Istorelezh Mahomed
Istorelezh Mahomed a vez graet eus studiadennoù war an dudenn istorel Mahomed ha burutelladenn ar mammennoù a gomz eus outañ evel an dezrevelloù istorel (ar C'horan, sīrah, Hadit dreist-holl).
Iskevrennad eus | istorelezh |
---|---|
Arvez | Mohammed, istor an islam |
An darn vrasañ eus an enklaskerien glasel a soñj dezho ez eus bet eus un den anvet Mahomed. Mammenn goshañ buhez Mahomed, ar C'horan, a ro nebeut a ditouroù hag ouzhpenn-se eo douetus a-fed gwirionez istorel ha dizemglev a zo tro-dro dezhe. Ur buhezskrid profedel anvet ar sīra, gant un dezrevell eus e gomzoù, e oberoù pe e asant pa save a-du didrouz gant un dra bennak, anvet hadith, a zo bet dalc'het en oberoù skrivagnerien eus an eil pe an trede kantved eus ar Marevezh muzulman (e-tro 700−1000), hag a ro kalz titouroù war Mohamed, met douetañs a zalc'her war gwirvoud an titouroù-se e-touez an enklaskerien. Bez ez eus ivez un nebeud mammennoù all hag a zo bet skrivet pa oa bev an den pe nebeut amzer goude gant tud ha ne oant ket muzulmiz hag ar re-se a brou ez eus bet eus an dudenn istorel Mahomed hag a zo talvouodus pa c'haller kroaziañ anezho gant ar mammennoù muzulman.
En desped d'ar c'hudennoù lies hag a sav a-fed red buhez an den, an enklaskerien a soñj dezho ez eus trawalc'h a ditouroù istorel war Mahomed evit gouzout e oa bet eus outañ evel den met ezhomm zo bremañ kaout hentennoù evit kavout an titouroù istorel ha tennañ ar pezh a zo ijinet. Diaes-bras eo gouzout petra a zo bet kemmet pe ouzhpennet gant an amzer pe petra a vije bet kadarnaet hervez mare ar skridoù.
Mammennoù islamek
kemmañAr pennañ mammenn islamek war buhez Mohamed eo ar C'horan hag an hengoun dre gomz bet lakaet dre skrid anvet sīra hag hadith.
Buhez Mahomed hervez ar vuzulmaned
kemmañHervez gouizieien hengounel an islam, ar C'horan a-bezh a zo bet skrivet gant heulierien Mahomed pa oa-eñ bev c'hoazh (dre-vras etre 610 ha 632), met kalz eus ar C'horan a oa dre gomz nemetken. Ur wech marvet Mahomed, e oa echuet gant mare an diskuliadur, hag heulierien Mahomed hag o devoa dalc'het ar c'horan dre benn a varvas an eil goude egile (dreist-holl goude Emgann Yamama e 633).