Yann ar Badezour

tudenn relijiel

Yann ar Badezour, pe Sant Yann-Vadezour hervez ar relijion gristen, a zo anv ur yuzev meneget en Aviel hag a brezegas e Palestina en amzer Jezuz Nazaret. brofed eo er gristeniezh, en Islam, er Vandeegezh hag er relijion Baháʼí.

Jezuz ha Yann en-bugale, gant Rubens
Sant Yann-Vadezour en-yaouank, gant Andrea del Sarto
Sant Yann ar Badezour, gant Leonardo da Vinci, 1513-1516
Sant Yann ar Badezour, gant Tizian
Yann o vadeziñ Jezuz er Jourdan, gant Piero della Francesca

Ganet e oa war-dro ar bloaz 7 kent JK. Mab e oa d'ar beleg Zec'haria ha d'e bried Elesbed, hervez Aviel Lukaz 1:5. Diwar e anv (Yann) hag e labour (badeziñ) e teu an anv-badez Yann-Vadezour.
Kenderv eo da Jezuz. E vamm Elesbed a zo keniterv d'ar Werc'hez Vari, mamm Jezuz. Hervez Antiquitates Judaicae an istorour yuzev Flavius Josephus avat e oa un tamm disheñvel buhez Yann-Vadezour.

Er relijion gristen eo ar profed a gemenn donedigezh Jezuz, a voe anavezet gantañ evel ar Mesiaz gortozet, hag a voe badezet gantañ war lez ar stêr Jordan, ma reas "Oan Doue" anezhañ. Da Jezuz e roas e ziskibien.

Lidoù

kemmañ

E Judea e oa bet ganet Yann ar Badezour. D'ar 24 a viz Even da vare ar goursav-hañv e vez lidet e c'hanedigezh gant ar gristenien, koulz er c'hornôg hag er reter. E-mesk an holl lidoù a vez graet da-geñver ar gouel-se e seblant lod dont eus ar gouelioù kelt bras a oa d'ar mare-se eus ar bloaz. Bev-buhezek eo c'hoazh hengoun tanioù pe tantadoù Gouel Yann en un niver a gêrioù hag a lec'hioù.
A-raok kedez an hañv, war-dro ar c'houlz ma lider sant Yann, a-raok amzer Roma zoken, e veze lidoù ma lakaed an tan e bernioù keuneud.
D'ar 24 a viz Mezheven e vez lidet Sant Yann-Vadezour, c'hwec'h miz a-raok Nedeleg, dre ma kont an Aviel e oa dougerez c'hwec'h miz e vamm Elesbed pa deuas an ael da gemenn da Vari, mamm Jezuz, e oa da vout mamm d'ar Mesiaz.

Lidet e vez sant Yann dibennet d'an 29 a viz Eost koulz er c'hornôg hag er reter : Gouel Yann]] dibenn-eost an hini eo. A-hend-all e vez lidet an deiz ma voe dizoloet e benn.

  Kanada

Da Ouel Yann-Vadezour emañ gouel broadel gallegerien Kanada abaoe 1834, pa voe krouet ar gevredigezh Société Saint-Jean-Baptiste. Anvet e voe da sant paeron Gallegerien Kanada gant ar pab Pi X e 1908. E 1977 e teuas Gouel Yann da vout Gouel Broadel Québec,ha hini an holl Gebekiz, ne vern o orin.

Frañmasonerezh

Deiz Gouel Yann zo ivez ur gouel evit ar frañmasoned er bed a-bezh.

Hervez an Avieloù

kemmañ

Evel ganedigezh Jezuz e voe kemennet hini Yann gant an arc'hael Gabriel, a lavaras d'an tad e vije leun e vab gant ar Spered Santel, hag en dije kement ha nerzh hag ar profed Elia.

Dre ma n'hallent ket kaout bugale avat e tiskredas Zec'haria war gomzoù an arc'hael, ma voe kastizet ha ma teuas da vezañ bouzar ha mut. N'eo nemet pa voe ganet ar bugel, war-lerc'h skrivañ  Yann eo e anv  war un daolennig ma teuas ar gomz hag ar c'hleved dezhañ en-dro.

Buhez ur penitiour e voe hini Yann  er gouelec'h, o vevañ diwar kilheien-raden ha mel gouez hervez Aviel Mazhev III:4, hag o yunañ. Buhez un nazir eo buhez Yann hervez ma'z eo taolennet gant an arc'hael, a lenner en Aviel Lukaz (1:13-15).

Er bloaz 27, pemzekvet bloavezh ren an impalaer roman Tiberius, pa oa bet lakaet Pontius Pilatus da c'houarnour Judea ha Herodez Antipas da detrark Galilea, e teuas da chom war lez ar stêr Jordan, ma krogas da reiñ  badeziant a vorc'hed evit bezañ gwalc'het eus ar pec'hedoù  dre vezañ lakaet en dour hervez ma'z eo diouganet gant ar profed Yeshaia. Un toullad mat a ziskibien a oa bodet en-dro dezhañ, ha kemenn a rae dezho donedigezh ar mesiaz :

Me ho padez gant dour, evit ho kas war-du ar morc'hed, met setu an hini a zo kreñvoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e sandalennoù. Hennezh ho padezo er Spered Santel hag en tan.

Aviel Mazhev III:11

Hervez Mazhev III:13-17 e teuas Jezuz da-gaout Yann da vezañ badezet gantañ. Yann da lavarout dezhañ :  Me eo am eus ezhomm da vout badezet ganit-te. , ha Jezuz ha respont :  Lez ober bremañ, rak dereat eo dimp seveniñ kement tra a zo reizh.  Yann a vadezas Jezuz eta, ha pa zeuas er-maez eus an dour e voe gwelet gant an holl ar Spered Santel  o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnañ , hag ur vouezh deuet eus an neñv a lavaras :  Hemañ eo ma Mab muiañ-karet, hag ennañ em eus lakaet ma holl garantez.  Ar Badezour a c'houlennas neuze digant e ziskibien mont da-heul Jezuz.

• Ganedigezh Yann hervez Aviel Lukaz ===

En Aviel Lukaz hepken ez eus anv eus ganedigezh Yann :

Met an ael a lavaras dezhañ : Na gemer ket aon, Zec'haria, rak selaouet eo bet da bedenn. Da wreg Elesbed a roio dit ur mab, hag e laki Yann e anv. Bez' e vo dit lec'h da gaout joa ha levenez, ha kalz tud a vo laouen eus e c'hanedigezh ; rak bras e vo-eñ dirak an Aotrou ; ne evo ket a win nag a evaj mezvus, rak azalek korf e vamm e vo karget eus ar Spered Santel. Lakaat a ray da ziqtreiñ ouzh Doue kalz eus bigale Israel. En e unan e kerzo dirak an Aotrou, gantañ spered ha galloud Elia, evit ditreiñ kalonoù an tadoù war-zu o bugale, hag an dud disent war-zu furnezh an dud just, evit prientiñ d'an Aotrou ur bobl prest d'e zegemer.

Aviel Lukaz 1.13

Lavarout a rae Yann bezañ  ar vouezh a c'harm en dezerzh  (Yann 1:23), ar pezh a gadarnae un diougan gant Yeshaia (Mazhev 3:1-4, Lukaz 3:4-6, Yeshaia 40:3-5).

Buhez ha marv Yann ar Badezour

kemmañ
 
Dibennidigezh Yann ar Badezour, gant Caravaggio
 
Salome o terc'hel penn Yann ar Badezour, gant Caravaggio, war-dro 1607

Ur pennad goude, er bloaz 28 e strakas konnar Herodez Antipas, roue Galilea ha Perea, war benn Yann ar Badezour abalamour ma rebeche ar profed outañ bezañ dimezet gant Herodiada, merc'h e hanter vreur Herodez Filipos I.
Hervez Aviel Mark (VI:14-29) e oa aet skuizh Herodez, a reas kraouiañ Yann. Fellout a rae da Herodiada e vije lakaet Yann d'ar marv, met ne felle ket da Herodez en  anaveze evel un den reizh ha santel  hag en  selaoue a galon laouen  ».
Koulskoude, pa voe lidet deiz-ha-bloaz Salome, merc'h Herodiada, e tañsas ar plac'h yaouank ken brav ma voe plijet an holl ha ma lavaras ar roue :  Goulenn a gari, ha da c'houlenn a roin dit, ha pa vije an hanter eus ma rouantelezh . Ha Salome da c'houlenn penn Yann ar Badezour war ur plad evit he mamm.
Tristidigezh a oa e Herodez pa gasas ur soudard da zibennañ Yann en e gell. Degaset e voe ar penn war ur plad ha kinniget da Salome, er roas d'he mamm Herodiada.

Ilizoù da Sant Yann Vadezour

kemmañ

Mandeaned, badezourien Iran hag Irak

kemmañ

Eus ar gumuniezh en-dro da Yann ar Badezour ez eus ganet ur relijion vihan, gant Yann ar Badezour da brofed nemetañ, Jezuz ha Mahomed ne vijent nemet gaouierien. Ret e vez d'an dud-se chom tost a-walc'h d'ar stêrioù evit gallout badeziñ ar feizidi.
Abalamour d'ar perzh-se eo n'eo ket gwall anavezet ha ne chom bev nemet en un nebeud kornadoù eus Iran hag Irak.

E yezhoù all

kemmañ
  • Yann Prodromos ("Yann ar Rakkerzher") a vez graet anezhañ en Iliz Ortodoks.
  • Gant ar Vuzulmaned eo lakaet da brofed, mab d'ar profed Zec'haria, يحيى بن زكريا Yahya bin Zakariya e anv en arabeg.

Yann ar Badezour en arz

kemmañ
  • Alies eo bet livet istor Yann ar Badezour gant arzourien an Azginivelezh italian ha re all war o lerc'h. Ouzhpenn eizh taolenn zo bet livet gant Caravaggio.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwelout ivez

kemmañ