Mahomed
Mahomed (محمد en arabeg, Muḥammad) (Mekka 571, Medina 632) eo diazezer an Islam, hag evit ar ar pep brasañ eus ar vuzulmaned ez eo profed diwezhañ o doue, Allah[1], evel ma'z eo lavaret er C'horan. Anvet eo ivez Mohammed ibn Abdullah a-wezhioù er mammennoù a lavar ivez alies e oa lesanvet "Al-Amin" en e yaouankiz, ar pezh a dalvez "onest, gwirion"[2].
Rann eus | Ulu'l-azm, profed, prophet of Islam, prophet of Islam that mentioned on the Qur'an, Q12180772 |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Anv e yezh-vamm an den | مُحَمَّدُ بْنُ عَبْدِ اللهِ بْنِ عَبْدِ الْمُطَّلِبِ |
Anv-bihan | Mohammed |
Anv berr | محمد, Muḥammad, Mohammadu, Mahoma |
Deiziad ganedigezh | 20 Ebr 571 |
Lec'h ganedigezh | Mekka |
Deiziad ar marv | 8 Mez 632 |
Lec'h ar marv | Medina |
Lec'h douaridigezh | Sacred Prophetic Chamber |
Tad | Abdullah ibn Abdul-Muttalib |
Mamm | Aminah |
Familh | Banu Hashim |
Yezh vamm | arabeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg |
Studier | Anas ibn Malik, Abd Allah ibn Abbas, Uqbah ibn Amir, Zayd ibn Thabit |
Titl sevended | Peace be upon him |
Lec'h annez | Mekka, Medina |
Strollad etnek | Arabed |
Relijion | Hanif, Islam |
Brezel | Expeditions of Mskibidi toileuhammad |
Unvez milourel | army of Mohammad |
Perc'henn war | Seal of Mohammad |
Darvoud-alc'hwez | Hidjra |
Studiet gant | science of hadith |
Mount | Qaswa, Ya`fūr |
Oberennoù zo en dastumad | Museo Diocesano de Tarragona |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Facial hair | Barv |
Tribe | Quraysh |
Tikedenn Stack Exchange | https://islam.stackexchange.com/tags/prophet-muhammad |
Istorelezh an dudenn a zegas tabut etre an istorourien vodern, ar re-se a implij an nebeut mammennoù hag a zo en ur gemer e kont int tuet relijiel, ar pezh a ra eus an dudenn istorel unan gant toulloù lies en e vuhez. Ar mammennoù a zo bet kemmet gant an amzer o redek, ha skeudenn Mahomed ivez a-benn neuze.
Yaouankiz
kemmañGanet e voe Mahomed e Mekka e 570 pe 571 e meuriad ar gKoraichied. Mab dalif e oa hag e vamm a varvas pa oa 6 vloaz. Savet e voe neuze gant e dad-kozh Abdel Mottalib ha goude gant e eontr Abou Talib. Mesaer deñved ha bleiner karavanennoù e voe Mahomed a-raok mont da labourat evit Khadidja, un intañvez pinvidik a euredas ganti nebeut goude, da 25 bloaz. Keit ha ma vevas Khadidja ne zimezas Mahomed gant maouez all ebet.
Gwelidigezh
kemmañBep bloaz e oa boaz Mahomed da vont da brederiañ ur mizvezh-pad en ur vougev war dorgenn Hira, e-kichen Mekka. Eno e klevas ur vouezh a c'hourc'hemenne dezhañ da gomz en anv e grouer. Gwelet a reas ivez an arc'hael Gabriel a lavaras dezhañ meur a wech "Dibun".
Dre ma ne dave ket ar mouezhioù ha kendrec'het gant e wreg ec'h eas da brezegiñ dirak Mekkiz tri bloaz diwezhatoc'h (e 611). Ne reas ket berzh avat hag ouzhpenn d'e wreg ne zeuas a-benn da c'hounit d'e feiz nemet e genderv Ali, mab Abou Talib. Goude-se e voe kendrec'het Said, advabet gantañ hag Abou Bakr, mignon ha kar dezhañ.
Tamm-ha-tamm e kreskas niver an dud tro-dro dezhañ, sklaved ha tud paour an darn vrasañ anezho. War an tu all e kreskas ivez e enebourien, uhelidi ha marc'hadourien binvidik, direnket gant e c'hoant da cheñch ar gevredigezh hag e rebechoù ouzh azeulerezh an idoloù.
E 615 e oa deuet da vezañ galloudus a-walc'h evit lakaat ar gKoraiched da gaout aon rak e levezon. 83 familh a-douez diskibled Mahomed a voe skarzhet neuze diouzh Mekka, spi gant ar vrientinien da ziskar evel-se ar gevredigezh nevez. En aner e voe kar kenderc'hel a reas e bartizaned da greskiñ. D'ar mare-se eo e teuas Omar da vezañ e ziskibl.
Dre ma tremene an amzer e voe kendrec'het Mahomed n'hallfe ket mont war-raok en abeg da atahinerezh an uhelidi. Mont a reas e darempred gant meuriadoù ha kêrioù all el ledenez. Un emglev a gavas gant annezidi Yathrib hag a asantas sentiñ ouzh e c'hourc'hemennoù ha paouez gant an idolatriezh.
D'ar 24 a viz Gwengolo 622 e kuitaas Mahomed Mekka : an Hejir a vez graet eus an divroadur-se. Ha penn kentañ an deiziadur muzulmat eo an deiziad-se.
Medina
kemmañGounezet e voe tud Yathrib d'an islam ha cheñchet e voe anv kêr e Medina (Madinat an-Nabi, Kêr ar profed en arabeg).
Mahomed a oa neuze e penn ur relijion nevez koulz hag e penn ur gêr. E plas ur gevredigezh aozet diwar sistem ar meuriadoù e savas an Omma : kevredigezh ar feizidi.
M'en doa c'hoant Mahomed da astenn e gredennoù hag e levezon e oa ret dezhañ brezeliñ ouzh Mekkaiz. Un nebeud mizioù goude an Hidjra e voe taget ur garavanenn a yae da vMekka gant muzulmaned. Daoust ma oa dister an trec'h-se e voe kalonekaet tud Mahomed en o feiz gantañ.
E bloavezh 2 an Hidjra e klaskjont en-dro argadiñ ur garavanenn met sikour a zeuas eus Mekka evit ar varc'hadourien hag ur gwir emgann a voe etre 1.000 Mekkad ha 300 muzulman : Emgann Badr. Ur wech ouzhpenn e voe trec'h ar vuzulmaned.
Pa gendalc'he an emgannoù etre Medina ha Mekka e plede Mahomed ouzh kudennoù diabarzh e gêr. Pa welas n'hallfe ket gounit yuzevien Medina d'e feiz e skarzhas o familhoù. Ar Banou-Koraiza, ar familh yuzev pennañ e Medina, a voe lazhet he gwazed ha gwerzhet maouezed ha bugale evel sklaved.
Levezon Mahomed a greske el ledenez. Meuriadoù an dezerzh a zeuas da anavezout anezhañ evel penn Arabia. Uhelidi zo eus Mekka a reas kement all.
Aloubidigezh Mekka
kemmañE bloavezh 8 an Hijra (war-dro miz Genver 630) ec'h eas tre e Mekka digudenn. Distrujañ a reas an idoloù en templ ha touchañ ar maen du en ur huchal Allah akbar (An hini brasañ eo Allah).
Diwar-se e teuas holl veuriadoù ledenez Arabia da douañ le da vMahomed. Ha pa oa unanet al ledenez en Omma e oa tu hiviziken da soñjal strewiñ an islam en diavaez eus Arabia.
D'an 8 a viz Even 632 e varvas Mahomed e Medina.
Beziet eo bet e moskeenn Al-Masjid an-Nabawi (moskeenn ar profed).
Notennoù
kemmañ- ↑ Holl ar Vuzulmaned ne sellont ket ouzh Mahomed evel ar profed diwezhañ. Da skouer, ar gumuniezh vuzulman Ahmadiyya a soñj ez eo Mirza Ghulam Ahmad ur profed ivez. (sellet ouzh "Finality of Prophethood", Hadhrat Muhammad (PUBH) the Last Prophet. Ahmadiyya Muslim Community. http://www.alislam.org/books/truth/finality.html. )
- ↑ Ernst (2004), p. 85