Levrioù eilkanonel

Levrioù eilkanonel a reer, en Iliz katolik hag en Ilizoù ortodoks, eus seizh levr eus an Testamant Kentañ erruet betek ennomp dre droidigezh c'hresianek ar Seikont : Youdith, Tobit, ar vMakabeed 1 ha 2, ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h gant lizher Yeremia. Ret eo ouzhpennañ tammoù eus Levr Ester ha Levr Daniel ha ne gaver ket en destenn hebraek evit klokaat roll ar skridoù eilkanonel.

Degemeret e voe an testennoù-se evel kanonel e Sened-Meur Trento (1545–63). Met peogwir ez eus bet tabutoù e-pad kantvedoù war o divoud e vez graet "eilkanonel" anezho[1].

Ar Brotestanted a ra peurliesañ gant ar Bibl hebraek (hini Yuzevien Palestina)[2]. Pa lakaont an testennoù eilkanonel e tiforc'hont anezho diouzh ar re all, dindan an anv a " skridoù amwir" a-wechoù. Un toullad testennoù hebraek orin eus ar skridoù eilkanonel a zo bet adkavet.

Daveoù

kemmañ
  1. Al levrioù eilkanonel, levrenn 5 troidigezh An Tour-Tan, 1986, p5
  2. Ar Bibl santel en pehini ema ar gonvenans koz hag ar hini nevez troet e brezounek (iez Treger), Gwilh ar C'hoad, 1897