Liorzh ar plijadurezhioù
Liorzh ar plijadurezhioù zo anv un deirzaolenn (teir zaolenn stok-ha-stok) livet e 1503 gant an Izelvroad Hieronymus Bosch, diwar anv an daolenn zo er c'hreiz. War ziskouez emañ an oberenn e Madrid, e Mirdi ar Prado. Graet eo gant eoul war danvez. Muzuliañ a ra 206 x 386 cm.
En istor an arz n'anavezer ket he far. Kevrinus eo, pinvidik an danvez anezhi, diaes da gompren. Gouzout a reer e klaske an arzour kenteliañ e gempredidi, e oa aes da gompren dezho, hag e plijas kement d'ar roue spagnol Felipe II, ma prenas an daolenn.
Oberenn gent Aozañ
War ur patrom damheñvel e oa bet livet un oberenn all:
|
|
|
-
Ar c'harrad foenn, taolenn ar c'hreiz
Kempennadur an deirzaolenn Aozañ
- en tu kleiz : liorzh Eden pe ar Baradoz
- er c'hreiz : liorzh ar Plijadurezhioù, pe ar Purgator
- en tu dehoù : an Ifern
Gweledigezh an teir zaolenn pa vez digor ar stalafioù Aozañ
|
|
|
Gweledigezh an div hanterzaolenn livet war ar stalafioù pa vezont serret Aozañ
A-dreñv an taolennoù ez eus livet ur weledigezh eus ar bed evel ma c'hallfe bezañ gwelet gant ar c'hrouer anezhañ, a zamweler e krec'h o sellout ouzh e oberenn. Emañ ar bed en ur voull dreuzwelus, evel en ur vi prest da ziglorañ.
Munudoù Aozañ
-
Ar vaouez en adreñv, dindan kador an evn, (etre krabanoù an euzhvil, o sellout en ur melezour a zo revr ul loen bennak), a zo kablus a lorc'h ha fougaserezh.
-
-
-
-
-
-
-
-
Penn an den a zo dindan ar plad a zo o terc'hel ar binioù roz a c'hallfe bezañ poltred Bosch en-eeun.