An Arabed (عربي, ʻarabī en arabeg) zo ur bobl zo hec’h orin en Arabia. Ster ar ger, ha meizad ar bobl arab o deus cheñchet a-hed an amzer. Alies int bet, pe e vezont c’hoazh, kemmesket gant aduidi an Islam, met bremañ ez eo gant ar yezh a gaozeont e vezont termenet peurliesañ ha n’eo ket gant ar relijion, ar sevenadur, an istor pe ar politikerezh.

Arabed
ethnic group
Iskevrennad eusSemitic people, peoples of the Quran Kemmañ
Rann eusSemitic people Kemmañ
Anv er yezh a orinعرب Kemmañ
Yezh vammarabeg Kemmañ
RelijionIslam, kristeniezh, religion in pre-Islamic Arabia Kemmañ
Diplomatic relationIran Kemmañ
Istorhistory of the Arabs Kemmañ
Stumm benel an dikedennарабка, Araberin, عربية Kemmañ
Stumm gourel an dikedennعربي Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://www.mar.umd.edu/assessment.asp?groupId=63009, http://www.mar.umd.edu/assessment.asp?groupId=66601 Kemmañ
Enebet ouzhAjam Kemmañ
Ur c’hañvaler, e Jordania.
Arabed eus Siria, ur falc’huner en o mesk

Orin ar ger "arab" kemmañ

An implij koshañ eus ar ger "arab" a gaver e Mezopotamia, evit ober anv eus tud a veve eno en IXvet kantved kent J.K.

Ar wrizienn a gaver er ger "arab" (-R-B) he deus meur a ster er yezhoù semitek: "kornôg", "dezerzh", "marc‘hadour", "bran". Marteze a-walc’h e teu ar ger "arab" eus an eil pe eben eus ar gwriziennoù-se.

Yezh ha sevenadur kemmañ

An arabeg, an elfenn bennañ da unaniñ an Arabed, zo ur yezh semitek, a veze kaozeet da gentañ e ledenez Arabia. Alese ez eo bet ledet e-touez meur a bobl o deus degemeret ar yezh-se da yezh kentañ pe da eil yezh ha dreist-holl da yezh ar relijion evit an holl vuzulmiz e kornôg Azia ha hanternoz Afrika. Ar re anezho o deus degemeret an arabeg da yezh kentañ, ha cheñchet yezh, a vez graet Arabed anezho bremañ. An arabekaat-se zo bet ur pezh kemm evito alies, a-fet sevenadur, ha c’hoarvezet eo pa oant o treiñ da vuzulmiz alies.

Emled an Arabed kemmañ

Gant emled an Islam adalek ar VIIvet kantved eo deuet an arabeg, yezh levr sakr ar relijion-se, ar C'horan, da vezañ un doare lingua franca en-dro d'ar Mor Kreizdouar. A-raok e oa bet un emled kentañ eus an arabeg, en eil kantved, kaset war-raok gant kristenien[1],[2]. aet eus ledenez Arabia war-zu an hanternoz (Siria, Palestina). Etre 5% ha 10% eus an Arabed hiziv zo kristenien.

 
Ar broioù ma’z eo an arabeg ar yezh ofisiel nemeti (gwer) pe unan eus ar yezhoù ofisiel (glas).
 
Emled an arabeg : e gwer teñval an tachennoù ma’z eo an arabeg yezh ar muiañ-niver ; e gwer sklaer ar rannvroioù ma n’eo ket an arabeg yezh ar muiañ-niver.

Hiziv en em led ar "bed arab" war un dachenn vras, tost da 14 000 000 km², etre ar Meurvor Atlantel er c'hornôg ha Mor Arabia er reter. Komzet e vez yezhoù arabek en holl vroioù-se gant 300 milion a dud.

Ouzhpenn-se ez eus milionoù a Arabed (etre 30 ha 50 milion) o vevañ er bed a-bezh. Bez ez int tud genidik pe bugale tud genidik eus ar broioù arab. Ouzhpenn an hanter eus an diaspora arab-se zo o vezañ e Suamerika. E kornôg Europa hag e Norzhamerika ez eo niverus an Arabed ivez.

Notennoù kemmañ

  1. Ghassanids Arabic linguistic influence in Syria, Personal.umich.edu
  2. Banu Judham migration, Witness-pioneer.org

Gwelet ivez kemmañ