Kedez
Kedezioù Meurzh ha Gwengolo a reer eus an daou goulz er bloaz ma vez keit-ha-keit, pe war-dro, an deiz hag an noz.
D'ar mare-se e vez an heol a-us ar c'heheder. E-keñver ar steredoniezh ee eo kedez an nevezamzer kreiz an nevezamzer, e-tro ar 21 a viz Meurzh, ha kedez an dilost-hañv (pe gedez an diskar-amzer) hini an diskar-amzer, a c'hoarvez war-dro an 23 a viz Gwengolo ; en un dore ofisiel e Bro-C'hall e verk ar c'hedezioù deroù an nevezamzer hag an diskar-amzer, ar pezh a zo diwir e-keñver an hin.
Nebeud amzer a-raok ar gedez e vez an deizioù hiroc'h eget 12 eurvezh e gwirionez, en abeg da luc'htorr ar bannoù-heol en aergelc'h : gwelet e vez an Heol e-pad un nebeud munutennoù ha koulskoude ez eo aet dija dindan live an dremmwel.
Er steredoniezh e vez termenet ar gedez gant an daou goulz ma ya kelc'htro an Heol ar c'henskej etre an ekliptik ha keheder an neñv. Er c'houlzoù-se e sav an Heol er Reter hag en em guzh er C'hornôg rik.
Ouzhpenn da se, pep poent eus ar voul-Douar a vez tizhet gant an Heol a-hed an deiz.
Deizioù ar c'hedezioù
kemmañN'eo ket stabil an deizioù ma teu ar c'hedezioù en abeg d'an diforc'h a zo etre ar bloaz boas (365 pe 366 deiz) hag ar bloaz trovanel, da lavaret eo an amzer rekis evit ma tistrofe an Heol d'ul lec'h resis war an ekliptique ; 365 devezh, 5 eurvezh ha 48 munutenn eo pad keitat ur bloaz trovanel, e-tro 20 munutenn berroc'h eget ur bloavezh steredel, eleze an amzer rekis evit ma tistrofe an Heol d'ul lec'h resis e-keñver ar sterennoù na fiñvont ket en oabl.
- Abaoe krouidigezh an deiziadur gregorian (1582)
- D'an 19 pe[21 a viz Meurzh e c'hoarvez kedez an nevezamzer. En XIXvet kantved hag en XXvet kantvedez eo bet an 20 pe 21 a viz Meurzh. Pelloc'h kent ez eo bet d'an 19 a viz Meurzh e 1652, 1656, 1660, 1664, 1668, 1672, 1676, 1680, 1684, 1685, 1688, 1689, 1692, 1693, 1696, 1697, 1780, 1784, 1788, 1792 et 1796. D'an 19 a viz Meurzh 2044 e vo anezhi.
- D'an 21, 22, 23 pe 24 a viz Gwengolo e c'hoarvez kedez an diskar-amzer (d'an 22 pe d'an 23 peurvuiañ). D'ar 21 a viz Gwengolo 2092 e vo anezhi evit ar wech kentañ abaoe krouidigezh an deiziadur gregorian. Ne c'hoarvezo ar gedez d'an 21 a viz Gwengolo nemet e 2096 hag e 2464. Bez' ez eus bet ur gedez d'ar 24 a viz Gwengolo e 1803, 1807, 1903, 1907, 1911, 1915, 1919, 1923, 1927 et 1931 ; e 2303 e c'hoarvezo c'hoaz ha ne vo ket adwelet a-raok pell-tre.