Kristeniezh

relijion


Ar gristeniezh zo ur relijion undoueek abrahamek diazezet war kelennadurezh Jezuz Nazaret, un den a vevas er I kantved, lesanvet ar C'hrist (an eouliet). Hervez e feizidi eo Jezuz ar mesiaz, evel ma oa bet diouganet en Testamant Kozh, met ivez Doue deuet war an douar da vale an dud hervez doueoniezh an Dreinded, evel m'eo kontet en Testamant Nevez[1]. Hiziv ez eus tro-dro 2,6 miliard a feizidi kristen er bed a-bezh hag ar relijion vrasañ er bed eo.

kristeniezh
major religion
Iskevrennad eusRelijionoù a-ziwar Abraham Kemmañ
Deiziad krouiñ33 CE Kemmañ
Anvet diwarChrist, Jezuz-Krist, Nazaret Kemmañ
DiazezerJezuz-Krist Kemmañ
Lec'hworldwide Kemmañ
Lec'h diazezJeruzalem Kemmañ
Foundational textBibl Kemmañ
Hashtagchristianity Kemmañ
Dezverket dreundoueegezh Kemmañ
Istoristor ar gristeniezh Kemmañ
Pleustret gantChristian Kemmañ
Separated fromyuzevegezh Kemmañ
Mastodon instance URLhttps://theres.life Kemmañ
Arouezenn Unicode✝️ Kemmañ


Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

Liesseurt kenañ eo ar gristeniezh, a ranner dre vras etre ur skourr gornôg hag ur skourr reter, ha liesseurt kenañ ivez an dogm, diwar-benn ar salvidigezh da skouer, pe diwar-benn stumm an Iliz, perzh ar veleien hag ar gristologiezh. Dre vras e kred an holl feizidi eo Jezuz mab Doue - al logos deuet da gig - hag en doa kelennet, gouzañvet hag e varvas war ar groaz a-raok sevel a varv da vev evit salvidigezh Mab-den, evel m'eo kontet en avieloù (ar c'heloù mat) er Bibl, skridoù savet gant Mazhev, Mark, Lukaz ha Yann, a oa deskibien Jezuz, gant an Tanac'h (Testamant kozh ar Yuzevien) evel drekleur.

Komañs a reas ar gristeniezh evel ur ranngredenn eus Yuzevegezh an Eil Templ e proviñs roman Iudea er I kantved met strewiñ a reas er Sav-Heol, en Anatolia, en Europa, e Mezopotamia, en Egipt hag en Etiopia daoust bezañ heskinet e penn-kentañ. Daoust d'he gwriziennoù yuzev e tesachas buan Doujerien-Doue jentil ar pezh a gasas war-zu un disparti diouzh ar Yuzevegezh dre an doareoù d'ober, a-raok ma voe donoc'h an disparti etre an div relijion goude diskar Templ Jeruzalem ha dibaboù ar Yuzevegezh rabinek. Goude ur prantad ma voe berzet gant ar Romaned e voe aotreet gant an impalaer Kustentin a zeuas da gristen zoken. Hemañ a roas lañs d'ar gristeniezh d'en em aozañ dre vodañ ar Sened-Iliz kentañ, hini Nikaia (325). Kreskiñ a reas galloud an Iliz en Impalaeriezh roman betek mont da relijion-Stad (380). Betek mare ar chismoù e c'heller ober Iliz Veur eus an Iliz kentidik. Dizemglev war natur Jezuz-Krist a gasas war-zu chismoù (pe skism) meur en Ilizioù ar reter (Senedoù-Iliz Efesos, 431, ha C'halkedon, 451)[2] tra ma kasas dizemglevioù war perzh eskob Roma a gasas d'ar Skism Kornôg-Reter. Goulennoù war an doueoniezh hag aozadur an Iliz a gasas d'an Disivoud Meur er XVIvet kantved en Iliz ar C'hornôg. Merket don e voe sevenadur ar C'hornôg gant ar gristeniezh, kerkent hag an Henamzer ziwezhañ hag ar Grennamzer[3],[4] Gant oadvezh an dizoloadennoù e strewas ar gristeniezh, katolik pe protestant, en Amerika, Afrika hag Okeania dre labour ar visionerien.[5].

Ar peder skourr vrasañ er gristeniezh, ar gatoligiezh (1,3 miliard a feizidi, 50,1%), ar brotestantiezh (920 milion, 36,7%) hag an ortodoksiezh (322 milion, 11,9%),[6] a glask bremañ mont war-zu un unaniezh bennak (eukumeniezh). Goude m'eo digresket niver a feizidi start e chom ar gristeniezh relijion pennañ en Europa, gant 70% eus an dud en em wel evel kristenien.[7] War-gresk ez a niver ar feizidi en Afrika hag en Azia avat.[7] Ar gristenien eo ar strollad relijiel ar muiañ heskinet hiziv an deiz, dreist-holl er Reter-Nesañ, Afrika an Norzh hag en Azia ar Reter hag ar Mervent[8].

Etimologiezh

kemmañ

της οδου ("An Hent") a voe an anv implijet gant ar Yuzevien gristen kentidik evito o-unan, marteze diwar Izaia 40:3, "Kempennit er gouelec'h un hent evit an Aotrou"[n 1], meneget en Avieloù. Hervez Oberoù 11:6 e oa bet implijet ar ger Χριστιανός ("kristen") d'ober anv eus diskibien Jezuz en Antioch, gant annezi nann-yuzev, evit ar wezh kentañ gant ar stêr "heulierien ar C'hrist"[9] Ar wezh kentañ ma voe implijet ar ger Χριστιανισμός ("Kristeniezh") a voe tro-dro 100 eus hon mare gant Ignatus eus Antioch.[10].

Kredennoù

kemmañ
Simbol Nikaia-Kergustentin
Me a gred en un Doue hepken
An Tad hollc'halloudek, krouer an neñv hag an douar
Kement a weler ha kement na weler ket
Hag en un Aotrou hepken, Jezuz-Krist
Mab unganet da Zoue
Eus an Tad eo ganet a-raok an holl gantvedoù
Doue eus Doue, sklêrijenn eus sklêrijenn
Doue gwirion eus Doue gwirion
Ganet ha n'eo ket graet, kennatur gant an Tad
Ha drezañ eo bet graet pep tra
Evidomp-ni an dud, hag evit hor silvidigezh,
Eo bet diskennet eus an neñv
Ha korf e-neus kemeret, dre nerzh ar Spered Santel
Eus ar werc'hez Vari ha den eo deut da vezañ
Evidomp ivez staget ouzh ar groaz
E-neus gouzañvet dindan Poñs-Pilat
Hag er bez eo bet lakaet
D'an trede deiz eo savet a varo da veo
Hervez ar Skritur Sakr
Pignet d'an neñv, emañ azezet en tu dehou d'an Tad
Hag adarre e teuio gant gloar
Da varn ar re veo hag ar re varo
Ha ne vo fin ebet d'e rouantelezh
Me a gred er Spered-Santel
A zo buhez hag a ro buhez
A zeu eus an Tad hag eus ar Mab
Par d'an Tad ha d'ar Mab, eo adoret hag enoret
Ha komzet e-neus dre ar Brofeted
Me a gred en Iliz a zo unan, santel, katolik hag abostolek
Anzav a ran ez eus ur vadeziant hepken
Evit pardon ar pec'hedoù
Ha gortoz a ran adsav ar re varo da veo
Ha buhez ar bed da zont
Amen!
 
Un ikonenn ortodoks o tiskouez an ebestel gant Simbol Nikaia-Kêrgustentin

Holl gristenien er bed a-bezh a rann kredennoù heñvel, met doareoù disheñvel a zo da gompren ha da zisklêriañ ar Bibl diouzh an Iliz[11].

Pennad pennañ : Kredo

Ar ger kredo a dalvez kement hag embannadennoù berr a feiz. Skrivet e voe ar re gentañ evel troiennoù berr war ur poent bennak, da vezañ lavaret d'ar badeziant a-raok kemer pouez da vare an tabutoù diwar-benn natur ar C'hrist ha dont da embannadennoù start a feiz er IV hag er Vvet kantved.

Kredo an Ebestel eo an hini degemeretañ dre an Ilizoù kristen disheñvel. Implijet e vez e-pad al lid met ivez e-pad ar c'hatekiz, an deskadurezh relijiel, dreist-holl e-touez Ilizioù ar C'hornôg. Savet e voe tamm ha tamm etre an IIl hag an IXvet kantved hag embann a ra dogmoù-kreiz evel hini an Drinded ha Doue krouer. Kement embannadenn a gaver er c'hredo-mañ a c'heller adkavet en embannadennoù graet da vare an Esbestel. Implijet e vije da gentañ-penn en Iliz Roma evit arnodiñ an dud war ar renk da vezañ badezet[12]. Ennañ e kaver ar mennozhioù da heul :

Skrivet e voe Kredo Nikaia (Diskouezet a-zehoù da respont d'an ariadegezh e Senedoù-Iliz Nikaia (325) ha Kêrgustentin (381)[13],[14] ha kensinet evel kredo an holl gristenien da Sened-Iliz Efesos e 431[15].

Termennadenn C'halkedon, embannet da Sened-Iliz C'halkedon (451),[16] daoust ma voe nac'het gant ilizoù ortodoks[17] a gelenne e ranked degemer ar C'hrist e "daou natur, ne vesker ket, ne eskemmer ket, ne ranner ket, ne zispartier ket" : unan doueel hag unan denel hag an daou natur-se, pep hini peurvat e-unan, a zo kement-all unvanet peurvat en un dudenn[18].

Kredo Athanasos, degemeret en Ilizioù ar C'hornôg en hevelep statud ha kredo Nikaia-Kêrgustentin, a embann : "Azeuliñ a reomp un Doue en Drinded, ha Trinded en Unaniezh; hep droukveskañ an Tudennoù na rannañ o Danvez"[19].

Ar brasañ eus ar gristenien a zegemer implij ar c'hredoioù hag a implij da vihanañ unan eus ar re meneget uheloc'h[20] Kalzig protestanted avielour a nac'h seurt kredoioù, goude ma vezont a-du gant ar pezh zo embannet enno. Ne vezont ket implijet gant an Iliz badezour kennebeut dre ma "ne glaskont ket sevel embannadennoù-feiz redius"[21].

Pennad pennañ : Jezuz Nazaret

Poent pennañ ar feiz kristen eo krediñ eo Jezuz Mab Doue hag ar Mesiaz. Krediñ a ra ar gristenien e oa bet anvet Jezuz gant Doue, evel mesiaz, da vezañ salver an denelezh hag e oa bet sevenet diouganoù an Testamant Kozh diwar-benn promesa ar mesiaz. Evelato ez eus dislavar etre soñj kristen ar mesiaz hag an hevelep soñj er Yuzevegezh. Hervez ar gristenien e ranker krediñ ha degemer marv ha dasorc'hidigezh Jezuz evit ma c'hello an dud, leun a bec'hed, bezañ digarezet gant Doue ha neuze bezañ salvet o-unan ha tizhet ar vuhez peurbadel.[22]

Tabut a oa bet diwar-benn natur Jezuz e kantvedoù kentañ an Iliz e soñj ar gristenien dre vras eo Doue enkorfet ha "Doue peurvat ha den peurvat". Jezuz, deuet da zen neuze, en dije gouzañvet poanioù ha temptadurioù un den marvel, met ne reas pec'hed ebet hervezo. Abalamour ma oa Doue penn-da-benn e savas da vev en-dro, hervez an Testamant Nevez, betek an neñv, e-lec'h m'emañ "azezet en tu dehou d'an Tad"[23] hag e teuio en-dro da seveniñ peurrest promesa ar mesiaz, da lavaret eo sevel ar re varv da vev, ar Barn Ziwezhañ ha sevel Rouantelezh Doue da vat.

Hervez Avieloù Mazhev ha Lukaz e oa bet ganet Jezuz diwar ar Werc'hez Vari goude bezañ koñsevet gant ar Spered Santel. N'eus ket kalz a chom eus bugaleaj Jezuz er pevar Aviel kanon, daoust ma oa bet forzhig a fals-avieloù a gonte darvoudoù e vugaleaj en Henamzer. Muioc'h a draoù a oa bet kontet diwar-benn e oad-gour, dreist-holl e sizhunvezh ziwezhañ, dre ma voe gwelet evel darvoudoù pouezus-kenañ.

Marv ha dasorc'hidigezh

kemmañ
 
Krist war e groaz, taolennet gant Diego Velázquez e 1632

Hervez ar gristenien eo dasorc'hidigezh Jezuz diazez o feiz[n 2] hag an darvoud pouezusañ en istor[24] E-touez o c'hredennoù, marv ha dasorc'hidigezh Jezuz zo daou zarvoud-kreiz a zo diaezet hogozik holl zoueegezh kristen warno[25]. Hervez an Testamant Nevez e voe kroazstaget Jezuz, marvet diwar ur marv fizik, douaret en ur vez hag e savas diwar ar re varv tri devezh goude.

Meneget eo gant an Testamant Nevez meur a weledigezh eus Jezuz, meur a wezh disheñvel, gant an ebestel ha diskibien all, a-raok e bignidigezh d'an neñv. Kounaet a reer marv ha dasorc'hidigezh Jezuz en holl lidoù, met dreist-holl da vare ar Sizhun Fask. Hervez ar gristenien e tiskouez an darvoudoù-se galloud Jezuz war ar vuhez hag ar marv ha, diwar-neuze, en dije aotrouniezh da reiñ buhez beurbad d'an dud.

Degemeret eo an istor kontet en Testamant Nevez gant hogozik an holl Ilizioù kristen met kristenien frankizour zo ne gredont ket e oa gwir pep tra, met un istor arouezius ha leun a voued-spered e vije kentoc'h[26] An istorourien modern a laka kredenn heulierien Jezuz e oa adsavet a varv da vev evel ar poent-dispartiañ etre ar Jezuz istorel ha penn-kentañ ar gristeniezh gentidik.[27] Ur poent tabut a-bouez eo bet e divizoù relijiel ha tabutoù etre ar relijionoù.[28].

Paol Tars, ur yuzev troet d'ar gristeniezh abred-tre ha deuet da visionour, ar skrivas en e lizher kentañ d'ar Gorintidi :

"Met mar n'eo ket dihunet ar C'hrist da vev, eo goullo hor prezegerezh, hag ivez eo goullo hor feiz."

Salvidigezh

kemmañ

Paol Tars, evel ar Yuzevien hag ar Paganed eus e amzer, a grede e teue glannded ha buhez peurbadel diwar an aberzhioù.[29] Hervezañ, an aberzh ret a oa bet hini Jezuz ha neuze, ar Jentiled a heulie kelenn Jezuz a oa, evel Israel, diskennidi Abraham hag "hêred dezhañ hervez ar promesa"[30]. An Doue en doa savet Jezuz a varv da vev a c'hellje ober kement all gant "korfoù marvel" ar Jentiled kristen a oa deuet da vezañ, evel Israel, "bugale Doue", neuze ne oant ket ken "diwar ar c'hig".[29]

An Ilizioù kristen modern zo deuet da brederiañ muioc'h diwar-benn an doare ma c'hell un denelezh atav leun a bec'hed bezañ savetaet eget an doare ma c'hello bezañ Yuzevien ha Jentiled bezañ e familh Doue asambles. Doueoniezh an Iliz ortodoks a embann eo marv Jezuz ur rañson, gouest da adsevel an darempred ouzh Doue ha da zigeriñ dor an theosis (doueiñ), da lavaret mont d'an doare denelezh a fell da Zoue e vije an dud. Hervez ar c'helennadur gatolik e voe sioulaet kounnar Doue gant marv Jezuz, kounnar a oa bet savet ennañ abalamour d'ar pec'hedoù dizehan graet gant an denelezh. Kelenn ar ra an Iliz katolik n'eur ket salvet ma n'eur ket feal, ma ne vever ket diouzh priñsipoù ar garantez hag e ranker bezañ badezet[31],[32]. Hervez ar Brotestantiezh eo marv Jezuz an doare da gemer lec'h an denelezh evit an digoll a zle da Zoue evit bezañ torret e lezenn voral. Tra ma soñje da Martin Luther e ranke an nen bezañ badezet evit bezañ savetaet, met al luterianed (hag protestanted all) a-vremañ a gelenn eo ar salvidigezh ur prof a zeu d'unan dre c'hras Doue, termenet a-wezhioù evel ur "c'hrad-vat nann-meritet", distag diouzh ar badeziant zoken.

N'emañ ket akord ar gristenien diwar-benn pegen rak-urzhiet eo salvidigezh pep hini gant Doue. An doueoniezh adreizhet a laka kalz pouez war Gras Doue o kelenn n'eo ket gouest an dud d'en em saveteiñ o-unan, tra ma n'haller ket herzel d'ar c'hras. D'ar c'hontrol, ar gatoliked, an ortodoksed ha protestanted all a gred e ranker lakaat e frankiz choaz da grediñ e Jezuz[33].

Trinded

kemmañ
 
Berrdres a ziskouez an Drinded hag an darempredoù etre an Teir Zudenn.
Pennad pennañ : Trinded

An Drinded eo ar c'helennadurezh diwar-benn natur an Doue nemetañ,[34] a zo ennañ teir zudenn dispartiet a genvev peurbad : an Tad, ar Mab (enkorfet e Jezuz Krist hag ar Spered Santel). Ur mennozh luziet a-walc'h hag en deus degaset kalz tabutoù an hini eo. Hervez Kredo Athanasos : "An Tad eo Doue, ar Mab eo Doue hag ar Spered Santel eo Doue, hag evelato n'eus ket tri Doue met un Doue."[35] Sañset int bezañ dispartiet an eil diouzh ar re all : n'eus mammenn ebet d'an Tad, savet eo ar Mab diwar an Tad hag e teu ar Spered Santel diwar an Tad. Daoust m'int dispartiet n'haller ket rannañ an teir zudenn-se, nag en e voud, nag en e oberoù. Kristenien zo avat a gred e weler an Tad kentoc'h en Testamant Kozh, ar Mab en Testamant Nevez hag hiziv an deiz eo ar Spered Santel a zeu ar wel, met daoust d'an dra-se e kenveve an teir zudenn asambles d'an holl vareoù-se[36] Bez' ez eus ur gredenn evelato a lavar e oa ar Mab kentoc'h a weler en Testamant kozh kar, pa vez taolennet an Drinded en arzoù, e vez taolennet ar Mab gant e dresoù boas (da skouer pa vez taolennet Liorzh Eden), re un enkorfadenn n'eo ket c'hoarvezet c'hoazh. E sarkofajoù kristen kentidik e oa bet taolennet al Logos gant ur barv, "ar pezh a leusk anezhañ d'en em ziskouez hen ma n'eo ket rak-boud".[37].

Un dogm kreiz eo an Drinded er gristeniezh. En amzerioù kent, a-raok Sened-Iliz Niakia (325), e veze lakaet krediñ en Doue E deir zudenn e-kreiz ar feiz. Buan a-walc'h, er IVe kantved e voe embannet gant ar gristeniezh e oa eus "Doue en unvaniezh hag en drinded asambles"[38] Hervez an dogm-se n'eo ket rannet Doue gant un dudenn o vezañ un drederenn anezhañ, met pep tudenn zo gwelet evel Doue klok. Emañ an diforc'h gant o darempredoù, savet eo ar Mab diwar an Tad, tra ma teu an Tad diwar netra, ha dont a ra ar Spered Santel diwar an Tad (hag ar Mab e doueoniezh Ilizoù ar C'hornôg). Ne vern an diforc'h-se eo pep tudenn peurbadel hag hollc'halloudus. Bez ez eus relijionoù kristen ne rannont ket an doare-se da welet an Drinded, evel Testoù Jehovah hag ar Vormonegezh.

Ar ger gresianek trias a c'heller lenn gant ster an Drinded e labour Theofilius ag Antioch : "eus an Drinded, eus Doue, ha eus E lavar ha eus E furnez[39] Koshoc'h eo an term gresnianek eget an term latin trinitas, skrivet evit ar wezh kentañ gant ster an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel gant Tertullianus.[40]. Ur c'hantved war e lerc'h e veze implijet stank an term-se.

Trindedegezh

kemmañ

Hogozik holl Ilizoù ha luskadoù kristen zo trindedek, da lavaret eo kredont en Drinded. Daoust ma n'eus ket eus ar ger-se er Bibl e oa bet savet ar mennozh gant doueoniourien an IIIe kantved evit displegañ gwelloc'h ar feiz kristen ha perzhioù an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel evel perzh un Doue unan. Abaoe an amzer-se e tiwall an doueoniourien da chom hep degas soñj d'an dud e vije tri Doue (Tridoueegezh) nag e vije kement tudenn un drederenn eus Doue (rannadegezh) nag e vije bet krouet ar Mab hag ar Spered Santel gant an Tad, ha stag outañ (ariadegezh). Lavaret a reer kentoc'h ez eus un Doue e Tri Zudenn[41].

Nann-Drindedegezh

kemmañ

Bez ez eus luskadoù kristen a nac'h an Drinded. Er gristeniezh kentidik e voe lakaet war wel meur a sav-boent nann-drindedek (advabegezh, modalegezh) e-kreiz an tabutoù kristologek. E-kreiz ar Grennamzer e savas kelennadurezhioù nann-drindedek adarre (gnostegezh, katariezh) hag en amzer vodern, e-touez al luskadoù adreizhet (unanegezh)[42] ha da c'houde, da vare ar Sklêrijennoù hag en XIXvet kantved.

Diwezouriezh

kemmañ

Diwez pep tra, ha pa vije diwez buhez unan bennak, diwez ar mare, pe diwez ar bed dre vras, zo en diwezouriezh gristen, studiañ dazont an denelezh evel m'eo diskuliet er Bibl. Preder brasañ ar gristeniezh zo er marv hag er vuhez goude ar marv, eil donedigezh Jezuz, dasorc'hidigezh ar re varv da vev, er Baradoz, Purgatoer, Ifern, er Varn Ziwezhañ ha fin ar bed, an douar nevez hag an neñv nevez.

Krediñ a ra ar gristenien e teuio Jezuz un eil gwezh hag e vo diwez ar bed d'ar mare-se, goude ur prantad ma vezint heskinet kenañ. Adsavet e vezo an holl a varv da vev evit ar Varn Ziwezhañ hag e vezo savet Rouantelezh Doue gant Jezuz o seveniñ diouganoù ar Skriturioù[43].

Marv ha buhez goude marv

kemmañ

Ar brasañ eus ar gristenien a gred eo barnet an dud goude Doue goude o marv hag e vez roet dezho pe ur vuhez beurbad pe e vezont daonet da viken. Gallout a ra bezañ pe ar varn hollek pa vo adsavet ar re varv da vev pe (hervez ar gatoliked[44], an ortodoksed[45] hag ar brasañ eus ar brotestanted) ur varnadenn hiniennel pa varver.

E rannoù zo eus ar gristeniezh e kreder e c'hell ar re a varv e stad a c'hras, da lavaret eo tud ar varv hep bezañ graet pec'hed marvel ebet o tispartiañ anezho diouzh Doue, hep bezañ bet peuzc'hlannet eus o fec'hedoù avat gouzañv ur stad etre anvet purgatoer da c'hortoz bezañ hael a-walc'h da vezañ degemeret gant Doue[46] Ar re a dizh ar pal-se a vez anvet Sent (diwar al latin sanctus)[47].

Strolladoù all (Azvented ar Seizhvet Devezh) a gred er marveliezh, ar gredenn n'eo ket divarv ene an dud ez-naturel, met e chom digoustiañs er prantad etre ar marv hag an dasorc'hidigezh a varv da vev. Krediñ a reont ivez e vezo diverket eneoù an dud droug kentoc'h eget kastizañ anezho da vijen, ur gredenn rannet gant Testoù Jehovah.

Diouzh ar strollad e c'hell al lid bezañ ennañ ar badeziant, sakramant an aoter, pediñ (da skouer Pater Noster), mont da gofes, kouzoumenn, ritoù tro-dro d'ar marv, an dimeziñ ha deskadurezh relijiel ar vugale. Ar brasañ eus ar relijionoù kristen zo aozet gant beleien hag e aozont ul lid reoliek asamble gant an holl feizidi ur c'horn-bro.

Lid kumuniezhiel

kemmañ
 
Kanerien el lid ortodoks

Taolennet e voe lidoù ar gristeniezh kentidik en IIvet kantved gant Justin a Naplouz en e apologiezh d'an impalaer Antoninus Pius ha chom a ra gwir dre bras e daolennadur evit diazezoù al lid kristen modern :

An d'an deiz anvet Sul en em vod an holl a vev e kêrioù pe war ar maez en ul lec'h hag e lenner eñvorennoù an ebestel pe skridoù ar brofeded, kement hag o dez amzer, neuze, pa ehan al lenner, e kelenn prezidant ha broudañ a ra an dud da zezrevelliñ an oberoù mat-se. Neuze e sav an holl da bediñ ha, evel m'hor boa lavaret abretoc'h, pa echu hon fedenn, e tegaser bara ha gwin hag e prof ar prezidant pedennoù ha bennozhioù en hevelep doare, hervez penaos eo gouest, hag e asant an dud o lavaret Amen ; hag e roer da bep hini, [...] ha d'ar re ezvezant e kaser un darn dre an diakred. Hag ar re a c'hell, hag a venn, a ro ar pezh a soñj da bep hini eo mat ; hag ar pezh zo dastumet zo kemeret gant ar prezidant a sikour an emzivaded hag an intañvezed hag ar re o dez ezhomm dre ur c'hleñved pe n'eus forzh peseurt abeg, ha d'an dud estren a dremen amzer ganeomp, en ur ger e ra war-dro an holl o deus ezhomm.[n 3]

Evel m'eo taolennet gant Justin eo kustum ar gristenien d'en em vodañ d'ar Sul neuze, deiz an dasorc'hidigezh, met lidoù all a c'hoarvez da vareoù all. Lenn a reer skridoù diwar an Testamantoù Kozh ha Nevez, met emañ an Avieloù e kreizig-kreiz al lid. Aozet e vez al lennadennoù-se hervez ul c'helc'h-bloaz ha diwarno e teu un tamm kentel anvet sarmon. Liesseurt eo ar pedennoù hag al lidoù a-stroll a c'hell c'hoarvezet tro-dro ha meur a stumm zo dezho - dibunet, da respont, mut, kanet - met alies e vez pedet Pater Noster.

Diwar an diazez-se ez eus strolladoù o deus kemeret hentoù disheñvel. Alies e reer kemm etre al lid-meur - siriusoc'h, hiroc'h pe muioc'h a bouez ennañ - hag al lid-pemdez, met etre an daou stumm-se ez eus meur a zoare d'ober. Bodañ a ra Azvented ar Seizhvet Devezh d'ar Sadorn tra ma n'en em vod ket kumuniezhioù all bep sizhun. Lod eus strolladoù adreizhet a c'hell en em leuskel da heuliañ ar Spered Santel evit aozañ o fedennoù, hep heuliañ un aozadur sonn. Chom a ra ar Quackered mut betek m'en em santout kaset gant ar Spered Santel. A-wezhioù e tenn lidoù an Avielourien da sonadegoù-rock. E strolladoù ne vezont ket aozet tro-dro d'ur rummad beleien e vez kaset al lid gant ur ministr, ur prezegenner pe ur mesaer. Strolladoù zo n'o dez tamm heñcher ebet, pe dre choaz, pe dre redi. Ilizoù zo ne implijont nemet sonerezh a capella, pe abalamour d'o c'hredennoù (Ilizoù ar C'hrist) pe dre dre o hengoun (Iliz Ortodoks).

Hogozik holl strolladoù a lid sakramant an aoter (komunion pe eukharistia), da lavaret ur seurt pred benniget. C'hoari a reer en-dro Koan diwezhañ Jezuz - diwar e c'hourc'hemenn - e koun e zoare da reiñ bara ha gwin d'e ziskibien en ur lavaret "Setu va c'horf" ha "Setu va gwad"[48]. Lod eus an Ilizoù a vir ar gomunion en ur stad serr, da lavaret eo ne vez profet nemet d'o izili. En Iliz katolik n'eus nemet ar re n'emaint ket e stad ur pec'hed marvel a c'hell komuniañ. Ar brasañ eus an Ilizoù all kar gwelet a reont ar gomunion evel un doare da vezañ unanet ha n'eo ket pal an unaniezh. Pediñ a reont neuze an holl gristenien da gemer perzh.

Gallout a reer sevel ul lid disheñvel evit darvoudoù ispisial, evel ur badeziant pe un eured. Da vare ar gristeniezh kentidik e veze dispartiet ar re vadezet diouzh ar re nann-badezet en ilizoù.

Sakramantoù

kemmañ

Er gredenn hag el lid kristen eo ur sakramant ul lid lakaet e plas gant ar C'hrist a ro gras d'an nen a seven unan. Ur gevrin sakr eo, hervez an doueoniezh kristen. Dont a ra ar ger eus al latin sacramentum a oa bet implijet e plas ar ger gresianek evit "kevrin". N'eus ket an hevelep sell er gristeniezh a-bezh evit lavaret peseurt lidoù zo sakramantoù ha peseurt lidoù n'int ket, ha petra a laka un akt bennak da vezañ ur sakramant.[49]

An termenadur ledanañ a vije eo ur sakramant ur sin publik, lakaet e plas gant ar C'hrist, a zegas ur c'hras diabarzh, speredel dre ar C'hrist. An daou sakramant degemeret ar muiañ eo ar badeziant ha sakramant an aoter, met degemeret eo gant ur bern Ilizoù kristen pemp sakramant all : ar gouzoumenn (Kristmasion en Iliz Ortodoks), ar belegiñ, kofesaat, an nouenn hag an dimeziñ.[49] Holl asambles in ar Seizh Sakramant anavezet gant Ilizoù hengoun an Iliz Veur - da lavaret eo an Iliz katolik roman, an Iliz Ortodoks, ur bern anglikaned ha lod eus al luterianed. An Ilizoù all a nac'h e vije kement a sakramant ha ne zegemeront nemet ar badeziant hag hini an aoter.[49] Lod all, evel al luskad badezour, a gred ne zeu tamm gras ebet dre al lidoù-se, a ra "ordenañs" eus ar sakramantoù, enno badeziant ha sakramant an aoter nemetken.

Badeziant

kemmañ

Un ober lidek eo ar badeziant m'eo degemeret an nen evel ezel an Iliz dre ziskenn dour warnañ. Meur a zoare d'ober a zo diouzh e peseurt Iliz eur ezel. An diforc'h kentañ a gaver en talvoudegezh speredel pe ket. Ilizoù zo (Ilizoù katolik, ortodoks, luteriz hag anglikaned) a embann dogm an eil buhez, da lavaret eo kreñvaet pe krouet feiz an hini badezet, hag ul liamm kreñv zo ouzh ar salvidigezh. Luskadoù all ne welont er badeziant un ober aroueziek nemetken, un doare da embann d'ar gumuniezh kemm personel an nen, hep levezon speredel. Da c'houde ez eus diforc'hioù etre ar sell war an doare d'ober. Unan eus an doareoù-se eo ar gourdourañ, ha ma vez graet penn da benn beuzerezh ; dre skuilh dour ; ha dre sparvadur. Er fin ez eus diforc'hioù e-keñver an oad. Ar re a bled gant ar gourdourañ a vadez tud gour nemetken, lod anezho bugale ha babigoù zoken. An holl ilizoù ortodoks a vadez babigoù ha bugale yaouank, dre veuzerezh graet teir gwezh en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel[50] Badezet e vez bugale gant an Iliz katolik roman ivez,[51] kentoc'h dre skuilhañ dour ha dre formulenn an Drinded.[52].

Pediñ

kemmañ
« ...Evel-henn eta e pedoc’h : ‘Hon Tad hag a zo en Neñv, Hoc’h Anv bezet santelaet. Ho Rouantelezh deuet deomp. Ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv. Roit deomp hirio or Bara pemdezieg. Pardonit deomp hor mankoù evel m’hon eus, ni ivez, pardonet d’ar re o deus manket ouzomp. N’hor c’hasit ket e tentadur, met hon diwallit diouzh an Droug.’ »

— Ar Pater Noster hervez Mazhev 6:9-13[n 4]

Kentel Jezuz diwar-benn pediñ en e Sarmon ar Menez a ziskouez ne oa ket interest gant neuz diavaez ar pedadennoù. Bezañ prederiet gant teknikoù ar pediñ zo un dra pagan hervezañ ha broudañ a ra kaout fiziañ e madelezh tadel Doue.[n 5] Lakaet ez eus bet pouez e darnoù all an Testamant Nevez war ar frankiz-se da dizhet Doue.[n 6] [n 7] Kredenn ar gristeniezh eo ez eus un darempred dibar etre pep kredour ha Doue dre darbod ar Spered Santel.[53]

En hengoun kristen modernoc'h e vez lakaet pouez war jestroù zo, da skouer war jestroù bet sevenet er Grennamzer evel an daoulinañ pe ober Sin ar Groaz. Gallout a ra ar jestroù-se mont pelloc'h en izelaat ar c'horf en hengounioù startoc'h. Peurvuiañ avat, en hengoun ar C'hornôg, e lakaer an daouarn asambles, palv ouzh palv, ur jestr a zeu diwar lid feodek ar c'homañd. Un doare all eo stumm an oran, palvioù war an diavaez, an divrec'h digor.

Ur bedenn-zarbod zo ur bedenn graet e-lec'h pe evit unan bennak all. Meur a bedenn a stumm-se zo bet treuzskrivet er Bibl, en o zouez pedenn an Abostol Pêr evit ar re glañv[n 8] hag en Testamant Kozh pedennoù profeded evit tud all.[n 9] El Lizher Sant Jakez n'eus graet kemm ebet etre pedenn ur feizad bennak hag ur bedenn digant ar profed meur Elia.[n 10] Efedusted ar bedenn gristen zo diouzh galloud ha bolontez Doue kentoc'h eget statud an hini a bed.[53]

Gant an Hen-iliz, eus hengoun ar Reter kenkoulz hag hini ar C'hornôg, e oa bet kemeret ar boaz da bediñ evit darbod ar sent, ar pezh a zo gwir atav er gatoligiezh, en ortodoksiezh hag en anglikaniezh zo. Nac'het eo bet seurt emzalc'h gant ilizoù ar brotestantiezh evit goulenn darbod ar C'hrist nemetken[54].

Deiziadur lidek

kemmañ

Ar gatoliked, an ortodoksed, ar brotestanted dre vras, a aoz o lidoù tro-dro d'ar bloavezh-lid[55] Rannet eo ar bloavezh e meur a goulz, pep hini aozet tro-dro d'un tem doueoniel a c'hell kemmañ an doare da ginklañ an iliz, liv dilhad ar veleien[56]., peseurt testennoù a vez lennet, sujedoù ar sarmonioù betek an oberoù er gêr.

E-pad ar bloaz e lakaer war wel devezhioù meur e koun darvoudoù buhez Jezuz, Mari pe ar Sent. Prantadoù-yuniñ a zo ivez, evel ar C'horaiz. An Ilizoù ne heuliont ket an hevelep deiziadur a lid gouelioù bras memestra, evel an Nedeleg, Pask hag ar Pantekost a lid ganedigezh ha dasorc'hidigezh ar C'hrist ha diskenn ar Spered Santel war an Iliz. Luskadoù zo ne implijont ket an deiziadur lidek e mod ebet[57].

Arouezioù

kemmañ
 
ΙΧΘΥΣ (IC'HTYS) kizellet e kêr gresian Efesos

Dre vras n'eo ket difennet implijet skeudennoù-kehel er gristeniezh, daoust ma oa difennet e-touez ar Yuzevien kristen bet hag e luskadoù modern zo, o kemer harp war difenn an idoloù en Dek Gourc'hemenn evit abegiñ an difenn-se.

Ar groaz eo arouez brudetañ ar gristenien hiziv an deiz, implijet abaoe ar penn-kentañ. Kontet eo gant Tertullian en e levr De Corona penaos e veze treset skeudenn ur groaz war tal ar feizidi. Ar grusifi, da lavaret eo skeudenn Jezuz war e groaz, avat a oa deuet adalek ar Vvet kantved hepken.

E-touez arouezioù ar gristenien kentidik e kaver an Ic'htys - ar pesk - e touez ar re implijetañ, drest-holl e bezioù ar gristenien kerkent hag an IIvet kantved.[58] Brudet e oa abalamour d'ar ger gresianek evit pesk, ic'htys, o vezañ akronim ar frazenn Iesous C'hristos Teou Yios Soter (Ἰησοῦς Χριστός, Θεοῦ Υἱός, Σωτήρ) "Jezuz Krist, Mab Doue, Salver", un doare berr da embann e feiz kristen.[58]

Arouezioù kristen all zo ar C'hi-Rho, ar goulm (arouez ar Spered Santel), oan an aberzh (a zo arouez aberzh ar C'hrist), ar gwin (arouez an darempred etre ar C'hrist hag ar gristenien). Tennet int holl diwar an Testamant Nevez[59].

Skridoù

kemmañ
 
Ur skouerenn eus Bibl Gütenberg
Pennad pennañ : Bibl

Ar gristeniezh, evel ar Yuzevegezh hag an Islam, zo ur relijion diazezet war lavar Doue diskuliet d'an denelezh ha lakaet dre skrid dindan stumm ar Bibl, ennañ an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez, met meur a zoare zo da welet ha da zisklêriañ an destenn. Dre vras e lavarer en doa labouret Doue dre sikour tud evit produiñ ar pezh a felle Dezhañ kas.

Lod a embann eo difazi ar Bibl en e bezh tra ma lavar lod all e oa difazi en e zornlevrioù orin. Luskadoù all a embann n'eo difazi ur skouerenn bennak nemetken, evel Stumm Roue Jakez ar Bibl[60]. Ur sell tost a lavar eo difazi ar Bibl war ar salvidigezh met e c'hell faziañ war an istor, an douaroniezh pe ar skiantoù.

Levrioù ar Bibl degemeret gant an ortodoksed, ar gatoliked pe ar brotestanted a c'hell cheñch a skourr da skourr, met diazezet int holl war levrioù Bibl ar Yuzevien (Tanac'h) hag evit an darn kristen da vat eo degemeret an hevelep levrioù dre vras, goude meur a ziviz war peseurt skridoù degemer. An hengoun ortodoks ha katolik a zegemer ouzhpenn d'an Tanac'h al levrioù eilkanonel en Testamant Kozh. Embannet e oa bet al levrioù-se e-barzh Bibl an Dek ha Tri-Ugent met hervez ar Brotestanted int fals-levrioù. Stummoù zo eus ar Bibl ez eus enno ul lodenn gouestlet d'ar fals-levrioù dre m'int a-bouez memestra evit kompren istor ar skrid, dre ar yezhadur hag ar gerioù, hag istor ar mare ma oant bet skrivet.[22] 27 levr skrivet e gresianeg koine zo en Testamant Nevez ha degemeret int gant an holl Ilizoù.

Jezuz Nazaret

kemmañ
 
Prezegenn Jezuz war ar menez, gant Carl Heinrich Bloch, livour danat, war-dro 1890.

Hervez testeni istorek ar c'heodedour roman Flavius Jozef ha dreist-holl peder danevell e vuhez anvet an avieloù, skridaozet e gregach kozh, e veve e Palestina (Israel ha Palestina hiziv) un den, Jezuz a Nazared e anv (hebraeg: יְהוֹשֻׁעַ, Yəhošúa). En avieloù e lenner e oa bet ganet e Bethlehem ha marvet dre groazstagadur tost da Jeruzalem dre urzh ar Romaned a oa mistri war ar vro, war goulenn ul lez-varn relijiel renet gant beleien uhelañ ar relijion yuzev ma oa bet desavet Jezuz enno. Daneveller unan eus an Avieloù, Lukaz, a zanevellas ivez e zasorc'hidigezh a varv da varv da vev tri devezh war-lerc'h e sebeliadur hag e chomas e-touez e ziskibien e-pad daou-ugent devezh a-raok o c'huitaat (Yaou Bask) hag o sikour da sevel e Iliz dre zegas dezho ar Spered Santel, trede an Dreinded (Pantekost).

Hemañ a brezegenne gant kalz a furnez, a zisplege ar Skriturioù hag a baree an dud klañv e lec'h ma tremene en ur lakaat da intent e oa ar "Mesiaz", Salver Israel, ha mab da Zoue zoken. E vamm a oa anvet Mari ha hi dimezet da Jozef, ur c'halvez, met chomet gwerc'h, a oa bet goulennet diganti a-berzh Doue gant un ael, Gabriel, hag asantiñ a rafe da vezañ mamm d'ur bugel kaset gant Doue. An deiz ma vez lidet e c'hanedigezh, d'ar 25 a viz Kerzu, e Gouel Nedeleg a verk deroù bloavezh kentañ an amzervezh kristen.

Kristenien a vez graet eus ar re a ra dave d'ar Jezuz-Krist-se emaomp o paouez brastaolenniñ. Tud all a nac'h gwirvoud istorek an dudenn, re all a nac'h e natur-Doue hag a sell outañ 'traken nemet evel un den, ha re all kalz raloc'h avat, 'traken nemet evel un doue.

Sevenadur gristen

kemmañ

Er Grennamzer e oa Europa penn-da-benn evel ur bloc'h unvan a-walc'h a fed sevenadurezh, diwar ar fed relijiel-se anvet "ar Gristeniezh" pe ar C'hristenva, diforc'h-mat diouzh ar broioù all lesanvet paian pe pagan e Reter pellañ Europa (reter ar Balkanoù) hag e Su Spagn, takadoù bet gounezet ur poent 'zo bet diwar goust ar Gristeniezh eta, gant an armeadoù muzulmat.

Anvadurioù ar c'hredennoù kristen pe an ilizoù kristen

kemmañ

Rannet eo ar gristenien e teir c'hredenn zisheñvel evit ar pezh a sell ouzh elfennoù all, nebeutoc'h a bouez dezho, eus ar feiz kristen. Dre-se emañ :

Notennoù

kemmañ
  1. Holl venegoù eus ar Bibl zo tennet diwar "Ar Bibl troet e brezhoneg", 2018, dindan renerezh Job Lec'hivien, nemet ma vez lavaret ar c'hontrol.
  2. Lenn Lizher kentañ d'ar Gorintidi, pennad 15.
  3. (en) Justin a Naplouz Apologiezh gentañ §LXVII.
  4. Pêr Guichou, An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver, Landerne, Ti embann Minihi Levenez, 2002, p. 21.
  5. Mazhev 6:5 - 15
  6. Fil 4:6
  7. Jakez 5:13-19
  8. Ober. 9:40
  9. RI 17:19-22
  10. Jakez 5:16-18


Daveoù

kemmañ
  1. (en) Woodhead, Linda (2004). Christianity: A Very Short Introduction. Oxford: Oxford University Press.
  2. (en) S. T. Kimbrough, ed. (2005). Orthodox and Wesleyan Scriptural understanding and practice. St Vladimir's Seminary Press. (ISBN 978-0-88141-301-4).
  3. (en) BEYER, Peter. 2006. Religions in Global Society. p. 146
  4. (en) Caltron J.H Hayas, Christianity and Western Civilization (1953), Stanford University Press
  5. (en) Fred Kammer (1 May 2004). Doing Faith Justice. Paulist Press. p. 77. (ISBN 978-0-8091-4227-9).
  6. (en) Pew Ressearch Center - Religion & Public Life, « Christian Traditions », 19.12.2011. Lennet d'ar 7 a viz Mae 2020
  7. 7,0 ha7,1 (en) Pew Ressearch Center - Religion & Public Life, « Global Christianity – A Report on the Size and Distribution of the World’s Christian Population », 19.12.2011. Lennet d'ar 7 a viz Mae 2020
  8. (en) Patrick Wintour, « Persecution of Christians 'coming close to genocide' in Middle East – report », The Guardian, 2.05.2019. Lennet d'ar 7 a viz Mae 2020
  9. (de) E. Peterson (1959), "Christianus." In: Frühkirche, Judentum und Gnosis, Herder, Freiburg, pp. 353–72
  10. (en) Elwell, Walter; Comfort, Philip Wesley (2001). Tyndale Bible Dictionary. Tyndale House Publishers. ISBN 0-8423-7089-7.
  11. (en) Olson, Roger E. 2002. The Mosaic of Christian Belief: Twenty Centuries of Unity & Diversity. IVP Academic. (ISBN 978-0830826957). 367p.
  12. (en) PELIKAN, Jaroslav ; HOTCHKISS, Valerie R. 2003. Creeds and Confessions of Faith in the Christian Tradition Yale University Press. (ISBN 978-0300093919). 3344p.
  13. (en) "We Believe in One God....": The Nicene Creed and Mass, Catholics United for the Faith, C'hwevrer 2005. Lennet d'ar 16 a viz Even 2014
  14. (en)Encyclopedia of Religion, "Arianism".
  15. (en) Catholic Encyclopedia, « Council of Ephesus ». Lennet d'an 8 a viz Mae 2020
  16. (en) Christian History Institute [diell], « First Meeting of the Council of Chalcedon ». Lennet d'an 8 a viz Mae 2020
  17. (en) Peter Theodore Farrington, « The Oriental Orthodox Rejection of Chalcedon », The British Orthodox Church / Coptic Orthodox Partiarchate, 2006 [diell]. Lennet d'an 8 a viz Mae 2020
  18. (en) Pab Leon I, « The letter of Pope Leo, to Flavian, bishop of Constantinople, about Eutyches », Documents of the Council of Chalcedon, Vvet kantved. Lennet d'an 8 a viz Mae 2020
  19. (en) Catholic Encyclopedia, « The Athanasian Creed ». Lennet d'an 8 a viz Mae 2020
  20. (en) The United Methodist Church, « Our Common Heritage as Christians », 2004. Lennet d'an 8 a viz Mae 2020
  21. (en) Avis, Paul (2002) The Christian Church: An Introduction to the Major Traditions, SPCK, London, (ISBN 0-281-05246-8)
  22. 22,0 ha22,1 (en) Metzger/Coogan, Oxford Companion to the Bible, pp. 513, 649.
  23. Kredo Nikaia-Kêrgustentin
  24. (en) Hanegraaff, Hank. 2008. Resurrection: The Capstone in the Arch of Christianity. Thomas Nelson Publishers. (ISBN 978-0849942952). 320p
  25. (en) Judith Walsh, « The Significance of the Death and Resurrection of Jesus for the Christian », Australian Catholic University National [diell]. Lennet d'an 9 a viz Mae 2020
  26. (en) Funk, Robert Walter. 1998. The Acts of Jesus: What Did Jesus Really Do? . HarperSanFrancisco. (ISBN 978-0060629786). 608p.
  27. (en) Fuller, Reginald Horace. 1965. The Foundations of New Testament Christology . Macmillan Pub Co. (ISBN ). 268p.
  28. (en) Lorenzen, Thorvald. 2003. Resurrection, Discipleship, Justice: Affirming the Resurrection Jesus Christ Today. Smyth & Helwys Pub. (ISBN ). 186p.
  29. 29,0 ha29,1 (en) Eisenbaum, Pamela (Winter 2004). "A Remedy for Having Been Born of Woman: Jesus, Gentiles, and Genealogy in Romans" (PDF). Journal of Biblical Literature. 123 (4): 671–702.
  30. (en) Wright, N.T. What Saint Paul Really Said: Was Paul of Tarsus the Real Founder of Christianity? (Oxford, 1997), p. 121.
  31. (la) CCC 846; Vatikan II, Lumen Gentium 14
  32. (en) Just For Catholics, « The Catholic Church Teaches Salvation by Works ». Lennet d'an 9 a viz Mae 2020
  33. (en) Katekiz an Iliz katolik [diell], « GRACE AND JUSTIFICATION ». Lennet d'an 11 a viz Mae 2020
  34. (en) Catholic Encyclopedia, « Monotheism ». Lennet d'an 11 a viz Mae 2020
  35. (en) Kelly, J.D.N. 1964. The Athanasian Creed. A & C Black Publishers Ltd. (ISBN ). 152p.
  36. (en) Oxford, Encyclopedia of Christianity, pg1207
  37. (en) Heidi J. Hornik and Mikeal Carl Parsons, Interpreting Christian Art: Reflections on Christian art, Mercer University Press, 2003, (ISBN 0-86554-850-1), pp. 32–35.
  38. (en) Olson, Roger E. (2002). The Trinity. Wm. B. Eerdmans Publishing. p. 15. (ISBN 978-0-8028-4827-7).
  39. (grc) Theofilus ag Antioch. "Levr II.15". Apologia ad Autolycum. Patrologiae Graecae Cursus Completus (e gresianeg hag e latin). 6. "Ὡσαύτως καὶ αἱ τρεῖς ἡμέραι τῶν φωστήρων γεγονυῖαι τύποι εἰσὶν τῆς Τριάδος, τοῦ Θεοῦ, καὶ τοῦ Λόγου αὐτοῦ, καὶ τῆς Σοφίας αὐτοῦ."
  40. (la) Tertullian, "21", De Pudicitia (e latin), "Nam et ipsa ecclesia proprie et principaliter ipse est spiritus, in quo est trinitas unius diuinitatis, Pater et Filius et Spiritus sanctus.".
  41. (de) Moltman, Jurgen. Trinität und Reich Gottes, Zur Gotteslehre München, Chr. Kaiser. Fortress Press, 1980.
  42. (en) Pocket Dictionary of Church History Nathan P. Feldmeth p. 135 "Unanegezh. An unaneged a savas diwar ar gristeniezh adreizhet adalek ar XVIvet kantved o lakaat pouez war an Doue unan en ur nac'hañ kelennadurezh an Drinded."
    "Unitarianism. Unitarians emerged from Protestant Christian beginnings in the sixteenth century with a central focus on the unity of God and subsequent denial of the doctrine of the Trinity"
  43. (la) Thomas Aquinas, Summa Theologicum, Supplementum Tertiae Partis goulennoù 69 betek 99
  44. (en) Catholic Encyclopedia, « Particular Judgment ». Lennet d'ar 14 a viz Mae 2020
  45. (en) Fr. David Moser - St Seraphim of Sarov Orthodox Church, Boise, Idaho, « What the ORTHODOX BELIEVE Concerning prayer for the dead », St. Nicholas Russian Orthodox Church. Lennet d'ar 14 a viz Mae 2020
  46. (en) Yann-Baol II, « Dalc'h hollek », Keoded ar Vatikan, 4.08.1999. Lennet d'ar 14 a viz Mae 2020
  47. (en) Catholic Encyclopedia, « The Communion of Saints ». Lennet d'ar 14 a viz Mae 2020
  48. (en) Ignazio Silone, Bread and Wine (1937).
  49. 49,0 49,1 ha49,2 (en) Cross/Livingstone. The Oxford Dictionary of the Christian Church. pp. 1435ff.
  50. (en) Iliz ortodoks gresian en Aostralia, « Baptism ». Lennet d'an 19 a viz Mae 2020
  51. (en) Iliz katolik roman, « Katekiz #403 #1231 #1233 #1250 #1252 ». Lennet d'an 19 a viz Mae 2020
  52. (en) Iliz katolik roman, « Katekiz #1240 ». Lennet d'an 19 a viz Mae 2020
  53. 53,0 ha53,1 (en) T. D. Alexander ha B. S. Rosner (renerien), « Prayer », e-barzh New Dictionary of Biblical Theology, Downers Grove (Ill.), Intervarsity Press, 2001.
  54. (en) S.B. Ferguson ha J. Packer (renerien), « Saints », e-barzh New Dictionary of Theology, Downers Grove (Ill.), Intervarsity Press, 1988.
  55. (en) Senn, Frank C. (2012). Introduction to Christian Liturgy. Fortress Press. p. 103. ISBN 978-1-4514-2433-1.
  56. (en) Fortescue, Adrian (1912). "Christian Calendar". The Catholic Encyclopedia. Robert Appleton Company
  57. (en) Hoyt Leon Hickman, Don E. Saliers, Laurence Hull Stookey, James F. White. 1986. Handbook of the Christian year. Abingdon Press. (ISBN 9780687165759)
  58. 58,0 ha58,1 (en) Catholic Encyclopedia, « Symbolism of the Fish ». Lennet d'ar 16 a viz Mae 2020
  59. (en) Dilasser, Maurice. 1999. The Symbols of the Church. Liturgical Press. (ISBN 978-0814625385) 168p.
  60. (en) Iliz katolik roman [diell], « Katetikiz ». Lennet d'ar 21 a viz Mae 2020