Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Marteze ar relijion dezhi ar muiañ a feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mahomed e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia Saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h he fal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmiz pa reer muzulmiz (ar re suj) eus feizidi an Islam.

Islam
major religion, relijion, lifestyle
Iskevrennad eusRelijionoù a-ziwar Abraham Kemmañ
Deiziad krouiñ610 Kemmañ
Anv er yezh a orinالإسلام Kemmañ
DiazezerMohammed Kemmañ
Lec'hMuslim world, worldwide Kemmañ
Lec'h diazezHejaz Kemmañ
Foundational textKoran Kemmañ
Erlec'hiañ a rareligion in pre-Islamic Arabia, Henrelijion semitek Kemmañ
Levezonet gantHanif Kemmañ
Studiet gantIslamic studies Kemmañ
HashtagIslam Kemmañ
Dezverket dreundoueegezh Kemmañ
Istorhistory of Islam Kemmañ
Pleustret gantmuzulman, ummah Kemmañ
Stack Exchange site URLhttps://islam.stackexchange.com Kemmañ
Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout

Islam
Islam
Istor Islam

Kredennoù ha kustumoù

Unded Doue
Disklêriadenn a feiz
PedennYun
KaritezPirc'hirinded

Pennoù Bras

Mohammed
Abu BakrAli
Tiegezh Mohammed
Kompagnuned Mohammed
Profeded Islam

Testennoù ha lezennoù

KoranSunnahHadith
BarnadurezhDoueoniezh
Buhezioù Mohammed
Charia

Skourrioù Islam

SunnitChiitC'harijitSoufiegezh

Kevredigezh

Studioù islamekIstor
PrederouriezhSkiant
ArzSavouriezhKêrioù
DeiziadurGouelioù
MaouezedMaouezed er C'horan
Pennoù relijielPolitikerezh
IslamouriezhFrankizouriezh
Salafiezh

Istor ar profed Mohammed kemmañ

Ganet e oa bet Mohammed e Mekka e 570. Ur wech e welas an ael Gabriel hag a reas dioutañ ar profed. Skarzhet voe diouzh Mekka e 622 hag e zeas da Yatrib : Hidjra a vez graet eus ar veaj-se. Cheñch a reas anv Yatrib e Medina. E 630 e zeas Medina da dagañ Mekka. Trec'h voe Medina. E 632 e varvas Mahommed.

Pemp reolenn diazez an Islam kemmañ

  • Gouestladur ar feiz (chahada) : Ur feizad a dle anzav eo Allah (anv arabek Doue) an doue nemetañ hag eo Mohammed e brofed.
  • Pediñ pemp gwech bemdez : Pediñ a ra an darn-vuiañ eus ar Vuzulmaned en ur dreiñ o dremmoù etrezek Mekka; pemp gwech bemdez ma c'hellont.
  • Mont da Vekka da birc'hirinañ (an Hadj) : Ar vuzulmaned a dle klask mont da Vekka ur wech en o buhez evit ober ur pirc'hirinaj e-lec'h ma veve Mohammed.
  • Reiñ an aluzen (ar zakat): Ret eo d'ar feizad reiñ ingal an aluzen evit ma vo sikouret ar re baour.
  • Yun rik ur miz-pad : E-pad an 9vet miz loarel, miz ar Ramadan, e tle pep feizad yuniñ etre sav-heol ha kuzh-heol.
 
An Islam er bed e 2012   

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ