. Al Liamm
  5. Estreget an daou skrid-se, gant un aozer hepken, n'eus roud ebet neblec'h eus march kornek pe c'hoazh marc'h-kornek en embann brezhonek, war-bouez e Geriadur Roparz Hemon, Al Liamm, 1978.
  6. A c'haller enkargañ dre Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg (lakait Emil da c'her-alc'hwez evit digeriñ an droidigezh e stumm Word – war ar pajennoù 1 ha 4 emañ ar ger).
  7. Dan ar Wern
  8. (Niv. 59, 2006, p. 15-18.
  9. Niv. 90, 2009, p. 28.
  10. Kazetenn enlinenn, 2004
  11. "Ar vazh-hud" gant Skol Itron Varia ar Plasker a Logunec'h, "Un istor dedennus" War Dailymotion
  12. Gw. ar skoed kentañ "Cabanes" ha Licorne•Unkorneg•Unicorn
  13. Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, Label LN, 2005, p. 71 (ISBN 2-915915-07-5)