Diskar-amzer
Diskar-amzer, dibenn-eost, dibenn-hañv, dilost-hañv pe skub-delioù eo an anv a vez roet d'ar c'houlz-bloaz a zo etre an hañv hag ar goañv.
diskar-amzer
Iskevrennad eus | rannvloaz |
---|---|
Raklec'hiet gant | Hañv |
Heuliet gant | Goañv |
Hashtag | fall |
Enebet ouzh | Nevezamzer |
Koulzad an avaloù hag ar sistr eo an diskar-amzer e Breizh. Koulz ar mendemoù hag ar gwin nevez e broioù ar gwin hag e kreisteiz Breizh, er c'hreisteiz d'al Liger.