Bali zo unan eus inizi Indonezia, er reter da enez Jawa hag er c'hornôg da enez Lombok. Unan eus proviñsoù ar vro eo ivez.

Bali
enezenn
Rann eusLesser Sunda Islands, Bali Kemmañ
AnvBali Kemmañ
Anv er yezh a orinBali Kemmañ
StadIndonezia Kemmañ
E tiriadBali Kemmañ
Gwerzhid-eurIndonesia Central Standard Time Kemmañ
War riblMeurvor Indez, Mor Bali Kemmañ
Lec'hiadurLesser Sunda Islands Kemmañ
Daveennoù douaroniel8°20′6″S 115°5′17″E Kemmañ
Poent uhelañAgung Kemmañ
Map

Un enezenn vihan eo Bali, pa vez keñveriet gant lod eus an inizi all zo en Indonezia : 5 632,86 km² eo he gorread ha 3 551 000 a annezidi e 2009. Denpasar eo ar gêr-benn, hag e-touez ar c'hêrioù all e c'haller menegiñ Singaraja war aod an norzh hag Ubud a vez darempredet stank gant an douristed. En eneb diouzh ar pezh a c'hoarvez en darn vrasañ eus inizi all Indonezia, poblet gant muzulmiz, ez eus hindouiz eus ar braz eus tud Bali (93%). E gwirionez ez eo o relijion un hindouegezh mesket gant elfennoù boudaegezh. Menez Agung eo menez uhelañ an enezenn (3 142 m uhelder) ; ur menez-tan eo ha kenderc'hel a ra da darzhañ gwech ha gwech all.

Brudet eo enez Bali er bed a-bezh, abalamour d'he sevenadur, an delwennoù, an dañsoù, ar sonerezh. Darempredet stank e vez gant touristed daoust ma oa digresket o niver un tammig goude ar bombezennoù a oa bet o tarzhañ e miz Here 2002 e Kuta, unan eus ar c'hêrioù zo en arvor. Lazhet e oa bet 202 a dud en darzhadenn-se, graet gant spontourien islamour a-hervez.